Diforc'hioù etre adstummoù "Ledenez Italia"

280 okted ouzhpennet ,  7 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
'''Ledenez Italia''', pe '''Ledenez an Apennin''', pe '''Douar-bras Italia''' pe Italia hepmui (en italianeg: ''Penisola italiana, Penisola appenninica, Terraferma'' pe ''Continente'') a zo ul ledenez e-kreiz [[Kreisteizeuropa]], ar vihanañ eus teir ledenez Kreisteizeuropa ( an div all eo [[Ledenez Iberia]] ha [[Ledenez ar Balkanoù]]). Ul lesanv zo dezhi, deuet dezhi abalamour d'he stumm : ''Lo Stivale'' (An Heuz). Teir ledenez bihanoc'h zo outi hag a ro dezhi ar stumm-se : [[Calabria]] (ar biz-troad), [[Salento]] (ar seul) ha [[Gargano]] (ar c'hentr).
 
Ne glot ket gant Italia bolitikel a hiriv, da lavarout eo [[Republik Italia]], pa n'emañ ket enni an inizi ([[Sikilia]] ha [[Sardigna]] dreist-holl) nag an [[Alpoù]] na plaenenn ar [[Po]], met enni emañ ar stadoù dizalc'h [[San Marino]] hag ar [[Vaticano]].
[[fr:Péninsule italienne]]
 
 
[[Rummad:Italia]]
[[Rummad:Ledenezioù]]
186 930

modifications