Levi Eshkol : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 38 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q191123
D Bot : cs:Levi Eškol a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 1:
[[SkeudennRestr:Levi Eshkol.jpg|right|thumb|Levi Eshkol]]
 
'''Levi Eshkol''' (e [[Hebraeg]] לֵוִי אֶשְׁכּוֹל, ganet gant anv Levi Shkolnik, לֵוִי שׁקוֹלנִיק;), ganet d'ar [[25 Here|25 a viz Here]] [[1895]] ha marvet d'ar [[26 C'hwevrer|26 a viz C'hwevrer]] [[1969]], a zo bet trede kentañ ministr [[Israel]] eus [[1963]] betek e varv e [[1969]]. Eshkol a zo bet ar ministr kentañ o vervel e-pad e amzeriad maodiern.
Linenn 9:
Met darempred gant Ben-Gourion a zeas war fallat, ha gwasoc'h eo deuet da vezañ goude an afer Lavon (un darvoud c'hoarvezet e [[Ejipt|Bro-Ejipt]] stag ouzh taolioù an arme israelian). Ben-Gourion na deuas ket a-benn da enebiñ ouzh Eshkol, ha lakat a reas ar strollad Mapai d'en em disrannañ a-benn krouiñ ar [[Rafi]] (ur strollad politikel araogerez eus ar strollad Labour) e miz Even [[1965]]. Met er memes koulz ar [[Mapai]] a aozas un unaniezh gant an [[Unaniezh Labour]], gant Eshkol en he fenn. Ar strollad Rafi a gollas dilennadegoù miz Du [[1965]]. Ha dre-se Eshkol oa erruet e penn ar vro gant netra na den ebet ken da enebiñ outañ. Met Ben-Gourion a gendalc'has da zisfoutañ Eshkol en ur c'hlask levezoniñ "tadoù ar vro". Ben-Gourion a glaskas diskouezañ ar c'hentañ ministr evel un den gwan ha hep barregezhioù evit ur c'harg evel e hini ha ket gouest da welaat renk ha stad Israel.
 
Ur c'hresk ekonomikel spontus a z'eus bet e pad kentañ prantad maodiern Eshkol, arouezet mat eo an darvoud-se gant krouidigezh ar sistemoù a bontoù-dour broadel (המוביל הארצי/"HaMovil Ha'Artzi" e [[hebraeg]]) e [[1964]]. Eñ hag e vinistr an arc'hantañ [[Pinchas Sapir's]] a rankas kemer divizoù evit goreakat ur mekanik ekonomikel o vont re vuhan. Ober a rejont-se dre ur bolitikerezh a resediñ ekonomikel. Met an dra-se a gasas ur seurt diskar eus an aktivelezh ekonomikel israelian. Kreizenadur an ekonomiezh steuñvet israelian a gasas kudennoù er mekanikoù em-reoliata ar gorrekadur an tarzh ekonomikel hag an dra-se a lakas al liveoù uheloc'h eget ar pezh oa gortozet e penn kentañ. Eshkol a rankas labourat da enebiñ ouzh ur c'hresk eus an niver a dud dilabour er vro (12% e [[1966]]). Met marteze ar resediñ-se a sikouras da adsevel ur sistem ekonomikel bresk penn da benn ha da enebiñ ouzh ar c'hudennoù ekonomikel c'hoarvezet gant an eoul-maen etre [[1967]] ha [[1973]].
 
Levi Eshkol a gasas da benn het [[Ze'ev Jabotinsky]], degas a reas e gorf evit ma vefe lakaet er bez e [[Israelia]]. Labourat a reas da zioren darempredoù etrevroadel Israelia gant ar bed. Da skouer e grouas daremredoù gant [[Reter-Alamagn]] e [[1965]], ha sevenadurel liammoù gant an [[URSS]]. An Unaniezh Soviedel a aotras juzevien rusian da zivroañ war-zu [[Israelia]]. Eshkol a zo bet ar c'hentañ ministr israelian kentañ o vezañ pedet en ur weladenn ofisiel er [[Stadoù-Unanet Amerika]] e miz Mae [[1964]]. E darempred gant ar prezidant [[Lyndon Johnson]] a sikouras anezhañ e-pad maread [[brezel ar c'hwec'h deiz]] e miz Even [[1967]].
Linenn 24:
 
{{Liamm PuB|he}}
{{Link GA|cs}}