Runoù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 59 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q82996
D Bot : de:Runen a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 1:
[[Restr:Rökstenen 1.JPG|thumb|350px|right|Un enskrivadur e Runoù Henfuthark ha Runoù Futhark Diwezhañ ouzh [[Maen Rök]], e [[Sveden]], IXvet kantved]]
 
Ar '''runoù''' eo al [[lizherenn]]où a vez implijet el lizherennegoù runek. Implijet e oa ar re–mañ evit skrivañ ar yezhoù [[germanek]] a-raok na zigemerfent al [[lizherenneg latin]]. Tost a-walc’h eo al lizherennegoù runek an eil diouzh eben. '''Futhark''' pe '''fuþark''' a vez graet eus re [[Skandinavia]]. Henfuthak evit ar re goshañ ha Futhark diwezhañ adalek 9 vet kantved. Un anv a zeu diwar 6 lizherenn gentañ o lizherenneg F U þ A R ha K.
Futhorc a vez graet eus al lizherenneg angl ha saoz. Emdroet e oa da heul ar cheñchamantoù a oa bet graet evit lakaat al lizherennoù-se da glotañ gant an Hensaozneg. ''Runoniezh'' pe ''runologiezh'' a vez graet eus studi al lizherennoù runek, an enskrivadurioù runek, ar mein engravet gant runoù, hag o istor. Ur rann eus ar yezhoniezh c’hermanek eo ar runoniezh.
 
== Istor hag implij ==
 
War-dro 150 vloaz kent J.K. e kaver roud eus ar runoù kentañ. Tamm ha tamm e voe kemeret o flas gant lizherennoù latin dre ma voe degemeret ar relijion gristen gant ar sevenadurioù a rae ganto, war dro 700 vloaz G.J.K. e-kreiz Europa ha war-dro 1100 vloaz G.J.K. en Hanternoz [[Europa]]. Kendalc'het e voe d'ober gant runoù en Hanternoz Europa e degouezhioù ispisial. Betek an 20 vet Kantved e voe implijet runoù evit kinklañ tier war ar maez e Bro Sveden, pe deiziaduriù runek.
An teir lizherenneg runeg brudetañ eo ar Runoù Henfuthark (war-dro 150 betek 800 vloaz G.J.K.), ar Runoù Futhorc Angl-ha-Saoz (400 da 1100 G.J.K.) hag ar Runoù Futhark Diwezhañ (800-1100) Rannet eo ar Runoù Futhark Diwezhañ etre ar Runoù Skourr Hir (pe Danat met implijet e vezent ivez e Norweg ha Sveden) , ar Runoù Skourr Berr pe Runoù Rök (Runoù Svedat-Norwegat a reer diouto ivez met implijet e vezent ivez e Bro Danmark.) hag ar Runoù Stavesyle pe Runoù Hälsinge. Diwezhatoc'h e kaver c'hoazh Runoù ar Grennamzer (1100 -1500) ha Runoù Damekarliat (1500 - 1800)
Ne ouezer ket dre just eus pelec'h e teu al lizherenneg runek. Levezonet eo bet gant lizherennegoù all moarvat. Meur a lizherenn a gaver er Runoù Henfuthark a denn da lizherennoù [[latin]]. Tennañ a reont ivez ouzh al lizherennoù a veze implijet etre ar 5vet hag 1añ kantved K.J.K. en Hantenoz Italia.
 
=== An Orin ===
Diwar lizherennegoù kozh [[Italia]] e oa bet ijinet ar runoù met n'eo ket sklaer diwar peseurt hini e oa er penn kentañ. N'eo ket sklaer kenebeut peseurt arouezioù zo bet ijinet penn da benn pe hag eñ ez eus diouto zoken. Sklaer eo koulskoude e oa bet ijinet ar runoù da heul an darempredoù sevenadurel etre ar pobloù [[Germanek]] ha re Italia. Mont a rae alies ar C'hermaned da c'hoprsoudarded en armeoù [[Roma]] etre ar [[1añ kantved]] K.J.K. hag ar [[5vet kantved]] G.J.K. Krouet e oa bet da vat ar Runoù Henfuthark e penn kentañ ar 5vet kantved evel ma tiskouez Maen Kylver.
Alies a-walc'h e vez kredet eo diwar lizherenneg Raetek [[Bolzano]] e oa bet savet ar runoù. N'eus nemet 5 Run Henfuthark na adkaver ket e stumm pe stumm dindan lizherenneg Bolzano. Klaskerien Skandinavat 'zo a soñj dezho avat e vijent bet savet kentoc'h diwar al lizherenneg latin. Tud all a welfe o orin o tont diouzh lizherenneg Hanternoz Etruska dre ma kaver an anv germaneg Harigast skrivet gant lizherennoù etruskat ouzh tokarn Negau , ken kozh hag an Eil kanved K.J.K.
 
=== Hud ha diouganoù ===
[[Restr:Vaksalastenen.jpg|thumb|Enskrivadur e Futhark diwezhañ en 12vet kantved Maen Vaksala e Bro-Sveden.]]
[[Restr:Brakteat von Djupbrunns.jpg|thumb|right| Ur brakteat war dro 400 vloaz G.J.K. Gwelet a reer ar ger hud "Alu" ha skeudenn ur penn marc'h asambles gant ur swastika, un arouez a weler alies ouzh brakteatoù. ]]
 
E Barzhonegoù hennorseg Hàvamàl e veneger e vefe gant ar runoù ar galloud da zegas un den marv da vev. En ur barzhoneg e teu ur strobinell hud gant an doue Odin.
 
{|
Linenn 37:
|}
 
Ar runoù enskrivet ouzh ar pezhioù kentañ bet kavet a roe anv an artizan, pe hini ar perc'henn. A-wechoù e chomont kevrinus avat. Diwar-se e c'heller soñjal e oa ouzhpenn un doare skrivañ eus ar runoù kentañ, arouezioù hud a vije bet diouto bet implijet e tilsamoù. Lod a lar e vijent bet implijet gant diouganerien. N'eus netra o prouiñ avat e vijent bet implijet en doare-se. An anv « run », kar d'ar ger keltiek « rin » a dalvez « kuzh », « kevrinus », « misterius »,. Ar wrizienn-mañ a gaver er ger Brezhoneg « kevrin » . An dra-mañ a rofe da grediñ e oa un implij kuzh gant ar runoù, pe da nebeutañ ne oant implijet nemet gant un nebeut tud desket.
An diouer a ouiziegezh istorel war implij ar runoù n'eus ket miret ouzh skrivagnerien 'zo da adsevel doareoù diouganiñ diwar an nebeut fedoù a zo anavezet. Diazezet int kamm digamm war anvioù runoù adsavet ha levezonioù diavaez.
 
=== An implij er Grennamzer ===
Pa emdroas an Henc'hermaneg evit reiñ yezhoù disheñvel e krogas da cheñch anvioù ar runoù hag ar sonioù e oant sañset treuzskrivañ. Pep sevenadur a grogas da sevel runoù nevez, da gemm o anvioù, pe da zilezel runoù 'zo a-benn klotañ gant emdroadur e yezh. Runoù a-ziforc'h evit treuzskrivañ diftongennoù a gaver er runoù futhorc Angl-ha-saoz da skouer. Souezhus-tre eo avat ne vije nemet 16 run er Futhark Diwezhañ pa oa 24 run en Henfuthark. E-kerz 600 vloaz e oa aet war binvidikaat niver ar fonemoù implijet er yezhoù Germaneg an Hanternoz koulskoude ha war un dro e oa aet war baouraat ar sinoù implijet evit treuzskrivañ ar yezhoù-se. Ar c'hensonennoù mouezhiet ha divouezh a zeuas da vezañ skrivet dindan arouezioù heñvel da skouer.
Adalek ar bloaz 1110 e krogas da cheñch avat ha runoù nevez a voe savet er Grennamzer evit klotañ gant emdroadur fonemoù ar yezh.
Lod eus ar c'havadennoù diwezhañ a oa ouzh monumantoù lec'h ma oa enskrivadurioù o reiñ ton d'ar re varv evitañ oberoù meur bet kaset da benn gante.E-pad pell e oa bet soñjet e oa pal pennañ ar runoù lezel enskrivadurioù war an ton bras ha miret e oa o implij evit tud a renk uhel er gevredigezh. Er bloavezhioù 1950 e vo adkavet 600 enskrivadur e Bergen, Enskrivadurioù Bryngen. Ouzh bizhier koad pe eskern e oant engravet alies hag aze e oa kavet skridoù buhez ar pemdez, pedennoù (e latin alies), kemennadennoù, lizhiri prevez, lizhiri aferioù, skridoù a-bep seurt, gerioù gros enno a-wechoù. Diwar-se e soñjer bremañ e veze implijet ar runoù war ar pemdez ha gant an holl dud, e-kerz ar c'hantvedoù diwezhañ da nebeutañ. E dibenn ar Grennamzer e veze implijet runoù ouzh deiziadurioù engravet ouzh tammoù koad e Bro Sveden pe Estonia. Mein, runoù engravet outo zo bet adkavet en Amerika an Hanternoz ivez met n'eo ket prouet da vat e vefent gwir roudoù bet lezet aze gant ar Vikinged e-kerz ar Grennamzer
 
== Stummoù disheñvel ==
 
=== Runoù Henfuthark (Eil da 5vet kantved) ===
[[Restr:Inscription on Golden horn of Gallehus.jpg|thumb|right|Runoù Henfuthark ouzh Korn Gallehus er 5 vet kantved bet kavet e bro-Danmark.]]
 
Linenn 53:
[[Restr:Elder futhark inscriptions.png|thumb|267px|Kartenn al lec'hioù ma zo bet kavet enskrivadurioù Henfuthark.]]
 
Implijet e oa an Henfuthark evit skrivañ an Henc'hermaneg. 24 run a oa a ranner etre tri strollad eizh. Pep strollad a vez graet ætt dioutañ (koskor) . Ar skrid koshañ o tiskouez ar 24 run Henfuthark a zo bet engravet 400 bloaz G.J.K. ouzh maen Kylver e Gotland e Bro Sveden. Setu ar 24 run Henfuthark:
 
{|
Linenn 65:
|}
 
Un anv a oa gant pep run moarvat, dibabet e oa evit diskouez son ar run. Ne anavezer ket da vat anvioù ar runoù Henfuthark. Adsavet zo bet anvioù en Henc'hermaneg diazezet war anvioù runoù nevesoc'h bet adkaver e barzhonegoù pe anvioù lizherennoù o klotañ el lizherenneg Gotek. Setu amañ anvioù ar 24 run-se ar steredennig a ziskouez ne c'heller ket bezañ sur eus an anv.
 
[[Restr:Runic letter fehu.png|24px|f]] f *Fehu Pinvidigezh, chatal
 
[[Restr:Runic letter uruz.png|24px|u]] u *ūruz : Ejen
 
[[Restr:Runic letter thurisaz.png|24px|th,þ]] þ *þurisaz :An doue Thor, ar ramz
 
[[Restr:Runic letter ansuz.png|24px|a]] a *ansuz :Unan eus an doueed Æsir
 
[[Restr:Runic letter raido.png|24px|r]] r *raidō :Troiad, beaj
 
[[Restr:Runic letter kauna.png|24px|k]] k *kaunan :Gor ?
 
[[Restr:Runic letter gebo.png|24px|g]] g || *gebō :Prof
 
[[Restr:Runic letter wunjo.png|24px|w]] w *wunjō :Levenez
 
[[Restr:Runic letter haglaz.png|24px|h]] h *hagalaz :Kazac’h
 
[[Restr:Runic letter naudiz.png|24px|n]] n *naudiz :Ezhomm
 
[[Restr:Runic letter isaz.png|24px|i]] i *īsaz :Skorn
 
[[Restr:Runic letter jeran.png|24px|j]] j *jēra :Bloavezh mat, Eost
 
[[Restr:Runic letter iwaz.png|24px|ï,ei]] ï*ī(h)waz/*ei(h)waz : Gwezenn-Ivin
 
[[Restr:Runic letter pertho.png|24px|p]] p *perþ :Gwezenn-ber ??
 
[[Restr:Runic letter algiz.png|24px|z]] z *algiz :Karv-meur?
 
[[Restr:Runic letter sowilo.png|24px|s]] s *sōwilō :Heol
 
[[Restr:Runic letter tiwaz.png|24px|t]] t *tīwaz/*teiwaz :Doue Tiwaz
 
[[Restr:Runic letter berkanan.png|24px|b]] b *berkanan :Gwezenn bezv
 
[[Restr:Runic letter ehwaz.png|24px|e]] e *ehwaz :Marc’h
 
[[Restr:Runic letter mannaz.png|24px|m]] m *mannaz :Den
 
[[Restr:Runic letter laukaz.png|24px|l]] l *laguz :Dour, lenn
 
[[Restr:Runic letter ingwaz.png|24px|ŋ]] ŋ *ingwaz :Doue Ingwaz
 
[[Restr:Runic letter othalan.png|24px|o]] o *ōþila-/*ōþala- :Herezh, douaroù
 
[[Restr:Runic letter dagaz.png|24px|d]] d *dagaz :Deiz
 
=== Runoù Angl-ha-Saoz (5vet da 9vet kantved) ===
 
[[Restr:Anglosaxonrunes.svg|thumb|right|Ar Runoù Fuþorc Angl-ha-Saoz.]]
 
Astennet e voe bet al lizherenneg Futhorc da 29 run, 33 diwezhatoc'h zoken. Implijet e voent moarvat adalek ar Vvet kantved betek an 9 vet kantved. Meur a deorienn a gaver diwar-benn orin ar runoù Angl-ha-Saoz. Hervez unan anezho e vefent bet savet e Bro Friz ha kaset da Vro-[[Saoz]] da c'houde. Tud all a lar eo ar [[Vikinged]] o dije degaset ar runoù da Vro-Saoz, aze e vijent bet kemmet dindan runoù Futhorc ha kaset da Vro [[Friz]] goude-se. An div deorienn o deus poentoù gwan ha ret e vefe kavadennoù arkeologel nevez evit prouiñ hini pe hini.. Runoù Futhorc a zo bet kavet ouzh ur gontell eus an 9vet kantved bet adkavet er Stêr Tavoez e 1957, ouzh Kroaz Ruthwell e Bro [[Skos]] pe ouzh dornskridoù kozh (Codex Wien, barzhonegoù Otho B.).
 
 
Linenn 131:
 
 
=== Runoù Marc'homanek (8vet da 9vet kantved) ===
[[Restr:Marcomannic.PNG|thumb|410px|Runoù Marc'homanek.]]
Un oberenn anvet De Inventione Litterarum, bet adkavet ouzh dornskridoù eus an 8vet ha 9vet kantved o tont eus kreisteiz an [[Impalaeriezh Karolingat]] (Alemania, [[Bavaria]]) e kaver ur meskaj souezhus a runoù Henfuthark ha runoù Angl-ha-saoz. Sinet eo ar skrid dindan anv Hrabanus Maurus. Hervez an dornskrid e vije bet implijet ar runoù-se gant Marcomanni, quos nos Nordmannos vocamus, Evit-se ez eus bet graet Runoù Mac'homanek diouto. N'eus liamm ebet etrezo ha Rouantelezh germanat Marc'homania da vare ar Romaned avat. Soñjal a reer kentoc'h e vije bet klasket gant Gouizieien Karolingat diazezañ runoù evit an holl lizherennoù latin. Meneget eo bet ar runoù-se gant Wilhelm Grimm e 1821 (Ueber deutsche Runen, chapter 18, pp. 149–159).
 
 
Linenn 142:
 
 
=== Runoù Futhark Diwezhañ (9vet -11vet kantved) ===
 
[[Restr:Yngre futharken.svg|thumb|280px|Runoù Futhark Diwezhañ , Re Skourroù hir ha re Skourroù berr.]]
 
[[Restr:CodexRunicus.jpeg|thumb|left| Codex Runicus, un dornskrid eus an 13vet kantved lec’h ma kaver unan koshañ testennoù al lezennoù skandinavat skrivet e runoù..]]
 
Er Runoù Futhark Diwezhañ pe Futhark Skandinavia n'eus bet dalc'het nemet 16 run diwar ar 24 run a oa en Henfuthark. Klotañ a ra ar cheñchamant-se gant an [[Yezhoù germanek|Henc'hermaneg]] oc'h emdreiñ da [[Norseg]]. Kavet e vezont e Skandinavia hag en un nebeut trevadennoù Viking. Implijet eo bet ar runoù-se adalek an 9 vet kantved betek an 11vet kantved. Rannet int etre ar runoù skourr hir ([[Daneg]]) hag ar runoù skourr berr ([[Svedeg]] ha [[Norvegeg]]). Tabut a oa savet diwar an diforc'h etre an daou stumm runoù. Soñjet e vez bremañ peurvuiañ e tenne an difoc'h stummoù d'an implij a veze graet ganto. Ar runoù skourr hir a veze kizellet ouzh mein, ar re skourr berr a veze implijet war ar pemdez evit skridoù prevez pe kemennadennoù engravet ouzh koad.
 
 
Linenn 159:
 
 
=== Runoù ar Grennamzer (12vet -15vet kantved) ===
 
[[Restr:Medeltida runor.svg|410px|thumb|Runoù ar Grennamzer]]
[[Restr:Saleby kyrkklocka, Västergötland.png|left|thumb|Kloc'h iliz Saleby, e Västergötland e Bro Sveden,enskrivadurioù runek warnañ (1228).]]
 
Astennet e voe lizherenneg Futhark Diwezhañ e kerz ar Grennamzer evit ma vefe adarre un arouez evit kement fonem a gaver er yezh Hennorseg. Pikoù a voe lakaet ouzh kensonennoù divouezh evit aroueziañ kensonennoù mouezhiet o klotañ ganto, pe ar c'hontroll , kensonennoù mouezhiet kemmet evit aroueziañ kensonennoù divouezh. Runoù nevez a voe ijinet ivez evit rentañ son ar bogalennoù. E-leizh a stummoù runoù disheñvel a gaver en enskrivadurioù ar Grennamzer ha lizherennoù zo evel S, C pe Z a veze implijet alies an eil e-lec'h ar re all.
Implijet e voe runoù ar Grennamzer betek ar 15vet kantved. Ar pep brasañ eus an enskrivadurioù runek a gaver d'an deiz hiziv e Bro Norveg a zeu diouzh mare ar Grennamzer. Ar 600 enskrivadur bet kavet e Bergen er bloavezhioù 1950, bet meneget uheloc'h, a ziskouez e voe implijet ar runoù e-kichen ha kichen gant al lizherennoù latin e-pad meur a gantved. Lod eus ar runoù zo skrivet er yezh latin zoken.
 
 
Linenn 175:
 
 
=== Runoù Dalekarliat (16vet -19vet kantved) ===
 
[[Restr:Dalrunor.svg|410px|thumb|Runoù Dalekarlia.]]
Linenn 189:
 
 
== Implij a-vremañ ==
 
=== Runoù el lennegezh ===
 
[[Restr:cirth.png|thumb|taolenn kirth , al lizherenneg runek bet ijinet gant J. R. R. [[Tolkien]].]]
Linenn 197:
Gant J.R.R. Tolkien e voent implijet kalzig e Bilbo an Hobbit da skouer evit skeudenniñ kartenn avanturioù Bilbo, en Aotrou ar Gwalennoù (Lord of the Rings) e kaver runoù ouzh bez Balin e Bro-Voria, ha titouroù e-leizh a gaver war o fenn e stagadennoù ar romant. Gant Runoù e ra Tolkien met saozneg a skriv ganto.
Jules Vernes en deus bet graet gant runoù en e levr Beaj e kreiz an Douar. Kregiñ a ra an istor gant un dornskrid kozh e runoù lec'h ma kaver anv eus un toull kevrinus e Bro [[Island]] a gas war-zu kreiz an douar. Gant Jules Verne eo al latin avat zo implijet evit ar skrid e runoù.
E daou levr e voe meneget ar runoù gant J.K. Rowling. Hermione Grandger unan eus tudennoù pennañ levrioù [[Harry Potter]] a studi ar runoù adalek he zrede bloavezh e skolaj [[Hogwarts]] . Er seizhvet levr e resev digant ar c'helenner Dumbledore aet da anaon, ur skouerenn e runoù eus The Tales of Beedle the Bard, (Konchennoù ar Barzh Bidel )
.Runoù hud a gaver meneget ivez e Le Livre des Etoiles un dastummad tri levr gant ar skrivagner evit ar re yaouank Erik L'homme.
Er serienn skinwel Stargate SG-1 e vez implijet runoù evit skrivañ gant ar ouenn estren-douar Asgard.
 
 
 
 
=== Runoù ha Nazied ===
 
[[Restr:Runou gwalenn ss.jpg|thumb|left|250px|Runoù a veze kavet ouzh Totenkopf Ring a veze gouget gant izili an SS ]]
Linenn 210:
Diwar labourioù Guido von List e oa bet entanet an Nazied gant arouezelezh ar runoù. E rummad runoù a voe distaolet ganto diwezhatoc’h evit degemer ar Runoù Wiligut bet krouet gant runoniour ofisiel an [[Trede Reich]] Karl Maria Wiligut.
Gant an Nazied e oa graet "Sig" eus ar run o talvezout da S.
Ouzh ar walenn a veze douget gant izili an Nazied , an Totenkop Ring (Gwalenn ar Glopenn) e oa engravet meur a run. Daou run "Sig" (e-barzh pep a dric’horn) , ur run 'Hagal' (e-barzh ur c’hwec’hkorn), ur run “svastika” (e-barzh ur c’harrez) hag ur run “doubl” (e-barzh ur c’helc’h).
Arouezioù evel run Odal a gaver bremañ a-wechoù ouzh bannielloù neonazi e lec'h ar svastika.
 
 
Linenn 217:
 
 
=== Nevezpaganiezh ===
 
Meur a stumm Nevezpaganiezh a gaver ha disheñvel e vez o orinoù, Lod diouto a ra gant runoù ha disheñvel e vez an implij a reont diouto.
Ur plas a-bouez o deus ar runoù er Baganiezh c'hermanek dre vras hag implijet e vezont e meur a zoare, hag e degouezhioù disheñvel hervez ar strolladom nevezpagan. Lod a ya betek ijinañ posturennoù ha jiminaz germanek pa ra re all gant ar runoù evit o skridoù pe evit an hudouriezh.
 
=== Hudouriezh ha New Age ===
 
[[Restr:Bundesarchiv Bild 183-2007-0705-500, Guido von List.jpg|thumb|Guido von List, 1913]]
 
Tad an ezoteregezh e Bro Alamagn hag Aostria eo ar skrivagner Guido von List en 19vet ha deroù an 20vet kantved..Troet tre e oa gant ar gevrinegezh . E 1908 ez embannas al levr Das Geheimnis der Runen (Kevrinoù ar Runoù) . Ennañ e kaver an 18 run Armanat. Diazezet int war ar runoù Futhark Diwezhañ. Hervez List e oant bet diskuliet dezhañ pa oa deut da vezañ dall pad ur prantad goude ma vije bet oberetet e zaoulagad diouzh ar c'hatarakt e 1902.
Ur stêr ezoterek a vefe gant ar runoù ivez hervez Sigurd Agrell (1881-1937) bet kelenner e Skol-Veur Lund e Bro Sveden. Diazezet en doa teorienn Uthark e 1930. Hervezañ e vefe rineget pe enkriptet ar runoù hag ur stêr kuzh a vefe diskuliet en ur blasañ ar run kentañ F da ziwezhañ, alese an anv Uthark. Ne oa ket bet degemeret e deorienn gant bed ar studioù runek met berzh a reas e touez ar strolladoù ezoterek.
Brud a gavas en-dro teorienn Agrell gant Keneth Meadows en e levr Rune Power e 1995. Adimplijet e voe gant ar skrivagner ezoterek svedat Thomas Karlson en e levr Uthark: Nightside of the Runes. Diazet en deus un Urzh Hudourien a ra diouto Ordo Draconis et Atri Adamantis pe Dragon Rouge. Levezonet en deus ar strolladoù sonerezh Heavy Metal Therion ha Shadowseeds.
Strolladoù New Age a ra gant runoù a-wechoù ivez evit an diouganoù. Mesket e vezont a-wechoù gant kartennoù tarod.
 
=== Skritur war an Urzhiataer ===
 
[[Restr:Runen Schlagstempel.jpg|thumb|Siell runek e dir o tiskouez Runoù Henfuthark]]
Linenn 237:
Lizherennegoù runek a zo degemeret gant an norm [[Unicode]] dindan ar bloc'had 16A0–16FF. 81 arouez zo etre tout, 75 lizherenn en o zouez. Un nebeut nodrezhioù (skriturioù) a zegemer an areouezioù-se, nodrezhoù doare krennamzer dreist-holl evel Cardo pe Junicode.
 
== Levrlennadurezh ==
 
{{Refbegin|2}}
Linenn 247:
* {{cite book |first=Lis |last=Jacobsen |last2=Moltke |first2=Erik |author2-link=Erik Moltke |title=Danmarks Runeindskrifter |publisher=Ejnar Munksgaards Forlag |location=Copenhagen |year=1941–42}}
* Looijenga, J. H. (1997). ''[http://dissertations.ub.rug.nl/faculties/arts/1997/j.h.looijenga/ Runes Around the North Sea and on the Continent AD 150-700]'', dissertation, Groningen University.
* MacLeod, Mindy, and Mees, Bernard (2006). ''[http://books.google.com/books?id=hx7UigqsTKoC&printsec=frontcover&source=gbs_navlinks_s#v=onepage&q=&f=false Runic Amulets and Magic Objects]''. [[Boydell Press]]: Woodbridge, UK; Rochester, NY, ISBN 18438320541-84383-205-4.
* {{Cite journal | last1 = Markey | first1 = T. L. | year = 2001 | title = A Tale of the Two Helmets: Negau A and B. | url = | journal = Journal of Indo-European Studies | volume = 29 | issue = | pages = 69–172 }}
* McKinnell, John and Rudolf Simek, with Klaus Düwel (2004). ''Runes, Magic, and Religion: A Sourcebook''. Wien: Fassbaender, ISBN 39005388163-900538-81-6.
* Mees, Bernard (200). The North Etruscan Thesis of the Origin of the Runes. ''Arkiv for nordisk fililogi'' 115: 33–82.
* Odenstedt, Bengt (1990). ''On the Origin and Early History of the Runic Script'', Uppsala, ISBN 918535220991-85352-20-9.
* [[Raymond Ian Page|Page, Raymond I.]] (1999). ''[http://www.boydell.co.uk/5115946X.HTM An Introduction to English Runes]'', The Boydell Press, Woodbridge. ISBN 0-85115-946-X.
* Prosdocimi, A. L. (2003–4). Sulla Formazione Dell'alfabeto Runico. Promessa di Novità Documentali Forse Decisive. ''Archivio per l'Alto Adige''. XCVII–XCVIII:427–440
Linenn 263:
{{Refend}}
 
== Liammoù diavaez ==
{{commons|Runes}}
* [http://www.khm.uio.no/forskning/publikasjoner/runenews/ ''Nytt om Runer'' runology journal.]
* [http://www.galinngrund.org/Runes-Bibliography.htm Bibliography of Runic Scholarship]
 
[[Rummad:Vikinged]]
 
{{Liamm PuB|ru}}
{{Link GA|de}}