Emgann Salamis : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 45 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q178850 (translate me)
D Bot : en:Battle of Salamis a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 3:
'''Emgann Salamis''' ([[Henc'hresianeg]] Ναυμαχία τῆς Σαλαμῖνος ''Naumachia tēs Salamikos'') zo un emgann war vor a enebas, e miz Gwengolo [[-480|480]] kent J.-K., morlu ar [[keoded|c'heodedoù]] gresian kevredet dindan renerezh [[Eurybiades]] ha [[Temistokles]] ouzh morlu ar [[Impalaeriezh an Ac'haemenided|Bersed]] kaset gant [[Kserses Iañ|Kserses I{{añ}}]], er strizh-mor etre an douar-bras hag [[Salamis|Enez-Salamis]], un enezenn er [[pleg-mor Aigina]] e-kichen [[Aten]]. Merkañ a ra barr eil aloubadeg [[Henc'hres]] a oa kroget e 480 kent J.-K..
 
Daoust m'o doa kalz nebeutoc'h a listri evit ar Bersed e oa gounezet ar c'hevredidi c'hresian d'ar soñj da en em gannañ adarre ouzh listri ar Bersed gant ar jeneral atenian [[Temistokles]], gant ar spi e virfe un trec'h ouzh ar Bersed a gas o bigi a-hed aodoù [[Peloponnesos]], a-dreñv da linenn difenn diwezhañ ar C'hresianed. Mennet e oa ivez ar roue Kserses da drec'hiñ ar C'hresianed da vat da echuiñ ar brezel. Da-heul ur finesa eus Temistokles e antreas morlu ar Bersed e strizh-mor Salamis hag e klaskas stankañ an daou zigor. Dre ma oa enk ar strizh-mor e teuas niver bras ar Bersed da vezañ un diaezamant. O bigi o deveze poan o leviata hag a grogas da vezañ dizurzhiet. D'ar mare-se e argadas listri ar C'hresianed renket en a-raok en ul linenn ha mont a reas an trec'h gante. Goueledet pe kemeret e oa d'an nebeutañ 300 lestr persat.
 
== Notennoù ==
Linenn 13:
[[Rummad:Emgannoù]]
[[Rummad:Brezelioù medek]]
 
{{Link GA|en}}