Lao Zi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 104 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q9333
D Bot : en:Laozi a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 1:
[[SkeudennRestr:Lao Tzu - Project Gutenberg eText 15250.jpg|thumb|Lao Zi]]
'''Lao Zi''' ( 老子, [[pinyin]] ''Lǎo Zǐ'', ÉFEO <ref> ''École Française d’Extrême-Orient'', he deus savet ur reizhiad da dreuzskrivañ ar [[sinaeg]] e lizherennoù roman abaoe 1902. Petra bennak ma vez arveret ar pinyin hiziv an deiz e kaver c’hoazh kalz anvioù dindan stumm an ÉFEO er studiadennoù gallek. Ar reizhiad ''Wade-Giles'' dreist-holl eo a vez arveret e saozneg e-kichen ar pinyin. </ref> ''Lao-Tseu'', “Mestr Lao” pe “Lao Gozh”) a reer eus un dudenn deskrivet evel ur [[Prederouriezh|prederour]] kevrinek e [[Sina]] gozh.

Ez-hengounel e vez lakaet Lao Zi da aozer an ''Dao De Jing'', ha dre-se da ziazezer an [[Daoegezh]]. Azeulet e vez en darn vrasañ eus skourroù relijiel an Daoegezh.

Hervez an hengoun sinaat e vevas Lao Zi er 6vet kantvet KJK, met niverus eo an istorourien o soñjal ez eus anezhañ ur meskaj eus meur a zen gwirion ; gouizieien all a lavar e voe evit gwir eus Lao Zi er 4re kantved KJK. <ref> SCHIPPER Kristofer, ''Laozi [Lao-Tseu]'', en ''Dictionnaire de la Civilisation chinoise'', Encyclopædia Universalis /Albin Michel, Paris, 1998, ISBN 978-2-226-10092-4 </ref>

Pouezus-tre eo Laozi er sevenadur sinaat, betek hiziv an deiz, hag en Azia a-bezh ivez. Er bed-holl ez eus bet emsavioù a-enep ar galloudoù aotrouniek a embannas bezañ levezonet gant ''Dao De Jing'' Lao Zi.

== Lao Zi en Istor ==
[[SkeudennRestr:Laozi meets Yin Xi.PNG|thumb|Kejadenn Laozi ha Yin Xi]]
Ar skrid kentañ ma kaver meneg eus Lao Zi eo levr al [[Lezennouriezh (prederouriezh sinaat)|lezennour]] '''Han Feizi''' (281-233 KJK), ma lenner ez eo ''Lao Zi'' aozer an ''Dao De Jing''.

Tremen kant vloaz diwezhatoc’h e voe skrivet ar ''Shi ji'' (“Eñvorennoù an istorour”) gant an istorour meur [[Sima Qian]] ( 司馬遷 , ''Sīmǎ Qiān'', ÉFEO ”Sse-ma Ts’ien”) a vevas etre ~145 ha ~87 KJK.

Setu amañ un droidigezh eus ar meneg kentañ eus Lao Zi er skrid-se :
::::''Da drede bloavezh an impalaer Ding Wang eus ar remziad Zhou'' [604 KJK] ''e voe ganet Lao Zi e kêriadenn Qio Jin e kêr Lai e paou Ku er rouantelezh Zhou.
Linenn 20:
Mar distroer da skrid Sima Qian e tesker penaos e teuas Lao Zi ken faezh gant diskar ar vuhezegezh e kêr ma’z eas war-du ar C’hornôg a-benn ren buhez ur penitiour eno. P’em gavas war vevenn ar rouantelezh Zhou, en ode Han Ku, e voe anavezet gant ur gward anvet Yin Xi a c’houlennas digantañ skrivañ e soñjoù kent em dennañ diouzh ar vuhez foran ; neuze e skrivas Lao Zi al levr berr 5 000 kealarouez ennañ a anavezer dindan an anvioù ''Dao De Jing'' ( 道德經 ) “Klaselour an Hent hag ar Perzh”, pe ''Laozi''. Biken ken ne voe gwelet Lao Zi e Sina.

War-dro kreiz an 20vet kantved e voe ur c’henemglev etre an darn vrasañ eus ar sinaourien evit embann ne voe ket eus Lao Zi un den istorel – pe da nebeutañ ne c’halled ket prouiñ e oa un den istorel anezhañ – hag ez eus eus an ''Dao De Jing'' ur c’hendastumad soñjoù liesorin eus ar 4re kantved KJK. <ref> WATSON Burton, ''The Complete Works of Chuang Zu'', Columbia University Press, New-York, 1968, ISBN 978-0-231-03147-9 </ref>

Diwar istor Lao Zi o profañ an ''Dao De Jing'' da Yin Xi e kreskas skeudenn Lao Zi evel un doue o profañ ar Wirionez Salvus da vab-den doaniet. <ref> KOHN Livia & LAFARGUE Michael, ''Lao-Tzu and the Tao-Te-Ching'', State University of New-York Press, Albany, New-York, SUA, 1998, ISBN 978-0-7914-3599-1 </ref>

== Da heul Lao Zi ==
[[SkeudennRestr:Statue of Lao Tzu in Quanzhou.jpg|thumb|left|Lao Zi kizellet en ur roc’h]]
E deroù ren ar remziad Han (202 KJK-220 GJK) en em vodas an Daoidi gentañ tro-dro d’an ''Dao De Jing'' da ziazezañ skol an ''Huanglao Dao'', “Dao an Impalaer Melen” <ref> http://huanglao.org/history.htm </ref> a bouezas evit ma vije damkan an ''ober hep ober'' (gwelet [[Daoegezh]]) lakaet e pleustr er [[politikerezh]] en enep da reolennoù strizh heulierien Konfusius.

Da sent e voe Lao Zi ha Huanglao lakaet ganto, hag azeulet a-benn goulenn diganto sikour evit tizhout an hirhoal.

Un 350 vloaz bennak goude, da vare an impalaer Huan (147-168), e voe an azeul-se degemeret gant an impalaer hag er bloavezh 165 GJK e voe savet un azeuldi e lec’h ganedigezh Lao Zi hervez Sima Qian.

Pelloc’h e selled ouzh Lao Zi evel ouzh un doue, ha pelloc'h c'hoazh e voe ar Mestr kozh lakaet da vezañ an Dao e-unan : bez’ e vije bet eus Lao Zi kent en hollved, ha kemmañ a raje a-benn degas kemmoù en hollved dre lakaat ar ''yin'' hag ar ''yang'' da c'hoari. Tremenet e vije dre an Douar da ziskuliañ kelennadurezh an divarvelezh da renerien santel Sina gozh.

Setu Lao Zi lakaet da Vesiaz en desped da gentelioù an ''Dao De Jing''.

Diwezhatoc’h e voe anavezet Lao Zi gant ar [[Boudaegezh|Vouddhaegezh]] evel un doue en devije “distroet ar gouezarded” en ode Han Ku ha prientet an hent d’ar Vouddhaegezh e Sina. E penn an Teir Relijion (Bouddhaegezh, Daoegezh ha [[Konfusianegezh]]) e voe lakaet neuze. <ref> SCHIPPER Kristofer, ''op. cit.'', p. 389. </ref>
== Lao Zi er C’hornôg ==
Zoken pa ne voe ket un den gwirion eus Lao Zi e c’haller lavaret e levezonas dre an ''Dao De Jing'' lod politikourien gornogel a vreutaas evit ma vije ar renerien uveloc’h ha ma vije skañvaet pouez ar Stadoù war buhez ar pobloù. Lod emsavioù peoc’hour ha/pe [[Anveliouriezh|anveliour]] a embannas bezañ levezonet gant an ''Dao De Jing'' ivez.

War dachenn an [[armerzh]] e c’haller menegiñ damkan Murray N. Rothbard (1926-1995) a reer ''ar gevalaouriezh anveliour'' anezhi. <ref> http://mises.org/daily/1967 </ref>

== Notennoù ==
<references/>
== Levrlennadur ==

* BOAZ David, ''The Libertarian Reader – Classic and contemporary readings from Lao Tzu to Milton Friedman'', Free Press, New-York, 1998, ISBN 978-0-684-84767-2
Linenn 48:
* MASPERO Henri, ''Le Taoisme et les religions chinoises'', Gallimard, Paris, 1950 (a c’haller enkargañ diwar lec’hienn an ''UQAC/Université du Québec à Chicoutimi'' : http://classiques.uqac.ca/classiques/maspero_henri/C29_taoisme_religions_chinoises/taoisme.html )
* PEERENBOOM R. P., ''Law and Morality in Ancient China – The Silk Manuscripts of Huang-Lao'', State University of New-York Press, Albany, New-York, SUA, 1993, ISBN 978-0-7914-1237-4
== Liammoù diavaez ==
* http://www.chineancienne.fr/
:Ul lec’hienn ma kaver skridoù a-zivout Sina gozh, da enkargañ er stummoù ''.pdf'' pe ''.doc''.
Linenn 57:

[[Rummad:Prederourien Sina]]

{{Link GA|en}}