Menez Are : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Kempenn
Linenn 1:
'''Menez Are''' a zo unan eus an teir [[aradennad venezioù]] bennañ [[Breizh]] etre [[Skrignag]] ha [[Sizun]]. Un darn eus [[torosad Arvorig]] eo, en em furmet e-pad ar [[paleozoeg]]. Er c'hontrol d'an [[Torosad Kreiz]] ne oa ket bet adsavet gant ar [[roufenn Alpek]] hag al leinoù uhelañ anezhañ ne dizhont ket 400 metr, rak 385 m hepken eo ar gern uhelañ, hini ar [[Roc'h Ruz]]. Un diforc'h a vez etre al leinoù roc'hellek, dezho anv Roc'h a-wechoù ([[Roc'h Trevezel]], [[Roc'h Tredudon]]) hag ar re ront anvet ''[[menez]]'' peurvuiañ.<br>
[[Lann]]eier ha [[koadeg]]i bras a vez kavet eno hag ivez [[taouarc'heg]]i.