Bier : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 140 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q44 (translate me)
D Bot : en:Beer a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 2:
[[Restr:Belgium-Beer.jpg|thumb|250px|right|Ur mekanik da ziskenn [[banne]]où bïer en un [[ostaleri]] e [[Brusel]], [[Belgia]].]]
 
Ar '''bier''' a zo un [[died]] [[alkoolek]] fardet diwar [[goadur]] un toullad sukroù dibar e-kreiz ul liñvenn dourek. Ar sukroù a zo produet diwar frikañ ha dourañ [[greun]] [[ed]] eginet, greun [[heiz]] peurvuiañ. Ar seurt [[yod]] deuet diwar ar fardañ-se a vez graet [[malt]] anezhañ. Ouzhpennet e vez [[bleun]]ioù [[houpez]] peurvuiañ da reiñ ur [[blaz]] c'hwervik. Ar [[breserezh]] eo arz ar fardañ bier.
 
Kavet e vez [[danvez]]ioù hag aozerezhioù a bep seurt e lec'hioù ma vez gounezet edoù, ken a vez meur a [[liv]] ha meur a [[blaz|vlaz]] disheñvel war ar bïer.
 
== Bïer en [[Henamzer]] ==
Unan eus an diedoù kozhañ eo ar bier, ha roud eus ar bier pa gaver e foñs [[jarl]]où eus ar [[7vet milved kantved kent Jezuz-Krist]] d'an nebeutañ ha kavet en [[Iran]] ha pa gaver [[testenn]]où istorel e [[Henegipt]] hag e [[Mezopotamia]].
 
Ez-naturel e c'hell un nebeud sukroù mont da goiñ (ha da verviñ) diouzh ar [[goell]]où o nijal en [[aer]] ha lod a gred eo bet kavet an doare evit produiñ ar bier e meur a vro er bed hep na vije bet liammoù etre an dud.
 
E [[Mezopotamia]] eo bet kavet an [[tablezenn|dablezenn]] [[Sumer|sumeriad]] a soñj da lod eo an hini goshañ ([[6vet milved kent Jezuz-Krist]]) er bed. Diskouez a ra tud oc'h evañ un died gant ur gorzennig [[raoskl]] diwar ul [[lestr]] boutin. Kaoz a zo eus bier e-barzh [[Meurzanevell Gilgamesh]]. Anavezout a reer ivez ur varzhoneg e sumereg savet 3 900 bloaz 'zo en enor an [[doueez]] Ninkasi, maeronez ar [[breserezh]], enni ar [[rekipe]] koshañ evit fardañ bier dre [[bara|vara]] heiz. Un died eus ar re a vez evet ar muiañ ha pouezus-tre en armezh e oa ar bier evit sevenadurioù bras diazezet war gounezerezh an edoù evel hini Henegipt hag hini Mezopotamia.
 
== Bier Breizh ==
Evit anavezout anvioù kement seurt bier zo er vro, sellit ouzh [[Bier Breizh]].
 
== Pennadoù kar ==
* [[korev]]
 
== Liammoù diavaez ==
{{Commons|Beer}}
{{Wikeriadur}}
Linenn 27:
{{Liamm PuB|es}}
{{Liamm PuB|pl}}
{{Link GA|en}}