Manga (bannoù-treset) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 3 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q8274
D Bot : de:Manga a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 1:
{{LabourAChom}}
 
[[SkeudennRestr:Manga_colored.svg|thumbnail|Ur skouer eus un dresadenn en ur manga.]]
[[Bannoù-treset]] e talvez '''Manga''' (漫画) e [[japaneg]]. E brezhoneg ez eo ul levr bannoù-treset warni levezon [[Japan]]. Ger-ha-ger e talvez ''skeudenn dister''. « Tresadenn » e talvez 画 ''ga'' ha « dudius » e talvez 漫 ''man''.
 
Linenn 14:
== Istor ar mangaioù ==
 
Diwar levezon kelaouennoù kenwerzhel [[Stadoù-Unanet ]] e deroù an {{XXvet kantved}} o deus tapet ar mangaioù o stumm a-vremañ : hini ar [[bannoù-treset]]. Rummoù a bep seurt heñvel ouzh ar re amerikan a c'hanas er mod-se e kelaouennoù japan. Ar re vrudetañ betek ar [[bloavezhioù 1940]] e voe « Norakuro » (ar c'hi du, ur manga a-nep al lu) gant [[Tagawa Suiho]] « Boken Dankichi » (troioù-kaer Dankichi) gant [[Shimada Keizo]]. Petra zo kaoz ? Dindan kontroll ar gouarnamant e oa ar c'hazetennoù hag an holl obererezhioù sevenadurel : un tamm aer fresk a voe dre ar mangaioù.
 
=== Goude 1945 ===
Linenn 20:
Goude ar brezel, dindan beli ar Stadoù-Unanet e voe levezonet kalz ar [[mangaka|vangakaed]] gant ar c’homik-strips a veze troet ha skignet a-vras er c’hazetennoù japanat. Un dispac’h a zeuas gant unan anezho bet levezonet gant [[Walt Disney]] ha diwarnañ e teuio ar mangaioù giz nevez : [[Osamu Tezuka|Tezuka Osamu]] an hini eo.
 
Gantañ e teuas ar jestroù dre efedoù grafek evel an taolioù-pluenn pe an [[trouzadelloù]] a lak muioc’h war wel kement fiñvadur a zo. Dreist-holl e lakaas [[talenn]]où ha [[kouchadur]]ioù a bep eil evel ma vez er [[sinema]]. Diouzh hengoun ar [[c’hoariva]] e troc’has enta : betek-henn e veze skeudennaouet an tudennoù en o fezh, e kreiz an dresadenn ha keit-ha-keit ouzh an tudennoù all. Ar bevaat e oa pal Tezuka hag an heuliad bevaat kentañ evit ar skinwel a zeuas gantañ just a-walc’h : e [[1963]] e sevenas Tetsuwan Atomu, unan eus e oberennoù a zo anavezetoc’h dindan an anv « [[Astro ar robot bihan]] ».
 
A-benn ar fin e voe boas an tremen eus ar paper d’ar skramm bihan. War genwerzhelaat ez eas ar mangaioù da vat : c’hoarielloù pe [[c’hoarioù-video]] a c’hanas diwarno hag ar c’hontrol a voe ken gwir all a-wezhioù.
Linenn 31:
 
== Teknikoù dibar ==
[[SkeudennRestr:Mod da lenn ur manga.png|thumb|Mod da lenn ur manga.]]
 
Gwenn-ha-du e vez ar mangaioù peogwir e vezont embannet e kelaouennoù marc'hadmat, war baper adaozet. E liv e c'hell bezañ pajennoù kentañ ar gelaouenn (evit lakaat ur rumm bennak war wel). Se zo kaoz e c'heller gwelet pajennoù e liv e kreiz mangaioù zo (deuet diwar un embann kentañ en ur gelaouenn).
Linenn 162:
* [[Embannadurioù an amzer]]
* [[Génération comics]]
* [[Glénat_Glénat (édition)|Glénat]]
* [[IMHO]]
* [[J'ai lu]]
* [[Kana_Kana (éditeur)|Kana (ed. Dargaud)]]
* [[Kurokawa]]
* [[SeeBD|SeeBD (labels Kabuto, Akiko)]]
* [[Ki-oon]]
* [[Pika_ÉditionPika Édition|Pika]]
* [[Le_Seuil|Le Seuil]]
* [[Soleil Manga]]
* [[Toki]]
Linenn 179:
 
== Liammoù diavaez ==
* [http://www.mangajima.com/ Mangajima : lec'hienn ar magazin]
* [http://www.klask.com/ Evit kavout ar manga e brezhoneg]
 
{{Porched Japan}}
Linenn 189:
{{Liamm PuB|ast}}
{{Liamm PuB|eu}}
{{Link GA|de}}