Kentañ Kroaziadeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 59 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q51649
D Bot : ca:Primera Croada a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 1:
Ar '''C'hentañ Kroaziadeg''' pe ar '''Groaziadeg Kentañ''' a voe ur [[kroaziadeg|groaziadeg]] etre 1096 ha 1099 ma voe kristenien eus Kornôg Europa o klask aloubiñ an [[Douar Santel (Palestina)|Douar Santel]] nevez-aloubet gant [[Islam|Muzulmiz]] er [[Reter Nesañ]]. E-pad ar C'hentañ Kroaziadeg-se e voe lakaet seziz war [[Jeruzalem]] e [[1099]] ha kemeret e voe kêr gant ar groazidi.
 
[[SkeudennRestr:Peter the Hermit.jpg|thumb|Ur skeudenn a ziskouez [[Pierre L'Hermite]] o kas marc’heien, soudarded ha maouezed war-zu Jeruzalem e-pad ar C’hentañ Kroaziadeg]]
E miz Meurzh 1095, e-pad [[Sened-iliz Piacenza]], e oa bet kannaded kaset gant an impalaer [[Alexios Iañ Komnenos]] o c’houlenn sikour digant kristenien broioù ar C’hornôg da zifenn [[Impalaeriezh Bizantion]] ouzh an Durked. Diwezhatoc’h er bloavezh-se, e [[Sened-iliz Clarmont]], e oa bet ar pab [[Urban II]] o c’hervel an holl gristenien da stagañ gant ar stourm a-enep an Durked hag o prometiñ dezho e vefe pardonet o fec’hedoù d’ar re a yafe da "zieubiñ Jeruzalem".
 
Ha pa oa bet graet ar galv-se ouzh an noblañsoù, ar varc’heien, e voe klevet ivez gant tud paouroc’h, er c’hêrioù hag er c’heriadennoù. Prezegerien ar feiz, evel [[Pierre L’Hermite]] a gasas war e lerc’h miliadoù a dud deuet eus Champagn, Loren, broioù ar Roen war-du Bizantion. War o hent e voe lazhet ganto miliadoù a [[Yuzevegezh|Yuzevien]] abalamour ma ne asantent ket bezañ badezet… An dud a erruas e Bizantion e 1096 a voe kaset gant an impalaer da-vetek kêr [[İznik|Nicaea]] ([[İznik]] hiziv), a oa bet aloubet gant Turked. An darn vrasañ eus ar re o doa kemeret perzh er gerzhadeg vras-se ha na oant ket marvet war an hent a voe divodet gant an Durked ha graet sklaved ganto.
 
E-keit-se e oa marc’heien ivez o kuitaat [[Frankia]] hag Italia, d’ar [[15 a viz Eost]] [[1096]], an deiz a oa bet lakaet dezho gant ar pab. Mont a rejont war-zu ar reter hag ur wech degemeret gant impalaer Bizantion e voent kaset da Nicaea ivez. Lakaat a rejont seziz war ar gêr ha trec’h e voent a-benn ar fin d’an 19 a viz Mezheven [[1097]].<ref>Christopher Tyerman, ''God's War: A New History of the Crusades'', Allen Lane, 2006. pp. 106-124</ref> Armeoù ar Groazidi a gemeras perzh e meur a emgann all ouzh an Durked, evel seziz [[Antakya|Antioc'heia]] a badas eus miz Here [[1097]] da viz Mezheven [[1098]]. Ur wech kouezhet ar gêr-se etre krabanoù ar varc’heien, e voe graet skrap ha riñs warni ha lazhet an holl vuzulmiz a oa o chom enni. Goude se ez eas ar groazidi war-zu ar c’hreisteiz, a-hed an aod, tre betek Jeruzalem. Erruout a rejont dirak mogerioù ar gêr-se d’ar 7 a viz Mezheven [[1099]], gant ul lodenn hepken eus an dud a oa aet kuit eus kornôg Europa.
 
[[SkeudennRestr:Levant 1135-fr.svg|thumb|280px|right|Ar Reter Nesañ e 1135, ha [[Stadoù ar Groazidi]] merket gant kroazioù ruz.]]
Stourm a reas annezidi Jeruzalem, Yuzevien ha Muzulmiz, ouzh ar Franked<ref>"Franked" (''Franj'' en arabeg) a reer eus ar Groazidi dre ma oa an darn vrasañ anezho o tont eus Frankia</ref>. Met trec’het e voent ha d’ar 15 a viz Gouere 1099 e c’hallas ar Groazidi dont tre e Jeruzalem. Lakaet e voe kêr en arigrap ha distrujet moskeennoù, met n'emañ ket a-du an holl istorourien da c'houzout daoust ha lazhadeget e voe an annezidi, Muzulmiz, Yuzevien pe Gristenien eus ilizoù ar Reter <ref>Jean Richard, ''Histoire des Croisades'', Fayard, 1996 ; Amin Maalouf, ''Les croisades vues par les Arabes'', pp. 68-70, J’ai Lu, 2001</ref> Hogen ur brezel yud e oa ha garv e oa ar Groazidi. Marnaoniet hag ankeniet e oa ar Franked, pell diouzh o bro, eme un istorour, ha kement-se a zispleg perak e voe debret tud ganto a-wechoù, goude seziz [[Ma'arrat al-Numan|Maarat]] e 1098, da skouer.<ref>Claude Lebedel, ''Les Croisades, origines et consequences'', p.62, ISBN 27373413612-7373-4136-1 ; Amin Maalouf, ''Les croisades vues par les Arabes'', pp. 55-56, J’ai Lu, 2001</ref>
 
Tamm-ha-tamm e oa bet gounezet douaroù gant ar Groazidi ha sevel a rejont stadoù bihan kristen, evel [[Kontelezh Edessa]], en-dro d’ar gêr zo anvet bremañ [[Şanlıurfa]], [[Priñselezh Antioc'heia]], en-dro da [[Antakya]] pe [[Rouantelezh Jeruzalem]]. E Rouantelezh Jeruzalem e oa war-dro 120 000 a Franked ([[galleg]]erien an darn vrasañ anezho) o ren war 350 000 a annezidi, Muzulmiz, Yuzevien ha Kristenien eus ilizoù ar Reter, a oa chomet da vevañ eno goude aloubadeg an Arabed e [[638]].<ref>Joshua Prawer, ''Histoire du royaume latin de Jérusalem'', tr. G. Nahon, Paris, 1969, vol. 1, pp. 498, 568-72.</ref> En deroù ne voe ket stourmet kalz gant Muzulmiz ouzh ar stadoù kristen-se, abalamour ma oant rannet etre meur a gostezenn. A-benn ar fin e teujont a-benn d’en em unaniñ dindan renerezh [[Zangi|Imad al-Din Zangi]]. Adtapout a reas Edessa e [[1144]]. Ar gêr vras kentañ e voe da vezañ adaloubet gant Muzulmiz. Kement-se a lakaas ar pab [[Ujan III]] da c’hervel ar gristenien d’un eil kroaziadeg.
 
== Notennoù ==
<references/>
 
[[Rummad:Kroaziadegoù]]
 
{{Link GA|ca}}