Pêr Even : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 36:
Pêr Even a veze klevet o fougasiñ gant ar brient - mar geller lavarout - e oa ur brezhoneger a-vihanik pa veze pismiget yezh e skridoù dre ma oa "chimik", evel ma lavared.
 
E gwirionez ne venne nemet harpañ ar stourmerion o doa sammet warno ar gefridi da ober eus ar brezhoneg ur yezh arnevez (se a lavare e-unan bepred) ha kement-se adal an deroù, e penn kentañ ar bloavezhioù hanter-kant pa ne oa ket anv a [[Strollad An Deskadurezh EiEil Derez|SADED]] nag a strollad ebet a seurt-se. Aes eo kompren neuze e voe deuet mat dezhañ diouzhtu mennad ar re a grouas an aozadur-kelenn eil-derez dre lizher e 1962, rak kroget en doa seulabred da studiañ ar yezh e Skol-veur Roazhon e-lec'h en doa tizhet an "Diplôme Supérieur d'Etudes Celtiques".
 
Adal 1959 e-barzh "Preder" ez embannas eta pennadoù ha studiadennoù diwar-benn [[prederouriezh]], [[bredoniezh]] ha [[jedoniezh]].