Luc'hskeudennerezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 118 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q11633 (translate me)
D Bot : bg:Фотография a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 13:
[[Restr:View from the Window at Le Gras, Joseph Nicéphore Niépce, uncompressed UMN source.png|thumb|left|''[[Point de vue du Gras]]'', disoc’h kentañ eus un taol-arnod gant [[Joseph Nicéphore Niépce]]. Diskouez a ra ar luc’hskeudenn-mañ ul lodenn eus ti Niépce. Luc’hskeudennet e oa bet ar gwel kaer e 1826.]]
 
Abaoe pell amzer e oa anavezet an div anadenn a oa ezhomm evit kaout luc’hskeudennoù. Abaoe [[Aristote]] e ouied lakaat ar gwirvoud en ur voest ; trawalc’h e oa ober un toull bihan([[stenop]]) en ur « gambr du » ([[camera obscura]]) evit gwelet ur skeudenn eilpennet war foñs gwenn ar voest. Gouzout a ouie an alkimiourien ivez ez a ar [[kloridenn arc’hant|gloridenn arc’hant]] da zuañ abalamour d’ar gouloù. War-du 1780 e teuas [[Jacques Alexandre César Charles|Jacques Charles]], anavezetoc’h p’en doa ijinet an [[aerlestr]] c’hwezet gant hidrogen, a-benn da sonnañ, met un doare dibad, un drolinenn a veze lakaet da zont war wel gant argerzh ar gambr du war un tamm paper spluiet a gloridenn arc’hant (AgCl). [[Thomas Wedgwood]] (1771-1805) a reas arnodennoù peuzheñvel gant an [[nitrat arc’hant (AgNO3.)]] ; sevel a reas ur c’hounskrid diwar-benn an dra-se e 1802. Evit [[John Herschel]], deskrivañ a reas perzhioù an [[hiposulfit natriom (Na2S2O3, 5H2O,)]], deuet da vezañ ar [[stabilaer]], e1819.
 
[[Joseph Nicéphore Niépce]], ur ijinadennour eus [[Chalon-sur-Saône]], a veskas an tri doare-ober-se evit stabilaat skeudennoù (a galite etre) war blakennoù [[staen]] goloet a [[der-douar]] Judea, ur seurt koultron naturel a galeta ouzh ar gouloù ([[1826]] pe [[1827]]) ; Al luc’hskeudenn gentañ a ziskouez unan eus kazelioù e di e [[Saint-Loup-de-Varennes]] ([[Saône-et-Loire]]). Gwelet e vez al luc’hskeudenn-se e Skol-veur Austin, en Texas, abaoe 1963, pa oa bet roet gant Helmut Gernsheim roet d’an ensavadur-se. ref>{{en}} [http://palimpsest.stanford.edu/byorg/abbey/an/an26/an26-3/an26-307.html The First Photograph] - By Barbara Brown</ref>. Ma vez sellet mat ouzh ar skeudenn-mañ e weler eo dibar ar sklêrijennañ warni. Meur a eurvezh, evit gwir, e oa padet ar paouezadenniñ (soñjal a reer e oa padet ar paouezadenniñ etre 14 ha 18 eurvezh) ; gant an heol e oa bet sklêrijennet ar voger war an tu dehou da gentañ, ar voger war an tu kleiz diwezhatoc’h en devezh.
 
Pa oa aet Nicéphone d’an Anaon e [[1833]] e kendalc’has [[Jacques Daguerre|Louis Jacques Mandé Daguerre]] da wellaat an doare-ober. Dizoloet e oa bet gantañ pennaenn diskuliañ ar skeudenn da zont. Kavout a reas Daguerre an tu da verraat ar frapad paouezadenniñ. War-dro dek munut a oa trawalc’h neuze. E [[1839]] en doa lakaet ar gouzieg ha kannad [[François Arago]] da anavezout e ijinadenn. Hemañ a zegasas e damm skoazell dezhañ.
 
E [[1839]] e oa bet kinniget ijinadenn [[Daguerre]], an [[dagerotip]], da [[Akademiezh skiantoù Frañs]]. Er bloavezh-se eo e vez lavaret neuze e oa bet krouet al luc’hskeudennerezh. Gwellaet e oa bet ijinadenn [[Nièpce]], evit gwir, ha netra ken. Dont a reas ar [[Stad c’hall]] da vezañ perc’henn an ijinadenn dre baeañ ul leve-bevañ bloaziek a 6000 lur da z-Daguerre hag a 4000 lur da Isidore Nièpce, mab da Nicéphore, ha reiñ a reas an ijinadenn e donezon d’ar « bed » da c’houde.
 
Gant an [[dagerotip]] e teued a-benn da gaout skeudennoù goude un hantereurvezh paouezadenniñ « hepken » (pa vez digoumoul an oabl). Abalamour da se eo un tammig arvarus tapout luc’hskeudennoù : ar straedoù e Pariz a seblant bezañ didud, ha pa vefe tud a-leizh enno pa oa bet tapet al luc’hskeudennoù. Ne vern, krouet e oa bet al luc’hskeudennerezh. Al luc’hskeudenn gentañ o taolenniñ tud a vo graet diwezhatoc’hik : ur c’hoarer-straed o koarañ botoù un tremeniad. Difiñv ha diflach e oa chomet an daou zen e-pad un nebeud munutennoù.
 
=== Emdreiñ ===
Emdreiñ a reas buan-kenañ al luc’hskeudennerezh da c’houde. Disoc’h an enklaskoù, evit gwir, a voe akuitizet gant ar Stad c’hall ha pep hini en doa gallet buan-kentañ gwellaat al luc’hskeudennerezh.
 
E berr gomzoù, gallout a c’haller rummañ an araokadennoù e teir lodenn :
Linenn 48:
 
Al luc’hskeudennoù kentañ ([[Luc’hskeudenn gwenn ha du|gwenn ha du]] pe aotokrom) a veze graet war plakennoù gwer bras, pounner ha bresk-mat. E [[1884]] ez ijinas [[George Eastman]] lurelloù kizidik ha gwevn : ar film e [[keluloid]]. Gallout a raed stokañ meur a skeudenn warnañ e-barzh ar benveg-luc’hskeudenniñ. Distroadet e voe ar plakennoù gwer neuze. Gant ar binvioù luc’hskeudenniñ a oa deuet da vezañ bihanoc’h e oa aesoc’h tapout skeudennoù (hogos) e pep lec’h hag e kement degouezh zo.
Ar [[Kodak|C’hodak]] a vo ar benveg-luc’hskeudenniñ kentañ a oa bet aozet gant ar gompagnunezh Eastman. Gallout a raed enrollañ ur c’hant skeudenn bennak war ur skor gwevn. Ur wech louc’het ar filmoù, ar binvioù a veze adkaset da Rochester (NY) ma vezent diskuliet. Ur wech tennet al luc’hskeudennoù e vezent adkaset d’ho perc’henn, asambles gant ar benveg adkarget.
 
=== Ijinañ Ar film 35 mm hag ar binvioù bihan o furmad ===
E 1909 e oa bet ar Gall [[Étienne Mollier]] gant ar soñj da implijout ar film {{unité|35|mm}}en e venveg luc’hskeudenniñ lesanvet ar [[Cent-Vues]], un benveg « godell » a dape kant luc’hskeudenn 18/{{unvez|24|mm}} diouzh renk. Ar [[Cent-Vues]] a voe produet e 1910 ha garedonet e oa bet gant ar Vedalenn aour er [[Kenstrivadeg Lépine|Genstrivadeg Lépine]]. Kenwerzhekaet e oa bet met ne reas ket berzh-kaer <ref>{{Levr|aozer=Etienne Mollier|titre=Mémoires d'un inventeur : De la photographie 35 mm au rétroprojecteur. 1876-1962|éditeur=L'Harmmattan (Acteurs de la Science)|bloavezh=2009|isbn=978-2-2960-8369-1|passage=77-80}}</ref>. E 1913 e savas [[Oskar Barnack]] kentpatrom kentañ al [[Leica]], a voe kenwerzhekaet adalek [[1925]] hag a oa bet an hini kentañ eus ar binvioù a rae er furmad [[Furmad 35 mm|24&nbsp;x&nbsp;36&nbsp;mm]], a oa bet implijet peurliesañ betek dibenn an {{|XX|vet}}kantved.
 
 
Linenn 64:
=== Un adstumm, al luc’hskeudennerezh bosek ===
 
Dre ma oa bet ijinet ar [[stereoskopiezh]] a-raok al luc’hskeudennerezh (Wheatstone, 1838), o doa kroget luc’hskeudennerien da dapout luc’hskeudennoù bosek adalek 1841. Graet e oa daou baouezadur diouzh renk met gortozet e oa ur pennadig etre an daou skeudtapadur.
Evit ar poltredoù ne oa ket posupl d’ober an daou skeudtapadur e div wech hag evit se e oa bet savet luc’hskeudennerezioù gant daou lagad adalek ar bloavezhioù 1850.
 
=== Al luc’hskeudennerezh niverel ===
Linenn 75:
Gant al luc’hskeudennerezh niverel e c’haller eiltretañ hag eilaozañ ar skeudennoù gant un urzhiataer hag ur meziant tretañ niverel. Gant ar meziantoù-se e c’haller krouiñ diouzh e c’hoant, adalek reizhañ ar goulou, an dargemm pe al liv betek an eilaozañ pe ar c’henaozañ skeudennoù.
Gant ar rouedadoù kehentiñ, ar Genrouedad hag ar servijoù kumuniezhel a luc’hskeudennoù enlinenn a oa deuet war-wel e 2003 e vez implijet al luc’hskeudennerezh niverel e meur a zoare. Gant ar [[blog]]où hag ar servijoù [[rannañ luc’hskeudennoù]] evel Pikeo pe [[Flickr]], e c’hall al luc’hskeudennerienn verdeerien kaout binvioù ha servijoù evit kehentiñ, eskemm pe diskouez o luc’hskeudennoù niverel d’o familh, d’o mignoned, da dud o c’humuniezh pe d’an dud er bed ed a-bezh. Gant ar servijoù e vez kinniget doareoù korvoiñ enlinenn a-leizh : merañ an darempredoù, kinnigoù luc’hvannoù, lec’hiadur douaroniel, h.a. An arzourien hag ar vichereien a gav o c’hont peogwir e vez muioc’h a dud o selaou pe o welet anezho, kalz muioc’h eget ma vefent dirak tud en ul lec’h bennak.
 
Ar merkoù luc’hskeudennerezioù niverel zo : [[Canon Inc.|Canon]], [[Fujifilm]], [[Kodak]], [[Leica]], [[Nikon]], [[Olympus Corporation|Olympus]], [[Panasonic]], [[Pentax]], [[Samsung]], [[Sony]]
Linenn 159:
{{Liamm PuB|bar}}
{{Liamm PuB|el}}
{{Link GA|bg}}