Etrevroadel saviadelour : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 21 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q850181 (translate me)
D Bot : de:Situationistische Internationale a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 1:
An '''Etrevroadel saviadelour''' ([[galleg]] : ''''Internationale situationniste''' pe c'hoazh '''IS''') a oa ul luskad reveulzier hag a lakae da bal distruj kevredigezh an arvestiñ. A-fet politikerezh e oa un heuliad eus mennozhioù [[Karl Marx]], re [[Anton Pannekoek]], re [[Rosa Luxemburg]], hag ivez mennozhioù diazez komunouriezh ar c'huzulioù ha re ar strollad anvet [[Socialisme ou barbarie]] ([[Claude Lefort]], [[Cornelius Castoriadis]] en o zouez) er bloavezhioù 1950. Ouzhpenn an dachenn bolitikel e felle d'al luskad mont war dachenn an arzoù. Ar pal a oa kas pelloc'h ar mennozhioù bet diwanet a-drugarez da luskadoù evel [[dada]], luskad al lizherennourien hag an [[dreistgwirvoudelezh]].
Aozet e voe ez-ofisiel e [[1957]] e-pad prezegenn [[Cosio di Arroscia|Gosio di Arroscia]], hag en aozadur e kaver izili meur a aozadur all :
* Internationale lettriste,
* [[Mouvement international pour un Bauhaus imaginiste]],
* [[Comité psychogéographique de Londres]]
* hag ur strollad livourien italian.
Testenn ziazez ar strollad a voe skrivet e [[1957]] gant [[Guy Debord]], anvet e voe ''Rapport sur la construction de situations...''. Enni e kinnige Debord "cheñch ar bed" ha mont dreist d'an holl luskadoù arzoù en ur cheñch, e forzh pe zoare, ar vuhez pemdez. Ma oa bet divizet mont war dachenn an arzoù, e kemmas buan an aozadur hag ez eas da vat dachenn ar politikerezh (gwelout levr Debord : [[La Société du spectacle]]). Un disparti a voe neuze e [[1962]] : diouzh un tu an arzourien, diouzh an tu all, ar bolitikourien. Goude-se e voe skarzhet an arzourien diouzh an aoadur ganr ar bolitikourien.
== Ar gelaouenn ==
Holl zanvez an aozadur a gaver er gelaouenn "Internationale situationniste" hag e daou levr : "Traité de savoir vivre à l'usage des jeunes générations" ([[1967]]), gant [[Raoul Vaneigem]] ha "La société du spectacle" ([[1967]]), gant [[Guy Debord]].
Er gelaouenn e kemeras perzh [[Guy Debord]], [[Mohamed Dahou]], [[Giuseppe Pinot-Gallizio]], [[Maurice Wyckaert]], [[Constant]], [[Asger Jorn]], [[Helmut Sturm]], [[Attila Kotanyi]], [[Jørgen Nash]], [[Uwe Lausen]], [[Raoul Vaneigem]], [[Michèle Bernstein]], [[Jeppesen Victor Martin]], [[Jan Stijbosch]], [[Alexander Trocchi]], [[Théo Frey]], [[Mustapha Khayati]], [[Donald Nicholson-Smith]], [[René Riesel]], [[René Viénet]]. 12 niverenn a voe embannet etre [[1958]] ha [[1969]].
 
== Al luskad saviadelour ==
Linenn 24:
[[Rummad:Politikerezh]]
[[Rummad:Arzoù]]
 
{{Link GA|de}}