Emgann Marathon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 55 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q31900 (translate me)
D Bot : de:Schlacht bei Marathon a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 1:
[[SkeudennRestr:ac.marathon.jpg|300px|thumb|Kompezenn Maraton hiziv an deiz]]
 
'''Emgann Maraton'''<ref> e [[henc'hresianeg]] ''Μάχη τοῡ Μαραθῶνος'' (Mache tou Marathonos)</ref> a enebas lu ar Bersed ouzh hini [[Aten]] hag a voe trec'h d'an [[13 Gwengolo|13 a viz Gwengolo]] [[-490|490 kent J.K.]]. Diwar an trec'h-se e voe c'hwitet kentañ taol-arnod ar roue [[Darius Veur]] da aloubiñ ar peurrest eus [[Henc'hres]], ma rankas dilezel ar soñj da stagañ Hellaz ouzh e impalaeriezh, rak se a felle dezhañ ober evit lakaat he harzoù er c’hornôg da vezañ suroc’h. Dont a ra ar pep brasañ eus ar pezh a anavezomp diwar-benn an emgann-se eus skridoù [[Herodotos|Herodotos Halikarnasos]].
 
== Istor ==
Da gentañ e voe kaset [[Mardonios]] gant [[Darius]], e [[492 BC]], dre an douaroù betek Europa evit kreñvaat dalc’h Persia war [[Trakia]] ha [[Makedonia]], abalamour ma oa bet gwanaet gant emsavadeg Ionia. Daoust d’ar berzh a reas e voe kaset da get ar pep brasañ eus an arme gant ur barrad amzer e-kichen ar [[Menez Athos]], ha ret e voe d’ar re a chome distreiñ da Azia.<ref>[[Herodotos]] VI,43</ref>
 
E [[-490|490]] e voe kaset ur [[morlu]] renet gant [[Datis]] hag [[Artafernes]] da sujañ inizi ar [[Kikladoù|C’hikladoù]] e-kreiz an [[Enezvor]] hag evit kastizañ [[Eretria]] hag [[Aten]] o doa roet harp d’an [[emsavadeg Ionia|[emsavidi]]. Lakaet e oa bet seziz war Eretria a gouezhas nepell goude. Douarañ a reas neuze ar morlu e bae Marathon. Eno e voe trec’het ar Bersed gant un arme vihan [[hoplit]]ed atenat ha [[plataea]]t, en despet d’o niver brasoc’h.
 
Redadenn hir ar c’hannad en dije kaset keloù an trec’h da Aten a awenas krouidigezh redadeg ar [[marathon]] da vare [[C’hoarioù Olimpek]] [[1896]].
 
== Mammennoù ==
Mammenn pennañ hon anaoudegezh diwar-benn an emgann eo skridoù [[Herodotos]] a zanevell anezhañ el levrenn VI, rannbennad 102–117. Koulskoude e oa ganet un nebeud bloavezhioù goude an emgann, ha soñjal a reer e skrivas e levr goude [[Peoc’h Kallias]] ([[-449]]/[[-448]]). Kaeraat a ra e zanevell ouzhpenn gant an darvoudoù dreistnaturel da-heul, kemeret gantañ evel fedoù a-bouez eus an emgann : Anadiñ a ra an doue [[Pan]] da [[Feidippides]] e-doug e dennad da [[Sparta]] evit goulenn sikour.<ref>Herodotos VI,105</ref> Huñvreal a ra [[Hippias]] hag a ziougan drouziwezh ar Bersed<ref>Herodotos VI,107</ref> ha dallet eo an atenad Epizelus gant un doue e-doug ar gombat.<ref>Herodotos VI,117</ref>. Dont a ra holl an holl ditouroù all a-bouez eus mamennoù koshoc’h. Reiñ a ra [[Paosanias (douaroniour)|Paosanias]] titouroù a-bouez diwar-benn lodenn ziwezhañ an emgann (ar chase); Geriadur [[Bizantion|bizantat]] [[Suda]] , skrivet en Xvet kantved a viras titouroù eus mammennoù all zo bet kollet hiziv an deiz, evel skridoù [[Eforus]].
 
== Abegoù an emgann ==
E [[511 BC]], gant skoazell [[Kleomenes Iañ]], roue Sparta, Ateniz a argasas Hippias, a oa [[tirant]] [[Aten]]<ref>Herodotos V,65</ref>. Abaoe tad Hippias, [[Peisistratos (Aten)|Peisistratos]], e oa bet an tiegezh-se e penn ar geoded, da lâret eo e-pad 36 vloaz<ref>Herodotos V,65</ref> diwar an 50 vloaz tremenet. Tec’het a reas Hippias da [[Sardis]] da lez ar [[satrap]] persat tostañ, [[Artafernes]], hag e prometas sujidigezh Aten d’ar [[Impalaeriezh persat|Bersed]] gant ma vefe lakaet en he fenn en-dro. Pa c’houlennas Ateniz e vije kaset kuit e lavaras ar satrap dezhe e tlefent e lakaat e penn o c’heoded en-dro. Abalamour d’ar respont-se e soñje Ateniz e oa digor ar brezel gant ar Bersed hag 20 lestr sikour a gasjont da geodedoù Ionia pa’n em savjont a-enep an impalaeriezh persat e-doug [[Emsavadeg Ionia]] ([[-499]]–[[-494]]).<ref>Herodotos V,96</ref> Moarvat e oa tec’het Hippias da lez ar roue [[Darius Veur]] da vare an emsavadeg-se.
 
Kaset e oa bet sikour d’an emsavidi gant keoded [[Eretria]] ivez.
Linenn 26:
{{Commonscat|Emgann Maraton}}
<div class="noprint" style="clear: right; border: solid #aaa 1px; margin: 0 0 1em 1em; font-size: 90%; background: #f9f9f9; width: 250px; padding: 4px; spacing: 0px; text-align: left; float: right;">
<div style="float: left;">[[SkeudennRestr:Open book 01.png|50px|none|Academic Publishing Wiki]]</div>
<div style="margin-left: 60px;">The [[wikicities:c:academia:Main Page|Academic Publishing Wiki]] en deus ur pennad-skrid kazetenn diwar-benn an danvez da-heul:
<div style="margin-left: 10px;">'''[[wikicities:c:academia:Journal of History and Classics:The struggle for Greece: Marathon and Artemision|Ar stourm evit Bro-C'hres: Marathon hag Artemision]]'''</div>
Linenn 41:
 
{{Liamm PuB|id}}
{{Liamm PuB|sl}}
{{Liamm PuB|ru}}
{{Liamm PuB|sl}}
{{Link GA|de}}