Pêr Even : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 26:
==Buhez==
 
Skoliet e oa bet e kelenndi ar Salezidi e Koad-an-Hoc'h, etre [[Kastellaodren]] ha [[Gwengamp]], gant ar [[Salezidi]], a blede eno gant ur skolaj vicherel. Alese e oa bet dilennet gant e vistri da genderc'hel gant e studi e neveziadti ar Salezidi e Kadva e [[Normandi]]. O tont alese, echu gantañ e studioù eil derez, e teuas tre e [[Kloerdi]] bras Sant-Brieg. Pêr Even en doa dilezet hent ar [[beleg|velegiezh]] a-benn neuze, un nebeut mizioù goude bezañ deuet tre er c'hloerdi bras, hogen eno emichañs e oa deuet da vezañ ur [[broadelouriezh|broadelour]], evel meur a gloareg all, evel [[Per ar Meur]], [[Armañs Arar C'halvez]],[[Maodez Glanndour|Loeiz ar Floc'h]], [[Marsel Klerg]], [[Per Bourdellez]], [[Gwilherm Dubourg]] ha re all yaouankoc'h c'hoazh.
 
Pleustriñ a rae, e Gwengamp, metoù ar vroadelourion, da skouer ar "[[Framm keltiek]]" diazezet gant [[Roparz Hemon]] e-pad ar brezel ; e Gwengamp, dres, e oa bet roet bod da Gendalc'h an aozadur e 1943. D'ar mare-se e oa Loeiz ar Floc'h, [[kure]] er [[parrez|barrez]] hag eno, moarvat, en doa graet Per Even anaoudegezh gant ar skrivagner.