Eoul-maen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 1 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q22656
D Bot : de:Erdöl a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 1:
[[SkeudennRestr:Oil well.jpg|thumb|right|250px|Riboul eoul-maen tro-dro da [[Lubbock (Teksas)|Lubbock]] e [[Teksas]]]]
An '''eoul-maen'''<ref>[[Geriadur Istorel ar Brezhoneg]] p.749</ref>, pe '''tireoul'''<ref>[[Geriadur Brezhoneg an Here]]</ref> pe '''petrol'''<ref>[[Roparz Hemon]], ''Nouveau dictionnaire breton-français'' p.636b</ref>, a zo ul liñvenn zu pe c'hell-du kavet e reier splu. Eus [[hidrokarbon]]où e c'hoarvez, dreist-holl [[alkan]]où mesket gant elfennoù nann-metalek evel [[sulfur]] pe [[nitrogen]]. Gallout a ra ivez enderc'hel [[metal]]où evel [[vanadiom]].
 
D'ober temzoù, dileizherien, [[plastik]]où hag astuzlazherioù e vez talvoudekaet. Unan eus an andonioù energiezh pennañ er bed a-vremañ eo. Gantañ e reer d'ober treloskoù evel ar [[strilheoul]] pe ar [[kerozen|c'herozen]] pe d'ober [[tredan]]. Ur c'hovoder nann-aznevezadus eo an eoul-maen ha kalz tud a zo aon ganto e krogo da vankout en amzer-da-zont tost (gwelet [[pikenn eoulmaenek]])
 
== Furmidigezh ==
=== Teorienn vevoniel ===
Hervez an darn vrasañ eus an douarourien eo an eoul-maen ar pezh a chom eus danvezioù organek kozh mac'het ha tommaet e-pad milionoù a vloavezhioù. Furmet e vije bet gant morlizadur kouezhet e goueled ar mor e lec'hioù hep [[oksigen]]. An danvez organek, mesket gant morfont, a zo beuzet dindan kondonioù a c'houldennoù. An tommder hag ar gwask a laka anezhañ d'en em dreuzfurmiñ, da gentañ en un danvez koarek, [[kerogen]] e anv, a vez kavet e [[skilt eoulmaenek|skiltoù eoulmaenek]], ha goude, dre un argerzh anvet [[katagenez]], en [[hidrokarbon]]où. Peogwir eo skañvoc'h an hidrokarbonoù eget an dour pe ar maen e pigno alies war-du ar gorre, nemet ma vez harzet gant ur gwiskad maen dizintrus. Furmiñ a reont neuze ur [[maez eoul-maen]] a c'heller korvoiñ.
 
Linenn 12:
An darn vrasañ eus an eoul-maen kenderc'het en istor an [[Douar]] a oa bet distrujet gant [[bakteri]] p'en doa tizhet ar gorre. An [[traezh eoulmaenek]] a zo eoul-maen en deus tizhet ar gorre met na oa ket bet peurzistrujet c'hoazh. Ar [[skiltr eoulmaenek|skiltroù eoulmaenek]] a zo reier gant [[kerogen]] enno na oant ket bet beuziet don a-walc'h evit m'en em dreuzfurmje en eoul-maen.
 
=== Teorienn nann-bevoniel ===
Hervez [[Thomas Gold]] hag un nebeud douarourien soviedel evel [[Nikolay Koudryavtsev]] en em furm eoul-maen don-tre dindan gorre an [[Douar]]. N'eo ket degemeret an deorienn-mañ gant ar darn vrasañ eus an douarourien ha ned a ket an embregerezhioù eoulmaenek a-du ganti.
 
== Disac'hadur ==
Ar gudenn bennañ pa fell d'an nen disac'hañ eoul-maen eo kavout maezioù. Bremañ e ra an douarourien gant teknikoù [[seism]]ek da ziloiñ frammadurioù a c'hellfe kuzhat eoul-maen met ardinvinkoù arall a vez talvoudekaet evel [[gravimetr]]où pe [[magnetometr]]où. Ar bazenn da heul eo kleuzañ ur puñs da dizhout ar mirlerc'h isdouarel. En un nebeud puñsou e pign an eoul-maen d'ar gorre en un doare naturel met an darn vrasañ eus ar puñsoù-se a zo damziviet. Alies e kleuzier meur a buñs e-barzh an hevelep mirlerc'h, da lakaat da sur e vo arc'hantus an disac'hadur. Ensilat a reer ivez [[aezhenn]] pe [[dour]] da virout ar gwask uhel a-walc'h. An teknikoù-mañ a c'hell gwallaozañ ar puñs, avat, ha lakaat e ziskar da vuanoc'h.
 
Linenn 26:
En doare-se e c'heller dastum etre 5% ha 15% muioc'h eus eoul-maen a zo er mirlerc'h.
 
== Istor ==
[[SkeudennRestr:Los-angeles-oil-rigs.jpg|thumb|300px|Ur maez eoul-maen e [[Kalifornia]].]]
E [[Sina]] e kleuzjod ar puñsoù eoul-maen kentañ war dro ar {{IVe}} kantved. Un donder a 243 m o doa ha gant tuellennoù bambouz e oant graet. Deviñ a reer an eoul-maen da aezhenniñ dour-mor ha kenderc'hiñ [[holen]]. En {{Xvet}} kantved e kaver eoulsanioù e bambouz etre ar puñsioù hag ar [[palud-holen|paludoù-holen]].
 
Linenn 34:
Istor arnevez an eoul-men a zeraouas e 1846 pa zizoloas Abraham Pineo Gesner un teknik evit kenderc'hiñ [[kerozen]] gant [[glaou-douar|glaou]]. E 1852 e kavas [[Ignacy Łukasiewicz]] un tu d'en ober gant eoul-maen, hag a oa diereoc'h ha gwelloc'h-marc'had. Er bloaz war-lerc'h e tigorer an "toull-kleuz" eoul-maen kentañ e Bóbrka, e-kichen [[Krosno]] e [[Polonia]] ar c'hreisteiz. An dizoloadenn-se a voe adpaket buan-tre gant ar peurrest eus ar bed hag ar burerezh kentañ a voe savet gant Meerzoeff e Bakou e 1861. D'an ampoent e kenderc'he Bakou 90% eus eoul-maen er bed.
 
Ar puñs kenwerzhel kentañ kleuziet en [[Amerika an Hanternoz]] a oa en Oil Spring ([[Ontario]], [[Kanada]]) met greanterezh an eoul-maen a zeraouas pa zizoloas [[Edwin Drake]] eoul-maen e 1859 e-kichen [[Titusville]], [[Pennsylvania]]. Evel ar Sinaiz e kenderc'he holen. Goustadik e kreskas ar greanterezh rak ne oa bet implijet an eoul-me nemet evit al lampoù ha da ober [[kerozen]]. Ned eas da bouzus nemet pa voe ijinet ar [[c'heflusker-blosk]]. An dra-se en deus krouet ur goulenn n'eus bet paouez ebet dezhañ abaoe.
 
E 1910 e oa bet kavet puñsoù e [[Kanada]], en [[Indonezia]] (a oa dalc'het gant an [[Izelvroioù]]), e [[Persia]], e [[Perou]], e [[Venezuela]], ha [[Mec'hiko]].
Linenn 42:
Tizh a dap kresk ar prizioù deraouet e 1999, ha muioc'h-mui a dud a gred emaomp tost ouzh ar [[pikenn eoulmaenek|bikenn eoulmaenek]]. Ur vinorelezh int c'hoazh avat.
 
=== Doareoù arall da broduiñ eoul-maen ===
Tra ma c'hendalc'h prizioù an eoul-maen da greskiñ ez a da zedennusoc'h tuioù-produiñ pebeilat. An tuioù gwellañ anavezet eo ar [[skiltroù eoulmaenek]] pe an [[traezh terdouarek]]. An traoù-se a vez fonnus met diaes da zisachañ ha gwirheñvel eo ne c'hellor ket ober eoul-maen a-walc'h ganto da voueta ar sevenadurezh greanterel.
 
Linenn 51:
Galloud a reer implijout [[hentenn Karrick]], ijinet e [[Stadoù-Unanet Amerika]] a ra gant ur wrez uhel-tre da dreuzfurmiñ glaou en eoul-maen.
 
== Implijoù ==
Eus chadennoù [[hidrokarbon]] disheñvel o ment eo kenaozet an eoul-maen. Abalamour da se eo ret e gas d'ur burerezh ma vez distaget an hidrokarbonoù dre [[strilhadur]] da grouiñ meur a [[produioù eoul-maenek|brodu eoulmaenek]]
 
=== Treloskoù ===
* [[Etan]] hag [[alkan]]où berr arall
* [[Trelosk diesel]]
Linenn 64:
* [[Gaz naturel]]
 
=== Produioù arall ===
Produioù eoulmaenek a c'heller meskañ gant produioù kimiek arall da grouiñ produioù ispisial :
 
Linenn 77:
* [[Produioù saourus petrokimiek]] implijet d'ober kalz produioù kimiek arall.
 
== Notennoù ha daveennoù ==
<references/>
 
Linenn 83:
 
[[Rummad:Eoul-maen]]
 
{{Link GA|de}}