Roald Amundsen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 117 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q926
D Bot : de:Roald Amundsen a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 1:
[[SkeudennRestr:Nlc amundsen.jpg|thumb]]
 
'''Roald Engelbregt Gravning Amundsen''' ([[16 a viz Gouere]] [[1872]] - w-d [[18 a viz Mezheven]] [[1928]]) a o un [[ergerzher]] [[norvegia|norvegat]]. Bleiniañ a reas an ergerzhadeg kentañ berzh ganti da [[Penn-ahel ar Su|Benn-ahel ar Su]] etre [[1910]] ha [[1912]]. E 1926 e nijas a-us [[penn-ahel an Norzh]] en ur [[baloñs]]. Dre-se e voe an den kentañ a dizhas daou bol an [[douar (planedenn)|Douar]]. Diankañ a reas e miz Even [[1928]] tra m'edo oc'h esaeañ saveteiñ skipailh [[Umberto Nobile]].
 
== Yaouankiz ==
Ganet e voe Roald Amundsen e 1872 e [[Borge]], e-kichen [[Oslo]]. Pevare mab e oa da Jens Amundsen, ur c'habiten aet da baramantour. E 1889 e tivizas dont da vezañ ergerzher er [[pol]]où goude treizhadenn [[Greunland]] gant [[Fridtjof Nansen]]. Koulskoude e krogas gant studioù war ar vezegiezh e 1890 evit plijout d'e vamm. Goude bezañ c'hwitet war e arnodennoù e kuitaas ar skol-veur evit kas ur vuhez evel [[martolod]]. E 1893 ec'h enrollas evit ur c'houlzad 6 mizvezh en ul lestr a-benn chaseal [[reunig]]ed. Goude-se e kendalc'has da brenañ skiant war bigi lestraz e dad.
 
== E ergerzhadennoù ==
=== Ergerzhadenn ar ''Belgica'', 1897-1899 ===
E 1896, ar c'homandant [[belgia|belgiat]]t Adrien de Gerlache a aozas un ergerzhadenn skiantel en [[Antarktika]] war bourzh e lestr, ar ''Belgica''. Amundsen a oa eil leutanant an akipaj.
 
E miz Here 1897 ec'h eas ar ''Belgica'' gant e hent ha tizhout [[Douar Graham]] e miz Genver 1898. Eno ec'h aozjont ergerzhadennoù war [[ski]]où. E miz Meurzh e voe paket ar vag er [[morskorneg|vorskorneg]] ha chom stanket c'hwec'h miz-pad a-raok dont a-benn da vont kuit ha distreiñ da Velgia. Ar wech kentañ eo ma chomas tud a-hed ar [[goañv]] en Antarktika. E-pad ar veaj-se e tiwanas mignoniezh etre Amundsen ha [[Frederick Cook]]. Hervez Amundsen e chomas yac'h akipaj ar ''Belgica'' a-drugarez da gCook hag a lakaas anezhe da debriñ kig [[mank (evn)|mankmanked]]ed evit diwall diouzh ar [[skorbut]].
 
=== Treizh ar Gwalarn, 1903-1906 ===
Goude e zistro da Norvegia ha tapet gantañ e desteni kabiten ec'h aozas Amundsen e ergerzhadenn gentañ. [[Treizh ar Gwalarn]] (un treizh a liamm ar [[Meurvor Atlantel]] ouzh ar [[Meurvor Habask]] dre Norzh-meur [[Kanada]] betek [[strizh-mor Bering]]) a oa bet ergerzhet dre zouar e 1822 met ne oa ket bet treizhet gant ur vag betek-hen. Mont a reas kuit gant 6 den all war ur vag-pesketa, ar Gjøa, d'ar 16 a viz Even 1903 ha treuziñ [[bae Baffin]], strizhoù-mor [[strizh-mor Lancaster|Lancaster]], [[strizh-mor Peel|Peel]], [[strizh-mor James Ross|Ross]] ha [[strizh-mor Rae|Rae]]. Hedañ a reas aod reter [[enez King William]] ha d'an 9 a viz Gwengolo ec'h eorias war aod su an enezenn a-raok tremen daou c'hoañvezh en ur bae a anvas [[Gjoa Haven]]. Eno e teskas doareoù-ober an [[Inuit]]ed.
 
Goude an ehan-se e teuas a-benn da dreuziñ [[mor Beaufort]], tizhout strizh-mor Bering ha dont da vezañ evel-se an den kentañ a dreuzas treizh ar Gwalarn. Kenderc'hel a reas e hent dre su [[enez Victoria]] ha kuitaat [[enezeg arktek Kanada]] d'ar 17 a viz Eost 1905. Chom a reas a-sav evit goañviñ a-raok distreiñ da [[Nome (Alaska)|Nome]] ([[Alaska]]). Dre ma oa ar [[pellskriver]] tostañ en Eagle City, 800 km ac'hane, e reas ar mont-ha-dont dre zouar evit kas ur gemennadenn o venegiñ e daol-kaer d'ar 5 a viz Kerzu 1905.
 
=== War-zu ar pol Su ===
Brasañ huñvre Amundsen e oa bezañ an den kentañ o tizhout ar [[pol Norzh]]. Evit-se e prestas Nansen ar ''[[Fram]]'' dezhañ. D'ar c'houlz-se e oa an ergerzhadegoù war-zu ar poloù en o bleuñv ha kevezerezh a rene koulz etre ar [[broad]]où hag etre an dud. D'ar 1añ a viz Gwengolo 1909 e kemennas Frederick Cook bezañ tizhet pennahel an Norzh d'an 21 a viz Ebrel. Un nebeud devezhioù goude eo Peary hag a gemenne e oa bet tizhet gantañ d'ar 6 a viz Ebrel. O klevout se e tivizas Amundsen cheñch penn d'ar vazh ha mont etrezek pennahel ar Su, hep reiñ netra da c'houzout d'e skipailh. D'an 3 a viz Even 1910 e loc'has kuit diouzh Oslo ha n'eo nemet e [[Madeira]] ma roas keloù d'e akipaj eus pal gwirion o beaj.
 
D'ar 14 a viz Genver 1911 e stalias e gamp-diazez, ''Framheim'', e [[bae ar balumed]] en [[Antarktika]]. Diouzh e du e stalias an ergerzher saoz [[Robert Falcon Scott]] e gamp e [[Kab Evans]], 700 km e kornôg hini Amundsen. D'an 19 a viz Here e loc'has Amundsen asambles gant Olav Bjaaland, Helmer Hanssen, Sverre Hassel hag Oscar Wisting, gant peder [[treinell|zreinell]] ha 52 [[ki|gi]]. D'ar 14 a viz Kerzu 1911 e tizhjont ar pol Su, pa oa c'hoazh Scott 572 km dioutañ. Leuskel a rejont un deltenn hag ul lizher o tezrevelliñ o zaol-kaer betegout e varvjent war an hent. Treuzvevañ a rejont avat ha d'ar 25 a viz Genver 1912 e oant distro e ''Framheim'', goude ur veaj 2824 km.
 
== Ergerzhadennoù diwezhañ ==
E 1918 e treuzas [[Treizh ar Biz]] war vourzh ar '''Maud''' ha dre-se e teuas da vezañ an den kentañ a dreuzas daou dreizh brudetañ Arktika.
 
Linenn 29:
E 1926 e nijas a-us ar pol Norzh e bourzh ur baloñs (an ''Norge''), asambles gant Ellsworth, Riiser-Larsen, Wisting hag Umberto Nobile. Goude bezañ aet kuit diouzh [[Svalbard]] d'an 11 a viz Mae, tremenet a-us ar pennahel da 1e30 ec'h errujont e Teller, en Alaska, daou zevezh goude. Dre ma'z eus tabutoù diwar-benn ar beajoù kentañ betek ar pol Norzh (ergerzhadenn Cook, hini Peary ha hini Byrd) a c'hellfe bezañ pe amreizh a-fed daveennoù douaroniel pe gevier e kav da dud 'zo eo beaj an ''Norge'' a voe an hini gentañ o tizhout ar pol. Mard eo gwir e vefe neuze Amundsen ha Wisting an daou zen kentañ o vezañ tizhet daou bennahel an Douar.
 
== Steuziadenn ==
Divizout a reas Amundsen mont war e leve goude e veaj war vourzh an ''Norge''. Padal, d'an 18 a viz Even 1928 e pignas en un dournijerez a-benn mont da saveteiñ Nobile hag e akipaj a oa flastret o baloñs e hanternoz Spitzberg pa oant war o distro diouzh ar pol Norzh. Mont a reas diwar wel ha ne voe ket adkavet e gorf.
 
Linenn 38:
 
[[Rummad:Ergerzherien norvegiat]]
 
{{Liamm PuB|ru}}
{{Link GA|de}}