E Skeud Tour Bras Sant Jermen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
rummad
astennig
Linenn 1:
[[Skeudenn:ar GOW Yeun - Golo E Skeud Tour Bras Sant Jermen.jpg|thumb|right|Kentañ pajenn golo al levr adembannet e 1978.]]
'''''E Skeud Tour Bras Sant Jermen''''' zo titl ul levr eñvorennoù gant [[Yeun ar Gow]], daou c'hant c'hwec'h pajenn warn-ugent dezhañ, bet embannetmoullet gant ''[[Ti ar Skrev]]'' er [[Ar Baol-Skoubleg|Baol]] e [[1955]] evit ar wech kentañ.
 
==Adembannadurioù==
Linenn 33:
* ''Ar politik''.
Taolennañ a ra ar skrivagner darvoudoù ar mare-se koulz ha tud eus Pleiben hag he zrowardroioù en ur yezh pinvidik-mor. An holl droioù-lavar a ra gante sof-kont a-hed al levr a zo skrivet gant lizherennoù stouet hag ur roll eus ar ''Gerioù ha doareoù-lavar implijet e Pleiben ha tro-war-dro'' a gaver en dibenn anezhañ (c'hwec'h pajennad).
 
Talvoudus eo al levr dre ma n'eo ket "traoù kouer" a gont ar skrivagner. Eñvorennoù ur paotr eus ar vourc'h int, d'ar mare m'emañ an hent-houarn o tegouezh er c'hontread ; hag ouzhpenn se, emañ e dad e penn ur c'hoñvers a feurm kirri (gant al loened hag ar vevelien da heul) ha fret en deus kavet war al linenn. Yeun ar Gow, hag a skriv hanter-kant vloaz war-lerc'h, a gas al lenner da gomprenn penaos an tren en deus kemmet buhez ar vro, hentoù ar genwerzh ha betek ar gwiskamant (ar gasketenn) hag ar parlant (ret drailhañ un tammig galleg gant tud al linenn)…
 
A-hend-all, ur mailh eo Yeun ar Gow evit taolenniñ dremm hag anal ul lec'h : gwelit penaos eo livet bourc'h Brasparzh pe c'hoazh buhez porzh Meilh-ar-Vern… a-raok an hent-houarn. Ha fent ar c'honter ne vez ket kollet gantañ : gouzout a ray al lenner penaos ha perak e oa bet troc'het "paltoioù" da "gwayed" (gwazi) bourc'h Pleiben.
 
[[Rummad:Levrioù brezhonek|Skeud tour bras sant Jermen]]