Leonor Teles de Meneses : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 5:
Merc'h e oa da Martim Afonso Telo de Meneses, a oa kar d'ar roue [[Fruela II Asturiez]] ha [[Leon]]. He mamm, Aldonça Anes de Vasconcelos, a oa kar da Teresa Sanches, bastardez d'ar roue [[Sancho Iañ Portugal]]. Nizez e oa Leonor da João Afonso Telo de Meneses, kont Barcelos.
 
Yaouankik e oa pa voe dimezet da João Lourenço de Cunha, aotrou Pombeiro, hag ur mab o doe, Àlvaro da Cunha. Hervez a voe kontet en em gavas ar roue [[Fernando Iañ Portugal]], dirazi un deiz ma oa aet da weladenniñ he c'hoar, Maria Teles, a oa plac'h[[dimezell a gambrenor]] gant an infantez Beatris[[Beatriz Portugal, Kontez Alburquerque | Beatriz]], ur verc'h d'ar roue [[Pedro Iañ Portugal]] ha da [[Inês de Castro]]. Hag eñ sot ganti. War zigarez a genwadelezh e teuas ar roue a-benn da lakaat terriñ dimeziñ Leonor, ma savas bec'h er vro.
 
==He bugale ==