Lazare Hoche : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
kendelc'her
Linenn 5:
 
==E vuhez==
Koll a reas e vamm tra m'en devoa ket tizhet e bemp bloaz c'hoazh. Mervel a reas e dad (Louis Hoche), paotr-kezeg e marchosioù ar roue, ha Lazare Hoche krennard. Kurius eo ar paotr ha plijout a ra dezhañ lenn. D'an [[19 a viz Here]] [[1784]] en devoa enrollet evel soudard er Warded-C'hall ha tapet e c'haloñsoù a [[serjant]] kerkent ha [[1789]]. D'an [[31 a viz Eost]] 1789 e oa bet divodet e rejimant ouzh e lakaat dilabour.
 
Ne chomas ket pell war gein ar wiz hag eñ da vont da ward broadel [[Pariz]] hag, adalek miz Genver [[1792]], en devoa enrollet er 104{{vet}} Rejimant troadegiezh evel [[adjudant]]. Mont a reas da ofiser er rejimant [[Rouergue]] : gantañ e kemeras perzh e [[Seziz Thionville]]. En aner e klaskas al lu aostrian skoazellet gant Divroidi c'hall ([[François-René de Chateaubriand]] en o zouez) mont e-barzh ar gêr-mañ. D'an [[18 a viz Meurzh]] [[1793]] e voe e-mesk ar soudarded bet trec'het en [[Emgann Neerwinden]].
 
[[Rummad:Ganedigezhioù 1768]]