Hamilcar Barca : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : _ Hamilkar Barka (270 k J-K – 228k J-K), jeneral eus Kartaj, anvet komandant armeoù Kartaj e Sisilia e-pad ar vrezel Punek kentañ. E 247 k. J.-K., goude bezañ staliet er men...
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
_ Hamilkar Barka (270 k J-K – 228k J-K), jeneral eus Kartaj[[Kartago]], anvet komandant armeoù Kartaj e [[Sisilia]] e-pad ar vrezel [[Punek]] kentañ. E 247 k. J.-K., goude bezañ staliet er menezioù e-kichen Panormus (hiziv Palerme), kas a reas, Hamilkar, meur a argadoù war Kornôg aodoù [[Italia]]. Rediet e voe ar Romaned tennañ ar brasañ diouzh o arme e porzh [[Lilybée]] (hiziv Marsala). Droukziwez rummad listri Katarjian e 241 k J.-K. a baouezas ar brezel. Goude an atroperezhioù peoc’h Kataj ‘voe rediet lezel Sisilia ha paeañ tailhioù-kastiz. Met nac’hañ a reas Kartaj paeañ soudarded gopraer n’oa gopraet Hamilkar evit taol-brezel Sisilia. En em reveulziñ a raent ar re-se ha kalzig a sklaved libian. Hamilkar ’voe drant da doñvaat ar reveulziñ, a trec’h teuas da vezañ e 238 k J.-K. Anvet komandant an arme e 237 k J.-K., abilañ reas adaloubadenn Bro-Spagn, sonjal rae dezhañ argadañ Roma dre al lec’h mañ. Tremen reas 9 bloavezh o prientiñ meuriadoù aloubet ar reter ha Su bro-Spagn en un arme pouezhus kenañ evit e vab Hannibal e-pad an 2eil Brezel Punek.