Luise von Mecklenburg-Strelitz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 25 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q156723
D Bot : en:Louise of Mecklenburg-Strelitz a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 1:
[[SkeudennRestr: Luise Joseph Grassi 1802 min cropped.jpg|thumb| hochkant=1.2|Ar rouanez Luise, [[eoullivadur]] gant [[Josef Maria Grassi]] er bloaz 1802]]
[[SkeudennRestr: Luise Unterschrift.jpg|thumb| hochkant=1.2|Skritur ar rouanez ]]
[[FileRestr:Lebr019.jpg|250px|thumb|Luise von Mecklenburg-Strelitz]]
'''Luise von Mecklenburg-Strelitz''' (1776–1810), a oa pried [[Friedrich Wilhelm III Prusia]], [[roue Prusia]]. Karet e oa kenañ, dremmet eus ar c'haerañ, ha brudet evel ar '''Rouanez Luise'''. He barr he brud e voe e-pad ar brezel ouzh armeoù gall [[Napoleone Buonaparte]].
 
== He buhez ==
Ganet e oa e [[1776]]. Merc'h e oa da [[Karl II Mecklenburg-Strelitz]], priñs pennhêr dugelezh [[Mecklemburg-Strelitz]], letanant jeneral [[Hannover]], ha da [[Friederike von Hessen-Darmstadt (1752–1782)]].
Bugelig e oa pa varvas he mamm, ma addimezas he zad d'e [[c'hoar-gaer]]. Adalek [[1786]] (10 vloaz e oa) e voe savet Luise hag he c'hoarezed gant o mamm-gozh, e [[Darmstadt]]. D'o c'helenn e oa ur c'houarnerez protestant [[Salomé de Gélieu]], eus [[Neuchâtel]] (a oa da Brusia neuze), ha gallegerez. Ar galleg e oa yezh an noblañsed alaman uhel etreze, met rannyezh Hessen a gomze ivez, pezh a veze kavet souezhus gant tud Berlin, ha poan he deveze o skrivañ alamaneg difazi. [[Klav-kerdin]] ha [[telenn]] a ouie son, tresañ a rae, metne oa ket bet skoliadez gwall vat. Ar relijion avat a blije dezhi.
 
E miz Kerzu 1793 e timezas d'ar priñs danvez-roue Prusia, [[Friedrich Wilhelm III Prusia]] hag e teuas da vout [[rouanez Prusia]] en [[1797]].
Bec'h he doe o kendrec'hiñ he fried d'ober brezel da [[Napoleon]], pa ne felle ket dezhañ mont a-du gant ar priñs [[Louis-Ferdinand Prusia]] hag e vinistr [[Karl August von Hardenberg]].
 
Mont a reas kalonek da-heul arme Prusia, evit brasañ plijadur ar soudarded, met goude [[Emgann Jena]] e rankas tec'hel rak armeoù an alouber. E miz Kerzu [[1806]] e oa e [[Königsberg]] hag eno e tapas an [[typhus]]. E miz Gouhere [[1807]], e-pad [[Kendiviz Tilsitt]] e teuas a benn da vout resevet gant Napoleon evit klask skañvaat ar bec'h lakaet gantañ war Alamagn trec'het, hogen en aner. <br />
Tapout a reas droug en he skevent, ha mervel a reas e miz Gouhere 1810, p'edo oc'h ober ur weladenn d'he zad e [[kastell Hohenzieritz]] e-kichen [[Neustrelitz]].
 
== Bugale ==
[[ImageRestr:Paretz Koenigspaar.jpg|thumb|right|Poltred ar roue [[Friedrich Wilhelm III Prusia)]] hag ar rouanez Luise]]
Dek bugel he doe, seizh a vevas:
* [[Frederig Gwilherm IV Prusia]] (1795-1861), a voe [[roue Prusia]]
** hag a zimezas en 1823 da [[Elesbed Ludovika Bavaria ]]
* [[Gwilherm Iañ Alamagn|Wilhelm]] (1797-1888), a voe roue Prusia hag [[Impalaer Alamagn]]
** hag a zimezas en 1829 da [[Augusta von Sachsen-Eisenach]] (1811-1890)
* [[Charlotte von Preußen (1798-1860)|Charlotte ]] (1798-1860),
** a zimezas en 1817 da [[Nikolaz Iañ Rusia ]] (1798-1855), tsar Rusia;
* Karl (1801-1883),
**dimezet dimezet en 1825 da [[Marie von Sachsen-Weimar-Eisenach]] (1808-?)
* [[Alexandrine Prusia (1803–1892) ]]
** a zimezas en 1822 da [[Paul Friedrich von Mecklemburg-Schwerin (1800-1842)]]
* [[Luise von Preußen (1808–1870)|Louise (1808-1870)]]
** a zimezas en 1825 da [[Frédéric van Oranje-Nassau]]
* [[Albrecht von Preußen (1809-1872) ]]
** a zimezas e 1830 da [[Marianne van Orange-Nassau|Marianne an Izelvroioù]] hag a dorras o dimeziñ en 1849,
** a zimezas en 1853 en-vorganatek da [[Rosalie von Rauch]] (1820-1879), savet da gontez Hohenau.
 
 
Linenn 43:
* [[Jean-Paul Bled]], ''La reine Louise de Prusse : Une femme contre Napoléon'', Fayard, 2008 {{ISBN|978-2213638157}}
 
=== Liammoù diavaez ===
* {{fr}} [http://www.histoire-empire.org/persos/reine_louise.htm Ar rouanez Luise ]
 
[[Rummad:Rouanezed Prusia]]
[[Rummad: Tiegezh Mecklenburg-Strelitz]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1776]]
[[Rummad:Marvioù 1810]]
 
{{Link GA|en}}