Kastell Chinon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 20 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q912447
D Bot : en:Château de Chinon a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 1:
[[SkeudennRestr:Château Chinon.JPG|250px|thumb|right|Kastell Chinon, dreist ar gêr gozh, gwelet eus ribl ar stêr [[Vienne (stêr)|Vienne]].]]
'''Kastell Chinon''' zo ur [[kastell|c'hastell]] e kumun [[Chinon]], war lez ar stêr [[Vienne (stêr)|Vienne]], e-kreiz Bro-C'hall.
 
Teir lodenn rannet gant douvezioù a ya d'ober ar c'hastell e gwirionez, anvet "Fort du Coudray", "Château du Milieu" ha "Fort Saint-Georges".
== Istor ==
Da vare ar Romaned e oa ur c'hreñvlec'h eno, war ur run dreist ar stêr. Kreñvaet e voe c'hoazh gant [[Teobald Iañ (kont Bleaz)]], e dibenn an {{Xvet kantved}}. E-pad an {{XIIvet kantved}} e oa Chinon en [[Anjev]] (a oa dizalc'h diouzh ar rouantelezh c'hall en amzer-se), hag unan eus lec'hioù annez karetañ ar roue saoz [[Herri II (Bro-Saoz)|Herri II Plantagenêt]] e oa. Evel [[Poitiers]] ha [[Bordeaux]] e oa Chinon unan eus ar c'hêrioù a bouez e domanioù an tiegezh Plantagenêt war an douar-bras. Gant Herri II e voe brasaet ar c'hastell a dapas neuze 400 metr hed war 76 metr led. Er {{XIVvet kantved}} e voe ouzhpennet un tour-horolaj 35 metr uhelded. Faezhet e voe ar roue Herri II gant e zaou vab, [[Richarzh Iañ (Bro-Saoz)|Richarzh]] ha [[Yann Iañ (dug Normandi)|Yann]], emsavet outañ, ha mervel a reas er c'hastell d'ar 6 a viz Gouere [[1189]]. Douaret e voe en [[Abati Fontevraud]], evel e wreg [[Eleanora Akitania]] hag e vab Richarzh Kalon Leon diwezhatoc'h.
 
E deroù ar {{XVvet kantved}} e oa an daofin gall [[Charlez VII (Bro-C'hall)|Charlez VII]] o vevañ er c'hastell. Dont a reas [[Janed Ark]] di e penn kentañ he stourm da "vountañ ar Saozon e-maez Bro-C'hall". Anavezout a reas an daofin kuzhet e-touez an dud all, hervez a gonter, ha gant se e teuas a-benn da lakaat Charlez da vont da roue ha da vodañ un arme.
 
E dibenn ar {{XVIvet kantved}} e oa ar c'hastell etre krabanoù an [[Hugunoded]] ha graet e voe un toull-bac'h anezhañ gant [[Herri IV (Bro-C'hall)|Herri IV]]. Dont a reas ar c'hardinal Richelieu da vezañ perc'henn eus ar c'hastell e [[1633]], met ne voe ket dalc'het e ratre goude-se ha kregiñ a reas da gouezhañ en e boull. Gant [[Prosper Mérimée]] e voe lakaet kempennn ar mogerioù, dindan ren [[Napoleon III]].
 
[[Rummad:Kestell Bro-C'hall|Chinon]]
 
{{Link GA|en}}