Brazil : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot : de:Brasilien a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 58:
|notennoù =
}}
<!-- Kemmouigoù amañ dindan -->'''Republik Kevreel Brazil''' (''República Federativa do Brasil'' e [[portugaleg]]) zo ur [[bro dizalc'h|vro dizalc'h]], ar stad vrasañ ha pobletañ a zo en [[Amerika Latin]], ha [[Brasília]] eo he c'hêr-benn. En em astenn a ra adalek arvor biz [[Amerika ar Su]] betek ar c'hreiz anezhi. Bevennoù he deus en norzh gant [[Venezuela]], [[Guyana]], [[Surinam]] ha gant [[Gwiana]], a zo un [[departamant gall|departamant]] e dalc'h [[Bro-C'hall]]; an [[Meurvor Atlantel|Arvor Atlantel]] a zo er reter. Er su he deus bevennoù gant [[Uruguay]], [[Arc'hantina]] ha [[Paraguay]] ; er c'hornôg gant [[Bolivia]], [[Perou]], hag er gwalarn gant [[Kolombia]]. Setu emañ stok ouzh holl vroioù [[Suamerika]] war-bouez [[Chile]] hag [[Ecuador]]. Ouzhpenn an tiriadoù kevandirel-se eo lodek ivez eus Brazil [[enez]]ennoù tost d'an aod, ha tammoù enezegoù hag inizigoù e kreiz ar Meurvor Atlantel.
[[Restr:Bresil carte.gif||thumb|left|250px|Kartenn Brazil]]
 
 
Linenn 67:
Araok ma oa deuet an Europeaned, dibaoe penn-kentañ ar pempvet milved a-raok J.-K., e oa [[Amerindian]]ed o chom war diriad Brazil, meuriadoù hanter-gantread an darn vrasañ anezho.
 
[[Pedro Álvares Cabral]], ur merdeer eus [[Portugal]], a vije bet an European kentañ deuet betek aodoù ar vro, d'an [[22 a viz Ebrel]] [[1500]]. An tiriad a zeuas diwar neuze da vout un [[trevadenn|drevadenn]] [[portugalat]]. Hepdale, a-benn korvoiñ danvezioù naturel an drevadenn, dreist-holl ar c'hoad "brazil", ha reiñ tud da labourad evit an drevadennourien nevez-staliet, e oa bet degaset gant ar Bortugaliz sklaved bet paket war aodoù [[Afrika]]. E-pad ouzhpenn tri c'hantved e oa bed paket ha divroet milionoù à Afrikaned a-benn poblañ ar c'hevandir nevez. Ar [[sklavelezh]]-se zo bet torret d'an 13 a viz Mae 1888.
 
Brazil zo dizalc'h, ez-ofisiel, dibaoe ar 7 a viz Gwengolo 1822. Goude an drevadenn ez eus bet un [[Impalaeriezh]], betek ar bloaz [[1889]], ha neuze e oa bet embannet Republik Brazil. Ur republik gant [[putsch]]où ha renadoù kreñv ingal a-walc'h, e-giz er broioù all en Amerika Latin d'an ampoent.
Linenn 76:
[[Restr:Brazil_topo.jpg|thumb|Kartenn hollek Brazil]]
 
Ar goadeg amazonian a c'holo an darn vrasañ eus ar vro. Graet e vez anezhañ « o mar interior » (ar mor diabarzh). An [[Amazon]], an eil stêr hirañ a zo er bed hag an hini kentañ evit he [[fonnder]], a dreuz ar goadeg a-bezh kent mont d'en em daoler e-barzh ar [[Meurvor Atlantel]] e norzh ar vro.
 
Memestra e vez kavet [[ardremez]]ioù a bep seurt e Brazil : hanter krin, meneziek, trovanel, istrovanel, gant hinoù à beb seurt ivez, sec'h e-barzh ar Sertão (biz), glavek (tomm ha dourek-kenañ) e kreiz ar vro, un tammig yenoc'h er Su.
Linenn 93:
Ar 27 unvezh eus ar c'hevread a zo strollet, evit finvezioù stadegel hag, e-touez lies abeg, evit heñchañ an obererezh kevreadel, e [[rannvroioù Brazil|pemp rannvro vras]]: [[Rannvro Centro-Oeste (Brazil)|Centro-Oeste]], [[Rannvro Nordeste (Brazil)|Nordeste]], [[Rannvro Norte (Brazil)|Norte]], [[Rannvro Sudeste (Brazil)|Sudeste]] ha [[Rannvro Sul (Brazil)|Sul]]. Pep stad, ar [[Distrig Kevredadel (Brazil)|Distrig Kevreadel]] hag all, en deus e frammoù seveniñ dezhañ e-unan (pennadurezh ar Gouarnour), lezennel (Bodadenn Lezennel ur gambr hepken) ha barnerezhel (lez-varn stadel).
 
D'o zro e vez rannet ar stadoù e [[Kumun]]ioù, a gemm o niver etre 15 ([[Roraima]]) ha 853 ([[Minas Gerais]]). An unvezhioù emzalc'h bihanañ eus ar [[Kevread|C'hevread]] o deus hepken ur galloud seveniñ, embreget gant ur Prefed, ha lezennel, a zo e sez er [[Kuzul-Kêr|c'huzul-kêr]]. An ensavadur diwezhañ-mañ en deus kantvloazioù a istor el [[Ledenez Iberia|Ledenez Iberek]] hag en takadoù trevadennet ganti.
 
==== Kavet e vo anvioù stadoù Brazil e [[Listenn stadoù Brazil]] ====
Linenn 225:
{{Liamm PuB|uk}}
{{Liamm PuB|vi}}
{{Link GA|de}}