Oadvezh ar maen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 110 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q11759 (translate me)
D Bot : de:Steinzeit a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 22:
Implijet e veze binviji maen graet gant un niver a vein. Da skouer, [[kailhastr]] ha mein all a veze stummet (pe diskolpet) d'o implijout evel benvegoù lemm pe [[arm]]où, e-skoaz [[basalt|maen-bazalt]] ha [[krag|maen-krag]] a veze implijet da sevel mein-malañ. [[Prenn]], [[askorn]], [[kregin|kregat]], kerniel (kirvi dreist-holl) ha danvezioù all a veze implijet stank ivez. E-pad al lodenn nevesañ eus ar prantad, [[gouelezenn]]où (evel ar [[kleiz|c'hleiz]]) a veze implijet da sevel [[priaj]]. Loc'hañ a reas al labour-douar ha doñvaet e oa loened zo.
 
Spesadoù zo estroc'h evit ar [[Primat]]ed zo gouest d'ober gant benvegoù, evel ar [[ki-dour mor|dourgon mor]], a dorr kregat [[ourmel]] gant mein. Ar [[primat]]ed a c'hell ober gant binviji ha memes sevel un nebeud. Brasoc'h eo ar gouestoni-se e-touez an ''Hominoidae'' hag an dud, met an dud hepken , ha dre vras an ''Hominina'', a zepant diouzh ar benvegoù da vevañ ha da chom bev.<ref>Barham Mitchell, 2008, p 74</ref> Ar perzhioù emzalc'h ha korfadurezh ret da sevel benvegoù, kavet e-touez an ''Hominina'' hepken, zo ar biz-meud ledanoc'h hag ar barregezh da zerc'hel un dra bennak gant an dorn e doareoù disheñvel.<ref>Barham Mitchell, 2008, p 108</ref>
 
=== Boued hag evaj ===
Dont a rae boued chaseourien-dastumerien Oadvezh ar maen eus ar plant hag al loened gouez dastumet en o endro. Beveziñ a raent kig hag organoù, en o zouez an [[avu]], al [[lounezh]]i hag an [[empenn]]. Debret e veze legumaj ha greun pell a-raok [[Dispac'h Oadvezh ar maen|dispac'h al labour-douar]], evel ma'z eo anat diouzh ar c'havadennoù arkeobotanek er gwiskadoù [[mousterian]] eus [[Groc'h Kebara]], en [[Israel]].<ref name="doi10.1016/j.jas.2004.11.006">{{cite journal |author=Efraim Lev | coauthors=Mordechai E. Kislev; Ofer Bar-Yosef |title=Mousterian vegetal food in Kebara Cave, Mt. Carmel |journal=Journal of Archaeological Science |volume=32 |issue=3 |pages=475–484 |month=March | year=2005 |doi=10.1016/j.jas.2004.11.006 |ref=harv}}</ref> Prouennoù kavet nevez zo a ziskouez e veze fardet ha debret edaj gouez gant an dud ken abred ha 23 000 vloaz zo en [[Henoadvezh koshañ ar maen]].<ref name="pmid15295598">{{cite journal |author=Dolores R. Piperno | coauthors=Ehud Weiss; Irene Holst; Dani Nadel |title=Processing of wild cereal grains in the Upper Palaeolithic revealed by starch grain analysis |journal=Nature |volume=430 |issue=7000 |pages=670–3 | date=August 5, 2004 |pmid=15295598 |doi=10.1038/nature02734 |url=http://anthropology.si.edu/archaeobio/Ohalo%20II%20Nature.pdf |ref=harv}}</ref>
 
Tost da ziwezh [[skornadur Wisconsin]], eus 15 000 da 9 000 vloaz zo, ez eas da get kalz loened bras evel ar [[mammout]]ed en [[Azia]], [[Europa]], [[Norzhamerica]] hag [[Aostralia]]. Ar c'hentañ darvoud steuzierezheus an [[Holosen]] e oa. Marteze e ezdias an dud da gemm o zinell ha gant diorroadur al [[labour-douar]], ar boued diazezet war plant gounezet a zeuas da vezañ ul lodenn ingal eus o zinell. Kinniget ez eus un niver a faktorioù da zisplegañ steuzidigezh ar spesadoù loened : ar re-chaseerezh moarvat, met ivez an digoadañ hag ur cheñchamant [[hin]].<ref>{{Cite book | editor-first=Samuel T. | editor-last=Turvey | first=Samuel T. |last=Turvey | title=Holocene Extinctions | contribution=Chapter 2: In the shadow of the megafauna: prehistoric mammal and bird extinctions across the Holocene | series=Oxford Biology | location=Oxford | publisher=Oxford University Press | year=2009 | pages=16–17 | ref=harv | postscript=}}</ref> An disoc'h kentañ a oa bruzhunadur an tachennoù ec'hon o doa ezhomm al loened bras a yeas da get tamm-ha-tamm e pep kornad.
 
=== Goudorennoù hag annezioù ===
Linenn 79:
 
[[Rummad:Oadvezh ar Maen|*]]
 
{{Link GA|de}}