Diforc'hioù etre adstummoù "K2"

11 okted ouzhpennet ,  8 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(Rummad resisoc'h)
[[Restr:K2 2006b.jpg|300px|thumb|dehou|Ar K2 en hañv.]]
'''K2''' eo an eil uhelañ menez eus ar bed war-lerc'h an [[Everest]] ha tapout a ra 8 611 m. Emañ e torosad [[Karakoram]] war an harzoù etre [[Republik Pobl Sina]] ha [[Kachmir]] (al lodenn melestret gant [[Pakistan]]). Evel ma oa en un tolead digenvez n'en doa ar menez anv pobl ebet. Anvet e oa bet K2 evit "Karakoram 2" pa oa unan eus an div uhelenn bennañ. Bremañ e vez graet ivez gant '''Ketu''' pe '''Kechu''' e [[balteg (tibetek)|balteg]], yezh ar vro. Kement-mañ n'eo nemet an anv K2 e saozneg, distaget hervez mod ar vro. Sinaiz a ra bremañ gant '''Chhogori''' pe '''Qogir''' a zeu diwar ar balteg ivez, hag a dalvez kement ha "menez bras". Ur menez diaes da grapat eo ar K2, diaesoc'h eget an Everest, ha hervez ar stadegoù, evit pep pevar alpaer a dap mont betek ar beg anezhañ e varv unan. Den n'en deus gallet krapat betek ar penn e-pad ar goañv.
 
{{Commons|Category:K2}}
74 669

modifications