Aogust Brizeug : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 7 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q251037
Reizhañ liamm diabarzh
Linenn 5:
Yaouankik e oa pa varvas e dad digantañ. Mont a reas war e studi da [[Gwened|Wened]], da Arras, ha da [[Pariz|Bariz]]. Eno eo ec'h embannas e levr kentañ ''Marie'', ur romant gallek (1831), kaoz ennañ eus e vugaleaj e [[Breizh]] e-kreiz ar maezioù hag eus ar garantez a vage ouzh ur plac’hig.

E eil levr ''Les Ternaires'' (1841), ma klask c’hoari gant ul lusk nevez, a zo awenet gant [[Italia]], m'en doa beajet gant [[Auguste Barbier]].

Lakaat a raio an ''[[Divina Comedia]]'' e [[galleg]] e 1843.

Goude e teuas ul levr all awenet gant Breizh, ''Les Bretons'' (1845), embannet un tamm a-raok e varv.

Brezhoneger a-vihanik e oa, savet e gwenedeg met e [[rannyezh Leon]] e skrivas e varzhonegoù abalamour da levezon [[ar Gonideg]].

Adembannet e voe e varzhonegoù brezhonek (''Telenn Arvor'', 1844) hag e zastumad krennlavaroù (''[[Furnez Breiz]]'') gant [[Roparz Hemon]], gant ti-embann [[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]] e [[1929]].

Ur [[varzhoniezh]] eeun hogen gwirion a zo en e skridoù.