Velosiraptor : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 50 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q14403 (translate me)
D Bot : de:Velociraptor a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 12:
|-----
{{Taxobox Echu}}
[[restrRestr:Vraptor Scale.svg|thumb|230px|right|Ment un den e-kichen ur ''Velociraptor'']]
 
Ar '''''Velociraptored''''' ("Preizher fonnus" e [[latin]])<ref>Osborn, Henry F. (1924a). "Three new Theropoda, Protoceratops zone, central Mongolia". ''American Museum Novitates'' 144: 1–12.</ref>, ur genad [[Dromaeosauridae]], a oa [[dinosaor]]ed a oa o vevañ war-dro 75 da 71 milion vloaz zo e-pad diwezh ar [[kretase|C'hretase]].<ref name=PGetal2008>Godefroit, Pascal; Currie, Philip J.; Li, Hong; Shang, Chang Yong; Dong, Zhi-ming (2008). "A new species of Velociraptor (Dinosauria: Dromaeosauridae) from the Upper Cretaceous of northern China". ''Journal of Vertebrate Paleontology'' 28 (2): 432–438</ref> Anavezout a reer daou spesad, daoust ma"z eus bet kaoz eus spesadoù all en amzer dremenet. ''V. mongoliensis'' eo ar spesad skouer. Dizoloet e oa [[karrekaenn]]où eus ar spesad-se e [[Mongolia]]. Un eil spesad, ''V. osmolskae'', a oa badezet e 2008 diwar tammoù klopennoù kavet e [[Mongolia diabarzh]], e [[Sina]].
 
Bihanoc'h evit ''Dromaeosauridae'' all evel ''[[Deinonychus]]'' hag ''[[Achillobator]]'', ''Velociraptor'' en doa koulskoude kalz eus perzhioù o c'horfadurezh. Ur c'higdebrer daoudroadek e oa. Pluñvek e oa gant ul lost hir ha reut, ha skilfoù e stumm [[falz|filzier]] war pep pav a-dreñv, hag a veze implijet da lazhañ e breizhoù war a soñjer. Gallout a reer lakaat kemm etre ar ''Velociraptored'' hag an ''Dromaeosauridae'' all dre o c'hlopenn hir hag izel, gant ur muzell troet etrezek an nec'h.
 
''Velociraptor'' (anvet ivez 'raptor') zo unan eus ar genadoù dinosaored brudetañ abalamour d'ar perzh bras a c'hoari e-barzh ar film ''[[Jurassic Park]]''. Er film-se avat e oa diwir lod eus perzhioù e gorfadurezh, da skouer e oa kalz brasoc'h e vent evit na oa e gwirionez ha ne oa ket pluñvek. Anavezet eo mat ivez gant ar baleontologourien, abalamour ma'z eus bet deskrivet en tu all d'un dousennad relegenn garrekaet, ar muiañ eus holl an ''Dromaeosauridae''. Ur garrekaenn vrudet zoken en deus miret ur ''Velociraptor'' krog-ha-krog gant ur ''[[Protoceratops]]''.
Linenn 27:
1 metr uhelder hag 1,8 metr ledander e oa ar Velosiraptor. Debriñ a rae dinosaored bihan ha [[bronneged]]. Adkavet eo bet e eskern e [[Mongolia]] e [[1924]]. Gwechall e oa strujus an hin du-hont ha bevañ a rae ar Velosiraptor er c'hoadeier, e-lec'h ma oa a-walc'h da zebriñ evitañ. Fonnus e rede ha war a seblant e oa speredek kenañ, ar pezh a zo bet ur gavadenn evit ar skiantourien ar bloavezhioù 1920 hag a grede e diotach an dinosaored.
 
[[SkeudennRestr:SkilfVraptor.jpg|thumb|left|Troad ar Velosiraptor. Remerkañ a reomp ar skilf hag a servije da lazhañ al loened all.]]
 
[[Daoudroadek]] e oa ar Velosiraptor, hag implijout a rae e lost e-giz un doare da gempouezañ e gorf pa dage an dinosaored all gant ar skilfoù a oa ouzh e dreid.
 
 
== Notennoù ==
<references/>
 
 
[[Rummad:Dinosaored]]
Linenn 44 ⟶ 43:
{{Liamm PuB|es}}
{{Liamm PuB|hu}}
{{Link GA|de}}