Trede Kroaziadeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 52 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q51655 (translate me)
D Bot : cs:Třetí křížová výprava a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 1:
[[SkeudennRestr:Crusader States 1190.svg|thumb|right|300px|Ar Reter Nesañ, war-dro 1190, e deroù an Trede Kroaziadeg.]]
An '''Trede Kroaziadeg''' a-enep Muzulmiz er [[Reter Nesañ]] a voe renet etre [[1189]] ha [[1192]] evit adaloubiñ an [[Douar Santel]].
 
Linenn 6:
Pa voe klevet en Europa e oa bet aloubet Jeruzalem avat e voe spontet an dud en Europa. Galvet e voe d’ur groaziadeg nevez gant ar pab [[Gregor VIII]]. Renet e voe ar groazidi gant pennoù bras kornôg Europa : [[Fulup II an Aogust|Fulup II]], roue Bro-C'hall, gant [[Richarzh Iañ (Bro-Saoz)|Richarzh Kalon Leon]], roue Bro-Saoz, ha gant [[Frederig Barbarossa]], impalaer an [[Impalaeriezh Santel Roman]].
 
[[SkeudennRestr:Barbarossa.jpg|thumb|200px|Frederig Iañ Barbarossa e-pad an Trede Kroaziadeg]]
E-keit ma oa armeoù Fulup Aogust ha Richarzh Kalon Leon o vont war vor hag o touarañ war aodoù ar Reter-Nesañ, e oa bet soudarded an impalaer [[Frederig Barbarossa]], deuet war droad eus Europa, o treuziñ douaroù [[mpalaeriezh Bizantion]], gant diaesterioù bras. Treuzet e oa bet [[strizh-mor]] an [[Dardanelloù (strizh-mor)|Dardanelloù]] ganto e miz Meurzh [[1190]], goude tremen ar goañv en [[Edirne|Adrianopolis]]. Faezh e oa ar groazidi gant ar sec’hed hag an naon. D’an [[10 a viz Mezheven]] [[1190]] e veuzas Frederig e [[Kilikia]], pa oa o klask treuziñ ur stêr anvet bremañ [[Göksu]]. Goude marv an impalaer e voe diskaret e arme : lod eus ar groazidi a varvas gant ar [[bosenn|vosenn]] en [[Antakya|Antioc'heia]] hag ar re all a zistroas d’o bro.
 
[[SkeudennRestr:Richard I of England - Palace of Westminster - 24042004.jpg|thumb|Delwenn ar roue saoz [[Richarzh Iañ (Bro-Saoz)|Richarzh Kalon Leon]], e [[Londrez]].]]
Richarzh Kalon Leon, war e hent dre vor d’an Douar Santel, a aloubas [[Kiprenez]], kemeret digant [[Impalaeriezh Bizantion]], e [[1191]].<ref>Lewis, Archibald, ''Nomads and Crusaders: AD 1000–1368'', Indiana University Press, 1988 </ref> Dont a reas Kiprenez da vezañ un diazez start evit ar groazidi, ha chom a reas etre daouarn tud eus kornôg Europa e-pad meur a gantved, betek ma voe aloubet gant an [[Impalaeriezh Otoman]] e [[1571]]. <ref>Lewis, Archibald, ''Nomads and Crusaders: AD 1000–1368'', Indiana University Press, 1988 </ref> Fulup Aogust a erruas e [[Siria]] hag a lakaas, asambles gant Richarzh Kalon Leon, [[Seziz Akko|seziz]] war [[Akko]]. Kemeret e voe kêr ganto ha prizoniet e voe an holl soudarded vuzulman a oa enni, a-raok o lazhañ. Fulup Aogust a zistroas da Vro-C'hall goude an trec'h-se.
 
Kenderc’hel a reas arme ar groazidi da vont trema ar c'hreisteiz, a-hed an aod, renet gant Richarzh Kalon Leon. Kemeret e voe porzh [[Jaffa]] ganto, hag erruout a rejont dirak Jeruzalem. Hogen soñjal a reas Richarzh ne vefe ket gouest da chom mestr war Jeruzalem ma vefe kemeret gantañ, abalamour ma tistroje kalz a groazidi da Europa, goude an trec’h. Setu ma echuas an trede kroaziadeg, hep kemer Jeruzalem. Mont a reas Richarzh kuit, e miz Here [[1992]], goude bezañ graet emglev gant Saladin. Hervez ar skrid-emglev-se e chome an Douar Santel dindan aotrouniezh ar vuzulmiz, nemet kêrioù an arvor a oa etre daouarn ar groazidi, met gallout a rae pirc'hirined kristen hep armoù dont da Jeruzalem evel ma karent.
 
== Notennoù ==
<references/>
 
[[Rummad:Kroaziadegoù]]
 
{{Link GA|cs}}