Irak : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 191 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q796 (translate me)
D Bot : cs:Irák a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 46:
E-pad pell amzer e voe an tiriad-se ul lodenn eus an [[Impalaeriezh otoman]]. Aloubet e voe gant ar [[Rouantelezh-Unanet]] e deroù an {{XXvet kantved}}. Start e oa bet an traoù evit an alouberien peurliesañ.
 
Goude [[taol-Stad]] [[Saddam Hussein]], penn ar [[strollad Baath]], e [[1979]] e oa bet tri brezel ma oa bet lazhet miliadoù a dud. Gwaskerezhioù gwadus, en o zouez gwaskerezhioù a-enep ar Gurded hag ar chiited, a oa bet ivez hag e-pad an dek bloavezhiad embargo. Torret e oa bet e renadur [[likelezh|lik]] e 2003 gant ar Stadoù-Unanet. Abaoe an aloubidigezh-se ez eus [[brezel diabarzh]] en Iraq, ma vez stourmet ouzh an alouberien, ma vez taolioù spont ha ma stourm ar Sunnited, ar Chiited, ar Gurded an eil ouzh egile.
 
 
Linenn 54:
 
== Istor ==
Irak zo kavell ar sevenadur sumerian (IIIe milved a-raok Jezuz-Krist). Eno e voe krouet ar skritur hag e oa bet kempennet an doureier a-zoare. Kregiñ a ra istor Irak da vare keodedoù-Stadoù [[Mezopotamia]], da vare [[Šušan]] ha [[Babilon]] dreist-holl. Astenn a reas an [[Hitited]] o beli goude war ar vro, ha war o lerc’h e voe renet ar vro gant an [[Asirian]]ed, ar [[Medes|Vedes]].
 
[[Restr:Lammasu.jpg|thumb|An tarv askellek, dezhañ ur penn den {{VIIIvet}} kantved.]]
 
Traoniennoù an [[Tigris]] hag an [[Eufratez]] a voe dindan dalc’h meur a impalaeriezh war-lerc’h : an impalaeriezh sasanit, an impalaeriezh pers (o doa degaset ganto ar zoroastriegezh, ur relijion zo anezhi c’hoazh e proviñsoù zo), an impalaeriezh c’hresian (da vare aloubidigezhioù Alexandr Veur), ar vuzulmaned o tiskenn eus an ([[Ummaya|Diernezh Ummaya]] hag eus an [[Ummaya|Diernezh Abbassid]]), ha war-lerc’h an impalaeriezh otoman XIII{{vet}} kantved, hag evit echuiñ an impalaeriezh trevadenel vreizhveuriat.
 
E-pad ar [[Brezel-bed kentañ]] e voe aloubet Irak gant ar [[Rouantelezeh-Unanet|Vreizhveuridi]] ha d’ar [[1añ Here|1añ a viz Here]] [[1919]] e voe disklêriet e oa anezhi ur vro dizalc’h diouzh an impalaeriezh otoman. D’ar [[25 Ebrel|25 a viz Ebrel]] [[1920]] e fizias [[Kevredad ar Broadoù]] (an aozadur a oa bet anezhañ a-raok [[Aozadur ar Broadoù Unanet|ABU]]) er [[Rouantelezh-Unanet]] evit merañ [[Mezopotamia]].
Linenn 94:
[[Restr:Iraq-election2005-V.jpg|thumb|right|Un irakad oc’h ober arouez an trec’h en ur ziskouez e viz merket gant liv diverkus]]
 
* [[Dilennadeg an 30 a viz Genver 2005]]
D’an [[30 Genver|30 a viz Genver]] e oa bet dilennet un [[Bodadenn vroadel Iraq|ur vodadenn vroadel vonreizhañ]], a ya 275 sez d’hec’h ober. Dilennet e voe ur prezidant nevez ha daou vesprezidant. Da c’houde e voe anvet ur ministr kentañ gant an tri den-se hag ur gouarnamant nevez ivez e-lec’h ar gouarnamant da c’hortoz. Anv a oa ivez gant ar 14,2 milion a irakiz enskrivet war roll an dilennerien (hervez priziadur Bodad dilenn Iraq) da zilenn, hervez o rannvro, an 51 ezel eus Kuzul [[Baghdad]] hag an 41 ezel zo e pep hini eus ar 17 Kuzul-proviñs. Ar Gurded o doa ivez da zilenn ar 111 kannad eus ar [[Bodadenn emren ar Gurded|vodadenn emren]].
 
E-pad devezh an dilennadeg e voe graet gwalldaolioù ma oa bet marvet 36 den, 30 anezho ne oant ket soudarded. Daoust d’ar feulster ne oa ket bet Irakiz evit chom hep mont da vouezhiañ : 58 % eo ar feur perzhiañ (8 456 266 o doa mouezhiet). Aet e oa ar maout gant [[Kevredad unanet Iraq]], ul listenn [[chiit] harpet gant an aiatola meur [[Ali al-Sistani]]. 4 075 000 den o doa mouezhiet evitañ, bezet 48,1%. 2 175 000 mouezh (25,7 %) a oa aet gant ar C’hevredad kurd ; 1 168 000 mouezh (13,8 %) gant listenn ar Ministr kentañ kozh [[Iyad Allaoui]] ; 150 680 mouezh (1,7 %) gant liestenn ar prezidant kozh sunnit [[Ghazi al-Yaouar]].
[http://fr.news.yahoo.com/050213/202/49soq.html Disoc'hoù an dilennadeg]
 
Bodad skrivañ ar [[Bonreizh|Vonreizh]], bet skrivet [[lezenn]] diazez Iraq gantañ a-raok ar [[15 Eost|15 a viz Eost]] [[2005]], zo enni 55 ezel, en o zouez 25 sunnit. Kinniget en doa da bobl Iraq mouezhiañ al lezenn diazez-se d’ar 15 a viz Here 2005 : 61 % eus ar geodediz o doa kemeret perzh er vouezhiadeg-se, daoust ma oa bet klasket mirout outo ober. 4 den a oa bet marvet en holl er vro. Anavezet e oa bet an disoc’hoù d’ar [[24 Here|a viz Here]] 2005 : 78 % eus Irakiz o doa demegeret ar Vonreizh met e daou broviñs sunnit ([[Salah ad Din]] hag [[Al Anbar]] ne oa ket bet degemeret. Lavaret he doa ar Bodad dilenn dizalc’h, staliet e Baghdad, e oa bet doujet da reolennoù etrebroadel an demokratelezh.
 
D’an [[8 Mezheven|8 a viz Mezheven]] [[2006] en deus ar Parlamant degemeret anvidigezh ministred an Difenn, an Diabarzh hag ar Surentez vroadel, ar pezh na oa ket bet graet abaoe an [[20 Ebrel|20 a viz Ebrel]], da lavaret eo abaoe m’eo bet kemeret ar galloud gant gouarnamant ar Ministr kentañ [[Nouri al-Maliki]]. Ar Sunnit [[Abdul-Qadre Mohammed Jassim]] zo bet anvet da vinistr an Difenn. Ar Chiited [[Jawad al-Bolani]] ha [[Cherwan al-Waili]] zo bet anvet da vinistr an Diabarzh ha da vinistr ar Surentez vroadel.
Linenn 107:
 
18 proviñs (''muhafazat'' (unander), ''muhafazah'' (liester)) a ya d’ober Irak :
 
* [[Al Anbar]]
Linenn 176:
 
 
Annezidi : 26 074 906 (miz Gouere [[2005]])[http://www.cia.gov/cia/publications/factbook/geos/iz.html]
* Arabed (75~80 %) (sunnited : 18 %, chiited : 50~55 %)
* Kurded (22~25 %)
Linenn 199:
* [[Brezel en Iraq, 2003]] ([[2003]])
** Oberiadenn [[Dieubidigezh Iraq]] (Operation Iraqi Freedom)
* [[Dilennadeg Bodadenn Vroadel Iraq, 2005|Dilennadeg Bodadenn Vroadel Iraq]] ([[2005]])
 
=== Liammoù diavaez ===
Linenn 230:
{{Liamm PuB|ja}}
{{Liamm PuB|ur}}
{{Link GA|cs}}