Mu'ammar al-Qaddafi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot : en:Muammar Gaddafi a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 3:
'''Mu'ammar Abu Minyar al Qadhafi''' pe '''Mouamar al-Kadafi''' ([[arabeg]]: '''{{Audio|Ar-Muammar al-Qaddafi.ogg|معمر القذافي}}''', [[Treuzlizherennadur arabek|treuzlizherennadur]]: ''Mu‘ammar al-Qaḏḏāfī'' ; treuskrivadur brezhonekaet: Mouamar al-Kadafi), anvet da gustum '''ar c'horonal Kadafi''', a oa un [[den Stad]] [[libia]]n, bet ganet d'an [[19 Mezheven|a viz Even]] 1942 e [[Sirt]], ha lazhet er gêr-se d'an [[20 a viz Here]] 2011 e-skeud an emgannoù kaset war-raok gant ar gouarnamant da c'hortoz hag an [[Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel]] evit tapout kêr.
 
Ofiser eus an arme e oa pa zeuas da vezañ ''[[de facto]]'' rener [[Libia]] goude un [[taol Stad]], e [[1969]], a ziskaras ar [[monarkiezh|vonarkiezh]] a oa an tiegezh al-Sanussi en he fenn neuze. Chom a reas e penn ar Stad e-pad 42 vloaz, ha sevel a reas e-doug an amzer-se un [[diktatouriezh]] a seller outi evel unan eus ar re galetañ er bed.
 
E [[1977]] e adaozas ensavadurioù politikel Libia oc'h ober eus ar vro ur ''[[Jamahiriya]]'', renet en un doare teorikel gant ur reizhiad [[demokratiezh eeun]]. Daoust ma tilezas e garg ofisiel a benn ar Stad libian, e [[1979]], e chomas e penn Libia gant an titl a « Heñcher dispac'h ar ''Jamahiriya'' bras arab libian poblek ha sokialour » (pe en un doare eeunoc'h « Heñcher an dispac'h » pe « « Breur heñcher »). Skrivet eo bet gantañ e oberenn al ''[[Levr Glas]]'' ma tispleg e gelennadurezh. Ingal e savas a-enep ar [[berbereg]], ha lavaret a rae e oa ar [[berbered|Verbered]] ur vojenn bet degaset gant trevadennourien Europa. Berz a lakas war ar berbereg en e vro.
Linenn 17:
[[Rummad:Marvioù 2011]]
[[Rummad:Politikourien Libia]]
 
{{Link GA|en}}