Prusia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot : de:Preußen a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 1:
[[SkeudennRestr:Flag of Prussia 1892-1918.svg|thumb|180px|right|Banniel Prusia (1892-1918)]]
[[SkeudennRestr:Wappen Deutsches Reich - Königreich Preussen (Grosses).png|thumb|180px|right|Ardamezioù Prusia (1701-1918)]]
'''Prusia'''<ref>[[Roparz Hemon]], ''Nouveau dictionnaire breton-français'', Al Liamm, 1978, p.669.</ref>, pe '''Prus'''<ref>[[Roparz Hemon]], ''Nouveau dictionnaire breton-français'', Al Liamm, 1978, p.669.</ref>, (''Preußen'' en [[alamaneg]]; ''Prūsa'' e [[prusianeg]]), zo ur vro e reter Europa a voe kalon ur [[rouantelezh]] pouezus en istor ar c'hevandir etre [[1701]] ha [[1918]]. Etre [[1918]] ha [[1947]] e voe ul lodenn eus [[Alamagn]]. Divodet eo bet gant [[Kevredidi an Eil Brezel-bed|ar Re Gevredet]] e 1947. Hiziv eo rannet etre meur a [[Land]], pe deuet da vezañ rannoù eus broioù amezek, evel [[Polonia]], [[Lituania]], [[Rusia]], (hag a-raok eus [[Belgia]], [[Danmark]])... Chom a ra anezhi ar c'houn eus ur stad soudardel, a lavare Mirabeau diwar he fenn : "Prusia n'eo ket ur Stad hag un arme dezhi, met un arme tapet ganti ur vroad".
 
== Istor ==
Roet eo bet an anv Prusia da veur a dra a-hed an istorvezh.
# ''[[Stad menec'h-marc'hegerien an Urzh Teutonek]]'' (1224 - 1525)
# [[Prusia roueel]] (1466 – 1772)
# [[Dugelezh Prusia]] (1525 – 1701)
Linenn 14:
 
=== Stad menec'h-marc'hegerien an Urzh Teutonek (1224 - 1525) ===
* ''Gwelout ar pennad [[Stad menec'h-marc'hegerien an Urzh Teutonek]]''
[[ImageRestr:Codex Manesse Tannhäuser.jpg|thumb|right|Aourengravadur eus 1300]]
Prusia a oa da gentañ ur vro etre [[Pologn]] ha [[Rusia]]. Dont a ra ar ger eus anv ur bobl balt anvet [[Borused]]. Trevadennet e voe ar vro gant [[Urzh Teutonek|Marc'hegerien an Urzh Teutonek]]. Ha poblet e voe gant Alamaned.
 
=== Prusia roueel (1466 – 1772) ===
* ''Gwelout ar pennad [[Prusia roueel]]''
E 1415 e oa priñs-dilenner [[Marz Brandenburg]], an impalaer [[Sigismond Iañ an Impalaeriezh Santel]], eus [[Tiegezh Luksembourg]], dindan [[dle]]. Dle en devoa da unan eus an [[Tiegezh Hohenzollern]], bourgraved vihan eus kreisteiz Alamagn, hag abalamour da se e roas da [[Frederig Iañ Hohenzollern]] priñselezh ha [[Marz Brandenburg]]. Anvet e voe Frederig da c'houarnour marz Brandenburg eta ha da briñs-dilenner e [[Sened-Iliz Konstanz]].
 
Linenn 25:
 
=== Dugelezh Prusia (1525 – 1701) ===
* ''Gwelout ar pennad [[Dugelezh Prusia]]''
En 1525 ec'h eas [[Mestr Meur an Urzh Teutonek]], [[Albrecht Iañ von Brandenburg-Ansbach]], eus an [[Tiegezh Hohenzollern]], a-du gant al [[luterianegezh]], ma voe troet Prusia ar Reter, e dalc'h an Urzh, en un dugelezh a hêr da hêr dindan gwazoniezh [[Rouantelezh Pologn (1385–1569)|Rouantelezh Pologn]] da-geñver [[feur-emglev Krakow]] e 1525. Etre daouarn an [[Tiegezh Hohenzollern]] e chomas ar stad-se a-hed pevar c'hantved, betek 1918.
 
=== Brandenburg-Prusia (1618 – 1701) ===
* ''Gwelet ar pennad [[Brandenburg-Prusia]]''
 
 
=== Rouantelezh Prusia (1701-1918) ===
* ''Gwelet ar pennad [[Rouantelezh Prusia]]''
[[ImageRestr:Carte Allemagne 1838.jpg|200px|right|thumb|Prusia e Kreizeuropa en 1838]]
[[ImageRestr:Friedrich Zweite Alt AM.jpg|thumb|left|[[Frederig Veur]] (1712-1786)]]
 
 
=== Stad dieub Prusia (1918-1947) ===
* ''Gwelet ar pennad [[Stad dieub Prusia]]''
E dibenn an [[Eil Brezel-bed]] e tiviz ar galloudoù gounezet ar brezel ganto e vije disverket anv Prusia, pa gave dezho e oa kavell spered brezelour Alamagn; koulskoude e oa unan eus ar broioù alaman gounezet an diwezhañ d'an [[naziegezh]] hag e oa bet diskaret hec'h ensavadurioù dezhi hec'h-unan gant Hitler e 1933. D'ar [[25 a viz C'hwevrer]] 1947 e tivizont divodañ Stad Prusia ha skarzhañ kuit an Alamaned a vane evit lakaat [[Polonia|Poloniz]] ha [[URSS|Soviediz]] en o lec'h. Setu perak ne gaver ket an anv ''Prusia'' en anv hini ebet eus [[stadoù Alamagn]] a-vremañ, adunvanet abaoe 1990.
 
 
[[SkeudennRestr:Friedrich I of Prussia.jpg|thumb|200px|right|[[Frederig Iañ (Prusia)|Frederig Iañ]]]]
[[SkeudennRestr:Frederic II de prusse.jpg|thumb|150px|right|[[Frederig II (Prusia)|Frederig II]].]]
 
[[SkeudennRestr:Prussia (political map before 1905).jpg|400px|Prusia e 1905|center]]<center><small>Prusia e 1905</small></center>
 
== Liamm diabarzh ==
* [[Kartennoù Istor Prusia (1415-1803)]]
* [[Listenn rouaned Prusia]]
 
== Liammoù diavaez ==
{{commons|Prussia}}
* [http://www.preussen.de/en/heute.html Lec'hienn Preussen.de]
* [http://www.preussen-chronik.de/_/episoden/002020_jsp.html Preußen-Chronik.de]
* [http://www.hv.spk-berlin.de/english/index.php Lec'hienn Diazezadur glad sevenadurel Prusia]
* [https://www.raremaps.com/cgi-bin/gallery.pl/enlarge/18319 Kartenn Prusia e 1690]
* [http://www.gemeindeverzeichnis.de/gem1900//gem1900.htm?preussen1900.htm Rannoù melestradurel Prusia, 1900/10]
 
== Notennoù ha daveennoù ==
<references/>
 
Linenn 67:
 
{{Liamm PuB|nl}}
{{Link GA|de}}