Loeiz ar C'hlerg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D klokaat
Linenn 1:
'''Loeiz ar C'hlerg''' ([[30 a viz Mezheven]] [[1861]] – [[27 a viz Kerzu]] [[1944]]), ''Kloareg ar Wern'' e anv-pluenn, a oa beleg, kelenner ha skrivagner brezhoneg.
 
Eus [[Lanrodeg]], e-kichen [[Gwengamp]], e oa genidik Loeiz ar C'hlerg. Goude bezañ bet beleget e [[1885]] e voe o kelenn e skolaj Itron-Varia Gwengamp ha skol vrezhoneg a rae eno d'e skolidi. Evito e savas ul levr yezhadur, ''Grammaire bretonne du dialecte de Tréguier'', hag ul levr poelladennoù da-heul, ''Exercices sur la grammaire bretonne du dialecte de Tréguier''.
 
Brudet eo e levrioù ''Ma beaj Jeruzalem'' ha ''Ma beaj Londrez'', ma kont e eñvorennoù beaj en ur brezhoneg tregeriek eus ar c'hentañ.