Mahatma Gandhi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 1 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q1001
D Bot : en:Mahatma Gandhi a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 12:
lec'h mervel=[[New Delhi]], [[India]]}}
|}
Bet eo '''Mohandas Karamchand Gandhi''' ([[hindeg]]: मोहनदास करमचन्द गांधी; [[goudjarateg]]: મોહનદાસ કરમચંદ ગાંધી; [[2 Here]] [[1869]] – [[30 Genver]], [[1948]]) pennlusker speredel ha politikel [[India]] . E penn ar stourm evit [[dizalc'hiezh India]] diouzh [[Impalaeriezh Breizh-Veur]] eo bet, harpet gant milionoù a [[Indiz]]. A-hed e vuhez en deus distaolet kement stumm [[feulster]] pe [[sponterezh]] zo. Savet eo bet gantañ an termen a ''[[satyagraha]]'', evit deskrivañ prederouriezh an [[anfeulster]] kaset war-raok gantañ. Levezon en deus bet ar ''satyagraha'' abaoe war luskadoù [[emsav anfeuls|emsavel anfeuls]] en e vro hag er bed a-bezh.
 
Deuet eo da vezañ un ikonenn vroadel e [[1918]] p'en deus kemeret penn ar stourm evit an dizalc'hiezh ha [[Kendalc'h Broadel India]]. Lesanvet eo bet, gant azaouez bras, ''[[Mahatma]]'' da lavaret eo ''Ene Meur'' gant milionoù a Indiz. Daoust ma ne blije ket nemeur dezhañ ar merkoù a enorioù e vez graet c'hoazh gant '''Mahatma Gandhi''', ar pezh a dalvez an eneeg, den a ene, pa gomzer diwar e benn hiziv er bed a-bezh. Ouzhpenn ma seller outañ evel pennrener brasañ an Istor e vez graet "[[Tad ar Vroad]]" pe '''Bapu''' ([[Hindi]] evit Tad) anezhañ en [[India]]. Un [[devezhioù gouel India|devezh gouel broadel]] eo ''[[Gandhi Jayanti]]'' an [[2 Genver|2 a viz Genver]], deiz e zeiz-ha-bloaz.
Linenn 18:
Gant doareoù anfeuls ha dre an [[disuj sivil]] eo deuet a-benn Gandhi da gaout dizalc'hiezh ar vro digant [[Breizh-Veur]]. Un awen eo bet e skouer evit pobloù trevadennet all hag, a-benn ar fin, eo bet diskaret [[Impalaeriezh Breizh-Veur]]. Pennaenn Gandhi ar ''satyagraha'' (eus ar gerioù[[sañskriteg|sañskritek]] ''satya'' evit gwirionez ha ''agraha'' evit striv), bet troet alies gant "hent ar wirionez" pe "klask ar wirionez" zo bet awenet ganti emsaverien evit ar frankiz all evel [[Martin Luther King, Jr.]], an [[Tenzin Gyatso, XIVvet Dalai Lama|Dalai Lama]], [[Lech Wałęsa]], [[Steve Biko|Stephen Biko]], [[Aung San Suu Kyi]], ha [[Nelson Mandela]]. Koulskoude n'o deus ket an holl bennoù-se dalc'het-mort da bennaenn strizh Gandhi an anfeulster hag an [[anersaviñ]].
 
Alies en deus bet Gandhi disklêriet e oa eeun-kenañ e bennaennoù hag e save o mammenn da gredennoù [[Hindouegezh|Hindou]] hengounel : [[gwirionez]] (''[[satya]]'') hag [[anfeulster]] (''[[ahimsa]]''). "N'em eus ket netra nevez da gelenn d'ar bed. Gwirionez hag anfeulster zo ken kozh har ar menezioù" emezañ.
 
== Yaouankiz ==
Linenn 27:
E miz Mae [[1882]], hag eñ 13 vloaz, eo euredet Gandhi gant [[Kasturba Gandhi|Kasturba Makharji]], a oad gantañ, dre un dimeziñ rakdivizet gant e gerent. Pevar mab a vo : [[Harilal Gandhi]], ganet e [[1888]]; [[Manilal Gandhi]], ganet e [[1892]]; [[Ramdas Gandhi]], ganet e [[1897]]; ha [[Devdas Gandhi]], ganet e [[1900]].
 
En e yaouankiz eo bet Gandhi ur studier dister e Porbandar ha, diwezhatoc'h, e [[Rajkot]]. Tenn eo bet dezhañ bezañ degemeret en arnodenn mont e-barzh [[Skol-veur Mumbai]] e [[1887]]. Mont a ra da skolaj Samaldas e [[Bhavnagar]]. Ne chomo ket pell eno avat rak fellout a ra d'e familh ez afe da [[alvokad]]. Maleürus e oa e Samaldas hag e lammas war an digarez evit mont da studiañ da Vreizh-Veur gwelet gantañ evel "ur vro prederourien ha barzhed, kreizik-kreiz ar sevenadurezh."
 
Da 19 vloaz emañ e [[Skol-veur Londrez|University College London]] evit mont da alvokad. E [[Londrez]], kêr-benn an Impalaeriezh, e talc'h da zoujañ d'ar bromesa graet d'e vamm kent kuitaat India da chom hep debriñ kig nag alkool, hervez erbedadennoù ar manac'h jahinour Becharji. Daoust ma klask reizhañ e emzalc'h diouzh ar boazioù saoz n'eo ket e stomak evit en em ober ouzh kig [[dañvad]] ha [[kaol]] ar berc'hennez. Kaset e vo ganti war-du unan eus an nebeud pretioù vejetarian saoz a oa e Londrez d'ar mare-hont. N'eo ket trawalc'h dezhañ sujañ d'ar bromesa graet d'e vamm. Kregiñ a ra da lenn war an divoud ha dont a ra da vezañ ur vejetarian a-youl. Lakaat a ra e anv e [[kevredigezh ar vejetarianed]], dilennet eo er c'huzul-merañ ha sevel a ra ur skourr lec'hel. Diwezhatoc'h e lavaro e vo bet talvoudus dezhañ an tamm skiant bet prenet eno evit aozañ frammoù ha ren luskadoù. E-mesk ar vejetarianed a ra anaoudegezh ganto ez eus izili eus ar [[kevredigezh teozofel|gevredigezh teozofel]] bet krouet e [[1875]] gant [[H.P. Blavatsky]] evit kas war-raok ar genvreuriezh hollvedel. Mennet e oa an Deozofourien da studiañ ar [[boudaegezh|voudaegezh]] hag al lennegezh Hindou [[Brahman|brahmanek]]. Broudañ a reont Gandhi da lenn ar ''[[Bhagavad Gita]].'' Daoust dezhañ bezañ chomet diseblant a-walc'h ouzh ar [[relijion]] betek neuze, e krog Gandhi da lenn studiadennoù hindou pe diwar-benn an [[hindouegezh]], ar [[kristeniezh|relijion kristen]], ar voudaegezh ha relijionoù all.
Linenn 51:
Pa darzh [[Brezel Suafrika]] e tifenn Gandhi ar soñj ma rank Indiz harpañ ar striv brezel evit gellout goulenn bezañ keodedourien leun en eskemm. Lakaat a ra en e sav ur bagad ambulañsourien a-youl vat a ya 300 Indiad hag 800 labourer kevratet d'e ober. Eñ e-unan a ra da gravazher e-kerzh [[emgann Spion Kop]]. Medalennet e vo evit se. Pa serr ar brezel avat, ne'z a ket war-raok doare Indiz er vro, kentoc'h e kendalc'h da vont war washaat.
 
E [[1906]] ez eus embannet ul lezenn nevez gant gouarnamant [[Transvaal]] ma rank holl Indiz an drevadenn bezañ marilhet. Da-geñver ar vanifestadeg diniver dalc'het e [[Johannesburg]] e miz [[Gwengolo]] ec'h embann Gandhi evit ar wech kentañ e brogramm ''satyagraha'' (gouestl d'ar wirionez), pe stourm difeuls. Broudañ a ra neuze e genvroidi da stourm a-enep d'al lezenn nevez ha da c'houzañv kastiz evit en ober kentoc'h eget stourm a-enep dre ar feulster. Degemeret eo e strategiezh a gas da seiz vloaz stourm ma vo skourjezet pe bac'het miliadoù a Indiz (en o zouez Gandhi e-unan, meur a wech). Lazhet ez eus tud evit bezañ nac'het bezañ marilhet pe evit bezañ devet o c'hartenn varilh pe bezañ stourmet gant doareoù difeuls a-enep d'ar marilhañ mod pe vod. Berzh a-walc'h a ra gouarnamant Suafrika en e strivoù a-enep d'an emsav indiat met dislavaret eo e zoareoù kriz ha didruez e-keñver manifesterien peoc'hus gant an dud dre vras. A-benn ar fin e rank ar jeneral suafrikan [[Jan Christian Smuts]] kevraouiñ gant Gandhi.