Aquarela do Brasil : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''''Aquarela do Brasil''''' zo ur ganaouenn bet savet e penn-kentañ [[1939]] gant an aktour ha sonaozer brazilian [[ Ary Barroso]] tra ma oa bet dalc'het en e di, en noz, abalamour d'ur barrad arnev.
 
Brudet-kenañ eo ar ganaouenn-mañ dre ar bed ken ma kred tud zo ez eo ''Brazil'' an anv anezhi. Kanet e oa bet evit ar wech kentañ gant ar ganerez vrazilian [[Aracy Cortes]] d'an [[10 a viz Mezheven]] [[1939]] a-raok bezañ enrollet gant [[Francisco Alves]] e miz Eost.
Linenn 5:
N'haller ket lavaret e reas berzh '''''Aquarela do Brasil''''' diouzhtu ha ret e voe gortoz betek [[1942]] ma voe graet ganti e ''[[Saludos Amigos]]'', ur film bevaat savet gant [[The Walt Disney Company|Walt Disney Company]]. Abaoe eo bet enrollet gant meur a arzour, [[Paul Anka]], [[Arcade Fire]], [[Chet Atkins]], [[Banda Eletrica]], [[Harry Belafonte]], [[Kate Bush]] ha [[Michael Kamen]], [[Erasmo Carlos]], [[Ray Conniff]], [[Chick Corea]] ha [[Béla Fleck]], [[Cornelius]], [[Gal Costa]], [[Bing Crosby]], [[Xavier Cugat]], [[Martinho da Vila]], [[Plácido Domingo]], [[João Gilberto]] [[Caetano Veloso]] ha [[Gilberto Gil]], [[Antônio Carlos Jobim]], [[Ney Matogrosso]], [[Geoff Muldaur]], [[Pink Martini]], [[Daniela Mercury]], [[Elis Regina]], [[Django Reinhardt]], [[Simone]], [[Frank Sinatra]], [[Tav Falco's Panther Burns]], [[The Ritchie Family]], [[The Shadows]], [[Vengaboys]], [[Dionne Warwick]] en o zouez.
 
E [[1985]] ec'h implijas anezhi [[Terry Gilliam]] evit ar film ''[[Brazil (film)|Brazil]]'' a oa bet sevenet gantañ ; kanet e oa bet gant ar [[kaner-sonaozer|c'haner-sonaozer]] stadudanat Geoff Muldaur.
 
==Tabutoù==
Merkañ a reas '''''Aquarela do Brasil''''' donedigezh ul luskad nevez a voe graet [[Samba-exaltação|samba-exaltação]] anezhañ. En abeg ma oa hemañ brogar-meurbet e savas diskred war Ary Barroso o tamall dezhañ reiñ pour da c'houarnamant [[Getúlio Vargas]].
 
Rebechet e voe d'an oberour ivez ober gant termenoù dianav-mat d'an darn vrasañ eus ar selaouerien, evel ''inzoneiro'', ''merencória'' pe ''trigueiro'' c'hoazh. Lod all a gave dezhe e oa stambouc'hus betek re frazennoù evel ''Meu Brasil brasileiro'', ''Oh ! esse coqueiro que dá coco'' : ober a reas Ary Barroso d'an tan mervel o respont e oa barzhoniezh ha netra ken all.
 
==Ar gerioù==