Republik Batav : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 40 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q188553
D Bot : en:Batavian Republic a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 1:
[[SkeudennRestr:Flag_of_the_Batavian_Republic.gif|thumb|right|Banniel ar Republik Batav]]
Ar '''Republik Batav''' (''Bataafse Republiek'' e [[nederlandeg]]) eo an anv a veze graet eus an [[Izelvroioù]] eus [[1795]] da [[1806]], pa oa bet savet eno ur gouarnamant hervez patrom ar [[Republik C'hall]].
 
Donet a rae anv ar stad eus ''[[Bataved]]'', anv ur boblad c'herman a veve er vro da goulz an [[aloubadeg]] roman gwechall.
 
== Istor ==
Eizh vloaz a-raok, e 1788, e oa erruet ar gostezenn Orange e penn ar vro war-lerc'h ur [[brezel]] diabarzh, harpet ma oa bet gant armeoù roue [[Prusia]], breur-kaer ar [[stadthouder]].
 
Pa voe aloubet an Izelvroioù gant armeoù an Dispac'h gall e oa tec'het ar [[stadthouder]] (rener-stad) [[Gwilherm a Orange]] da Vro-Saoz.
 
En deiz war-lerc'h, d'an [[19 Genver|19 a viz Genver]] [[1795]], e voe embannet ar '''Republik batav''' gant Gallaoued hag un nebeud skoazellerien, Izelvroiz a-du gant an Dispac'h gall.
 
Ur stad sujet da Vro-C'hall e oa. Ur gouarnamant dispac'hel e oa, distabil, ha meur a daol-stad a voe e-pad an dek vloaz ma padas. E 1805 e voe echuet gant an arnodoù demokratel pa erruas [[Rutger Jan Schimmelpenninck]] e penn ar vro evel ''Raadspensionaris''.
 
Er bloaz war-lerc'h e voe diskaret ar Republik gant [[Napoleone Buonaparte]], ha lakaet gantañ en he lec'h [[Rouantelezh Holland]], savet evit reiñ ur gurunenn d'e vreur [[Luigi Buonaparte]], anvet ''Lodewijk Napoleon'' e [[nederlandeg]] .
 
[[Rummad:Dispac'h gall]]
[[Rummad:Istor an Izelvroioù]]
[[Rummad:Stadoù-suj da Vro-C'hall]]
 
{{Link GA|en}}