Erc'h : diforc'h etre ar stummoù

12 okted ouzhpennet ,  10 vloaz zo
D
Bot : de:Schnee a zo ur pennad vat; Kemm dister
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 126 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q7561 (translate me)
D Bot : de:Schnee a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 2:
 
== Krouidigezh ar fulennoù-erc'h ==
[[SkeudennRestr:Earth-satellite-seasons.gif|thumb|270px|left|Ledennadoù gwiskadoù an erc'h war ar Voul-Douar hervez mareoù an amzer gwelet eus an [[egor]]. ]]
 
[[SkeudennRestr:Snow on trees.jpg|thumb|left|270px|Gwez gant erc'h warno]]
Krouet e vez an '''erc'h''' diwar an aezhenn pa'z a da [[skorn]] war-euun e-kreiz ur [[koumoul|goumoulenn]] peurvuiañ. Ar [[strink]] graet gant an dour kristalinet a zo un nebeud [[millimetr]]ad o ment ha war 6 ahel [[simetriezh]] e kasont brankennigoù. Lod a c'hell bezañ meur a [[santrimetr]]ad hed.<br />
Pep elfennig a ya d'ober ur fulenn-erc'h a zo ken [[boullded|boull]] hag an [[dour]] glan, met pa vez dasskedet ar [[gouloù]] war pep hini anezho e seblantont bezañ [[gwenn]], nemet pa vezont saotret gant an [[ampurentez]]où.
 
=== Mentoniezh ===
[[SkeudennRestr: SnowflakeSymmetry.jpg|thumb|right|Simetriezh ar fulenn-erc'h savet da bimpatrom]]
Ur fulenn-erc'h stummet mat he deus 6 brankennig ha pep hini anezho he deus brankennigoù graet gant brankennigoù all, atav o skeiñ a-hed 6 [[ahel]] hag o [[gaol|c'haolañ]] pep tro. An holl a ya d'ober ur [[c'hwec'htaleg]], unan eus al [[liestaleg]]où reolek.
<br />
Koulskoude n'eo ket ken reoliek stummoù ar fulennoù-erc'h ha n'int ket holl ken brav ha war ar skeudennoù a c'heller gwelout pa vank dezho brankennigoù hag e c'hellont kaout [[neuz]] [[bann]]où, [[spillhenn]]où, [[kensturdaleg]]où (parallelepipedennoù) ha pladennoù. Da 2° Celsius pe war-dro e c'hell bezañ krouet fulennoù-erc'h gant 3 ahel, met rouez-tre eo. Pa'z a an [[temperadur]] etre 0° ha - 3 ° Celsius ez eont da neuz ur vleunienn 6 petalenn ganti hag etre - 5° ha - 10° e weler seurt [[pladenn]]igoù pe spilhennoù pe vannoù toull hag etre - 10 ° ha - 22°e teu d'ar strink neuz ar bleunioù en-dro. Dindan - 22° e teu ur seurt [[prism]]où bihan.<br />
M'eo bet krouet ar strink war-dro - 5° ha m'eo aet an temperadur pe uheloc'h pe izeloc'h e weler bannoù gant ur vrankennig war o fennoù. Dindan demperadurioù izel-tre ez a ar fulennoù-erc'h da vezañ plat, met gant brankennigoù o c'haolañ c'hoazh.
 
Linenn 25:
 
{{Link FA|nn}}
{{Link GA|de}}
60 203

kemm