Bleiz gris : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 1 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q18498
D Bot : en:Gray wolf a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 13:
== Livadur ==
 
Kemm a ra kalz ment ha pouez ar bleizi hervez ar rannvedoù, hag e vezont brasoc'h en hanternoz. Ar peurliesañ e vuzul ar bleizi etre 0.6 ha 0.9 metr ha pouezañ a reont etre 33 ha 62 kg. Pennoù'zo en [[Alaska]] a dizh 77 kg. Ar bleiz brasañ anavezet a oa bet lazhet en Alaska e 1939. Pouezañ a rae 80 kg. Ar bleizi bihanañ eo isspesad ar bleizi Arabia : pouez o farezed a ya da 10 kg hepken. <!--War dro 20% eus ar piri e vez opouezañ ar barezed. Muzuliañ a ra ar bleizi etre 1.3 ha 2 metr a hed eus penn o lost betek o muzell.-->
 
Evid kaleter e oa bet savet korf ar bleiz gris. E vruched strizh hag e revr galloudus a lakaa da aesoc'h ar c'herzhadegoù hir. Galloud a ra redek meur a gilometr da zek kilometr dre eurvezh ga tizhout a c'hell 65 km\e e-pad un hemolc'h.
 
Kerzhout a c'hell ar bleizi war un niver bras a zachennoù ha gweñv tre ez int en erc'hegoù. Roeñvoù bihan o-deus etre o bizied-troad a ro tro dezho da gerzhout en un doare aesoc'h war an erc'h. [[Dijitigrad]] ez int ivez, ar pezh a ro tro dezho da rannañ pouez o c'horf en un doare ingaloc'h. Ar pavioù a-raok a zo brasoc'h eget ar re a revr hag ur pempvet biz-troad aspadennek o-deus. O skiltroù dall a skoazell anezho da chom war-sav war gorreoù risklus ha [[gwazhiennoù]] ispisial a vir ar pavioù ouzh ar rev. Gwrag-c'hwezh lec'hiet dindan ar pavioù a lez arouezioù kimiek war ar gorre ha ga harp ar bleizi da gavout o merkoù ha da ziskouez d'o c'hennouennidi pelec'h emaont.
[[SkeudennRestr:Canis lupus laying.jpg|left|thumb|250px]]
Gallout a ra ur bleiz seblantout brasoc'h eget m'eo abalamour d'e vlevad stank a vez kenaozet a zaou wiskad. An hini kentañ a zo graet gant blev kalet a vir an aneval ouzh an dour hag ar poultr. An eil a zo stankoc'h ha dizintrus ha mirout a ra ar bleiz ouzh ar yenijenn. Kemm a ra blevad ar bleiz hervez an amzer. O blevad-goañv a vez ar barrezed o virout hiroc'h eget ar piri.
 
Linenn 24:
 
== Gouennadur ==
[[SkeudennRestr:Grey Wolf 7.jpg|right|thumb|Ur bleizig hag e vamm.]]
[[Anien]] a ouennadur a vez o vroudañ ar bleizi youank da vont kuit eus ar bagad-chas da gercc'hat un dachennad ma c'hellint sevel ur c'hlan nevez. O c'hoarvez ur wech pep bloaz e vez ar skigadeg-mañ. Evel ma ne baront ket an eil gant an egile bleizi eus ar memes bagad ez eus ezhomm eus daou vagad da grouiñ unan nevez. Pa gej daou vleiz o-deus aet kuit eus o vagad-chas e krogont da sevel un dachennadenn nevez. Betek ar varv e vez o padout al liamm etrezo.
 
Linenn 30:
 
Etre 60 ha 63 devez e pad an dougen. War dro 500 g e pouez ar venned. Dall ha bouzar ez int ha ne c'hellont ket bevañ hep ho mamm. Ur barrez a c'hell genel etre 1 ha 14 bleizig. Chom a reont er mougev betek ma vez tizhet oad teir sizhunvezh ganto. En un dachenn uhell e vez lec'hiet ar mougev ar peurliesañ ha tost ouzh an dour. Bez ez eus ur "gambr" en e benn, goude un hent-riboul a c'hell muzul meur a vetrad. Goude teir sizhunvezh ez a ar bleizig da zizalc'hoc'h ha kregiñ a reont da ergerzhout o endro. Gallout a reont pellaat ag ur c'hilometrad pa dizhont 5 sizhunvezh. Goude div sizhunvezh e krogont da zebriñ kig adskopet ha dizonet e vezont goude 8-10 mizvezh. E-pad ar sizhunvezhioù kentañ e ra ar vamm war-dro e venned ganti hec'h unan met skoazellet e vo diwezhatoc'h gant ar peurrest eus ar bagad-chas.
[[SkeudennRestr:Canis lupus resting in front of den.jpg|left|thumb|Ur bleiz e-kichenn e zouarenn.]]
Goude div vizvezh e vo ar bleizigoù diblaset d'ul lec'h ma vint e surentez tra yelo ar bagad-chas da hemolc'hiñ. Unan pe daou vleiz vras a chom ganto d'o mirout. Goude un nebeut a sizhunvezhioù muioc'h e vez aotret ar bleizigoù da heuliañ ar re vras ha gwir o-deus da zebriñ da gentañ daoust d'o renk izel. Ne gemerint ket perzh en hemolc'h kent ma vez tizhet eizh mizvezh ganto. Da stourm etrezo e krog da sevel ur renkadurezh ha da embreger al lidoù ag aotrouniezh hag a sujidigezh diouer d'o vuhez kevredel.
 
O oad-gour e tizh ar bleizi goude daou pe tri bloavezh. Oblijet e vo kalz anezho neuze da vont kuit eus ar chasha da grouiñ ur chas nevez. Etre 6 ha 8 bloavezh e c'hell bevañ ar bleizi en natur hag-eñv e c'hellont bevañ div wech hiroc'h en erreoù. Uhel-tre eo ar feur-merventez. Kalz bleizigoù a varv gan an aon ha kalz arall a vez lazhet gant preizherien evel [[arzh]]ed, [[koyot]]ed pe lern. Mervel a ra ar bleizi en abeg d'ar bigrierezh, d'ar gwallzarvourdoù-kar ha da c'hloazioù-hemolc'h. Daoust ma c'hell bleizi tizhet ganto o oad-gour bezañ lazhet gant preizherien o enebour pennañ a vez bleizi o tont eus chaseoù arall.
Linenn 39:
=== Kenere ===
 
[[SkeudennRestr:Grey Wolf 3.jpg|right|thumb|Ur bleiz ouzh en em zifenn.]]
[[SkeudennRestr:Grey Wolf 4.jpg|right|thumb|Ur bleiz an aon gntañ.]]
[[SkeudennRestr:Wolf_greet.jpg|right|thumb|Ur bleiz sujet.]]
Daoust ma n'o-deus yezh ebet e c'hell ar bleizi kaout darempred a-drugarez d'un nivrer bras ag arouezioù korfel
 
Linenn 56:
'''Ouzh en em zifenn''' : ur bleiz ouzh en em zifenn a blad e zivskouarn war e benn.
 
== Gerioù (deveret, kar, kevrennek,...) ==
* ''Bleiz'': den drouk
* ''[[Beuz-bleiz]]'': [[bug]]
* ''[[Bleiz-bouzel]]'': amprevan eus an urzhad ''Coleoptera''
* ''[[Bleiz-broc'h]]'': loen eus ar c'herentiad ''Hyaenidae''
* ''Bleiz-labour'': den a labour kalz
* ''Bleiz-mor'': [[Touilh-traezh|pesk]] eus ar c'herentiad ''Scyliorhinidae'' ha [[Skoazog|morvil]] eus ar c'herentiad ''Delphinidae''
* ''Bleiz-mor'': martolod
Linenn 67:
* ''Hent bleiz'': hent fall
* ''Lagad-bleiz'': [[kanevedenn]]
* ''Lost-ar-bleiz'': [[kanevedenn]]
* ''[[Raden]]-bleiz'': spesad raden
== Lavaredoù ==