Gouel (bageal) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 52 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q25999 (translate me)
D Bot : de:Segel a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 1:
[[SkeudennRestr:gouel_1.jpg|thumb|left|Bagoù dre lien, dispak o gouelioù|500px]]
Ur ouel zo ur c'henstroll a lec'hedoù lien, a senklennoù, a lagadennoù hag a dakedoù. Talvezout a ra da lakaat ur c'harbed da loc'hañ a-drugarez da nerzh an avel. implijet e vezont evit ar bigi dre lien, ar plankennoù-dre-lien ha, war an douar, evit ar c'hirri dre lien. Gallout a ra ment ar gouelioù mont eus un nebeud metroù karrez betek meur a gant metr karrez.
 
Linenn 6:
=== Tost d'an avel ===
 
[[SkeudennRestr:Nerzhioù gouel.jpg|right|thumb|400px|''An nerzhioù war ur gouel'']]
 
Pa dosta ar vag ouzh an avel, e krou deveradenn an avel un diforc'h a wask etre an tu ouzh an avel (intrados) hag an tu enep (ekstrados). Un diwaskadenn a vez krouet war an ekstrados, ar pezh a sach an avel, e mod-se e c'hell ar vag pignat ouzh an avel. Ar memes c'hoarvoudenn eo a laka ar c'hirri-nij da nijal.
Linenn 36:
 
=== Avel a-dreñv ===
[[SkeudennRestr:Skeudenn-Spinnaker.jpg|thumb|right|200px|''Claire ha Marie dindan spi e kampionad ar bed [[ISAF]] e [[Republik Korea|Korea]]'']]
Pa bella ur vag diouzh an avel, et teu an diveradennoù da vezañ turmudus, neuze an avel a vount ar vag (e-lec'h sachañ).
 
Linenn 72:
 
== Ar sevel gouelioù ==
[[SkeudennRestr:gouel.jpg|left|250px|Anatomiezh ur gouel]]
 
 
Linenn 91:
 
{|
| [[SkeudennRestr:gouel_horizontalek.jpg|right|thumb|''A-blaen'']]
| [[SkeudennRestr:gouel_radial.jpg|right|thumb|''Beskellek'' ("Radial")]]
| [[SkeudennRestr:gouel_triradial.jpg|right|thumb|'' Triradial'']]
|}
 
 
 
[[SkeudennRestr:gouel_moulet.jpg|left|400px|thumb|''Gouelioù moullet'' (3DL ha 3DR North Sails, Fiber Path Ulmann Sails...)]]
 
 
Linenn 134:
 
 
== Labour ar gouelier ==
=== ''Da gentañ'' ===
[[SkeudennRestr:Sailmaking.jpg|left|300px]]
Evit m'o defe ar gouelioù ar stumm c'hoantaet, e rank al lec'hedoù bezañ troc'het ha kenstrollet resis. Hiriv an deiz e vez didroc'het al lec'hedoù gant [[mekanikoù laser]] resis-kenañ e stalioù ispisializet.
 
Ar saverezh gouelioù a resev al lec'hedoù troc'het dija, prest da vezañ kenstrollet. Dre ma 'z eus kalz a lec'hedoù evit sevel ur ouel, e ranker renkañ anezho en urzh war al leur (pep a niverenn disheñvel zo gant al lec'hedoù evit lakaat kemm etreze).
 
=== ''Da eil'' ===
[[SkeudennRestr:kenstrollañ_al_lec'hedoù.jpg|left|300px]]
Goude e lakaer bandennoù pegus war vord pep lec'hed. Ezhomm zo bezañ ampart ha gwelet mat evit pegañ ar bandennoù war al lec'hedoù. Ar mare-se ha mare an didroc'hañ a-raok a roio he stumm d'ar ouel. Ouzhpenn-se ez eo ret diwall pa lakaer ar bandennoù pegus war ar gouelioù da chom hep stegnañ re an danvez dindane, a-hend all e teuio ur bern plegoù er ouel (c'hoarvezout a ra dreist-holl gant an danvezioù stirennek evel an [[nilon]] pe ar [[poliester]]).
 
Linenn 161:
 
 
=== ''Da dri'' ===
[[SkeudennRestr:echuiñ_ar_gouel.jpg|left|300px]]
Ur wech echu gwriat an holl banelloù kenetrezo, e peger skoazelloù da greñvaat ar ouel e lec'h ma vez ar muiañ ezhomm : er c'hornioù, en-dro da pep lagadenn...
Goude gwriat ar skoazelloù e peger ar bandennoù evezhiañ evit ma c'hellfe pep merdeer reoliañ mat e lien.
Linenn 174:
== Ar gouelioù ==
 
=== ''Ar ouel garrez'' ===
 
Ar patrom koshañ eus Europa eo : krouet eo bet e-pad an Henamzer war ar Mor Baltik pe war ar Mor Kreizdouar gant ar bagoù kenwerzhel ha miloureL. War ar morioù hag ar stêrioù e vezent kat da vont war-raok. Ar Belem (ur vag gant teir wern), da skouer, a zo unan eus ar bigi bras a implije ar ouel garrez. En 19vet kd ne vez ket implijet anezhi ken abalamour d'ar ouel nevez : an tell (pe ouel latin). Gwelet e vez anezhi c'hoazh er Meurvor Atlantel war drakaroù ar Vikinged, avat.
Efedus-tre eo hi pa vez an avel a-dreñv ar vag. Met pa vez tostaet ouzh toull an avel, ne gerzh ket kenkoulz.
[[SkeudennRestr:100px-Square_Sail.png]]
 
=== '''''Ar ouel a drederenn''' '' ===
 
Ar ouel-se n'eo ket rez diouzh ar ouel garrez met he deus kasadennoù gwellaet. Anavezet eo en 19vet kd hag e penn kentañ an 20vet kd dreist holl e Breizh, gant ar bigi pesketa evel ar « sinago » er Mor-bihan pe ar chalouper sardineta.
 
=== ''An tell'' ===
 
 
Deuet war wel en 19vet kantved, an tell, o tont eus an Arabiz, a oa dreist holl implijet war ar Mor Kreizdouar. Kemeret en doa plas ar ouel garrez buan awalc'h war ar bigi kenwerzhel (da skouer ar felouk, ar boutr ) pe vilourel ( evel ar c'hale). Er 15vet kd edo ivez war ar bigi anavezet evel ront eus ar Meurvor Atlantel : ar garavell, ar c'harak, ar galion...
Avañs an tell eo e kerzh mat-tre pa vez an avel o tont eus babourzh pe eus stribourzh ar vag. E-barzh ar rummadoù-se e vez ar Foc pe ar Genoa; anavezet-kenañ, a servij evit ar lienn evit ar ouel a-raok er vag.
 
=== ''Ar ouel livard'' ===
 
Ar ouel livard anvet ivez balestron he deus ur spar o tont eus ar wern betek penn uhelañ al lienn. Ar sistem-se a laka al lienn d'en em stennañ. Araok e veze implijet dreist-holl war ar stêrioù-meur peogwir e oa mat evit ar bigi a c'helle rabatiñ pe dennañ ar wern evel ar c'hobarioù.
Linenn 198:
 
=== ''Ar ouel gornek'' ===
 
Ar ouel gornek pe orek a zo un emdroadur eus ar ouel a drederenn.
 
[[Rummad: Merdeadurezh]]
[[rummadRummad:Bigi-dre-lien]]
 
{{Link GA|de}}
[[Rummad: Merdeadurezh]]
[[rummad:Bigi-dre-lien]]