Judo : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 96 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q11420
D Bot : de:Judo a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 1:
[[SkeudennRestr:050907-M-7747B-002-Judo.jpg|thumb]]
Un [[arz brezel]] hag ur [[sport]] emgannañ eo ar '''judo''', a orin [[Japan|japanat]]. Krouet eo bet e [[1882]] gant ar mestr [[Jigoro Kano]], diwar ar [[ju-jitsu]]. Kement hag "hent ar gwevnder" e talvez ar ger judo. Pal ar [[judoka]] eo lakaat an eneber da gouezhañ war an tapiz emgann, anvet [[tatami]], pe pa vez an daou judoka war an tatami ober a-seurt ma ne c'hallo ket fiñval ken pe ma tilezo diwar ''dagerezh'' pe ''alc'hwezh''. Ar sal judo zo anvet ''dojo''. Ur porpant hag ur bragoù a ya d'ober ar ''judogi'', gwiskamant ar judoka - a reer anezhañ kimono alies daoust ma n'eo ket an anv reizh. Serriñ a reer e borpant gant ur gouriz a zo e liv diouzh barregezh ar sportour. Ur sport olimpek zo eus ar judo abaoe c'hoarioù [[München]] e [[1972]].
 
== Istor ==
 
[[SkeudennRestr:Kano Jigoro.jpg|thumb|left|<center>Kano Jigoro]]
Diouzh a lavarer, o sellet ouzh ar gwez leun a erc'h hag a dorre o brankoù tev gant ar pouez, pa gouezhe er memes mare an erc'h diwar ar skourroù munut a ouie plegañ e tennas ur manac'h japanat ar gentel da heul : unan gwevn a c'hall trec'hiñ unan kreñv. Diwar se ha teknikoù emgann ar [[samourai]]ed e savas '''Jigoro Kano''' diazezoù ar judo hag e voe roet lañs d'ar ''Judo Kodokan'' an hentenn kelenn, e '''1882''', d'e daou vloaz warn-ugent. Soñjal a rae da Jigoro Kano ne glote ket gant e vare an doareoù ma oa kelennet ar ju-jitsu, o vezañ ma oa teknikoù dañjerus da zeskiñ pe ne oa ket barrek ar gelennerien. Skarzhañ a reas an tekinkoù dañjerus hag e frammas ar re all e stumm ''kata'', da aesaat ar c'helenn. Berzh a reas ar judo kalz pelloc'h evit e Japan ha war ar memes tro e vrudas arzoù brezel ar vro. Eus arz brezel ez eas tamm-ha-tamm da sport. Gant 8 million a dud ez eo ar judo an trede arz brezel embreget ar muiañ er bed goude ar [[karate|c'harate]] hag an [[taekwondo]]. An hini kentañ eo e [[Frañs]], hag ar pevare sport embreget ar muiañ e oa e 2009.
 
== Gourizoù ==
[[SkeudennRestr:Judo children.jpg|Thumb|right]]
Pa groger gant ar judo e wisker ur gouriz a liv gwenn ha cheñch a reer gouriz a-feur ma vestronier teknikoù : goude al liv '''gwenn''' e teu al livioù '''melen''', '''orañjez''', '''gwer''', '''glas''', '''gell''', '''du'''. Meur a live zo d'ar gouriz du, diouzh derez an dan : eus an dan kentañ d'ar pemvet dan. '''Gwenn-ha-ruz''' eo liv ar c'hwec'hvet, seizhvet hag eizhvet dan, al liv '''ruz''' zo d'an navet dan. Evit ar vugale peurliesañ, dezhe da cheñch liv alies a-walc'h e c'haller ober gant gourizioù etre evit ar re gentañ : gwenn-ha-melen, melen-hag-orañjez, orañjez-ha-gwer,
 
Linenn 23:
 
=== Teknikoù treid ===
[[SkeudennRestr:Judo01NoBack.jpg|thumb|<center> Teknik treid '''O soto gari''']]
 
 
Linenn 46:
 
=== Teknikoù lakaat difiñv ===
[[SkeudennRestr:Hon kesa gatame.jpg|thumb|<center> '''Hon gesa gatame''' da lakaat difiñv]]
 
 
Linenn 67:
 
=== Teknikoù alc'hwez ===
[[SkeudennRestr:Juji.jpg|thumb|War-nes da c'hounit gant un teknik alc'hwez war vrec'h '''Juji gatame''']]
 
 
Linenn 91:
[[Rummad:Sportoù olimpek]]
[[Rummad:Gerioù japanek]]
 
{{Link GA|de}}