Emlazh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Kerandafar
D Bot : en:Suicide a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 1:
'''Emlazh''' (diwar ''em-'' ha ''lazhañ'') a reer eus doare unan bennak da lakaat un termen d'e vuhez a-youl gaer. Alies e tegouezh diwar an dic'hoanag, hag a c'haller santout abalamour da gleñvedoù spered, da ziasterioù arc'hant pe sokial.
 
== Doareoù d'en em lazhañ ==
Diforc'hioù zo hervez ar broioù. Setu an doareoù gwelet ar muiañ:
 
* [[kroug]]
* [[kontamm]]
* [[armoù-tan]]
 
E [[Japan]] ez eus un doare hengounel d'en em lazhañ, anvet [[seppuku]] pe hara-kiri. Mervel a reer diwar zivouzellañ.
 
== Tud o deus en em lazhet ==
Tud vrudet zo bet en em lazhet, a-wezhioù dre levezon ur spered romantel. En oberenn ''Die Leiden des jungen Werther'', bet skrivet gant [[Goethe]], en em lazh an dudenn bennañ dre ma ne c'hall ket seveniñ e garantez.
 
* [[Salvador Allende]], bet prezidant [[Chile]] (lazhet marteze)
* [[Andreas Baader]], ezel eus ar [[Rote Armee Fraktion]] (Rann an Arme Ruz)
* [[Walter Benjamin]], prederour war an arz
* [[Pierre Bérégovoy]], bet kentañ ministr [[Bro-C'hall]]
* [[Michel Bernanos]], skrivagner gall
* [[Eva Braun]], gwreg [[Adolf Hitler]]
* [[Paul Celan]], barzh
* [[Kurt Cobain]], kaner er strollad [[Nirvana]]
* [[Dalida]], kanerez c'hall
* [[Gilles Deleuze]], prederour gall
* [[Joseph Goebbels]], rener [[nazi]]
* [[Hermann Göring]], rener [[nazi]]
* [[Heinrich Himmler]], rener [[nazi]]
* [[Adolf Hitler]], pennrener an [[Trede Reich]]
* [[Marilyn Monroe]], aktourez amerikan
* [[Kurt Tucholsky]], skrivagner alaman
* [[Vincent van Gogh]], livour nederlandat
* [[Virginia Woolf]], skrivagnerez saoz
* [[Stefan Zweig]], skrivagner aostrian
 
'''Da ziwall''' : klevet e vez a-wechoù e vije en em lazhet [[Sokrates]], ar filozof gresian brudet. Evit gwir, barnet d'ar marv e oa bet : ha, d'ar mare, doare an Ateniz a veze lakaat an den kondaonet da lonkañ kontamm (kegid) ; dre se, ne oa bourev a lazhfe ebet, nemet an den kablus e-unan. A-hend-all, test eo Platôn (''Phaidôn'', 61 c - 62 c) e prezege groñs Sokratez a-enep d'an emlazh.
 
{{Commons|Category:Suicide}}
 
{{Link GA|en}}