Vanadiom : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 106 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q722 (translate me)
D Bot : en:Vanadium a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 31:
|}
|}
[[FileRestr:Vanadium 1.jpg|thumb|260px|<center>'''Vanadiom'''</center>]]
 
Un [[elfenn gimiek]] eo ar '''vanadiom''' ; '''V''' eo e [[arouez kimiek]], '''23''' e [[niver atomek]] ha 50,941 e [[mas atomek|dolz atomek]]. Ur [[metal ardreuzat]] eo ar vanadiom.
 
== Istor ==
E [[1801]] e voe dizoloet gant ar maenoniour [[Mec'hiko|mec'hikan]] Manuel del Río Fernández en un tamm "[[plom]] gell" ez eo Pb<sub>5</sub>(VO<sub>4</sub>)<sub>3</sub>Cl e zelun, hag a voe anvet ''vanadinite'' diwezhatoc'h.<br />
E [[1805]] avat e tisklêrias ar [[kimiezh|c'himiour]] [[Bro-C'hall|gall]] Hippolyte-Victor Collet-Descotils ne oa an elfenn nevez nemet [[krom]] saotreet ; dre ma savas an naturoniour [[Prus|Prusian]]ian Alexander von Humboldt a-du gant ar Gall ha ma oa ar Prusian ur mignon d'an dizoloer e tilezas hennezh e gavadenn.<br />
E [[1831]] e voe adkavet an elfenn gant ar c'himiour [[Sveden|svedat]] Nils Gabriel Sefström pa oa o labourat gant kailh [[houarn]], hag e 1831 ivez e voe kadarnaet kavadenn Manuel de Río Fernández gant ar c'himiour [[Alamagn|alaman]] Friedrich Wöhler.
 
Bamet e voe Nils Sefström gant livioù brav kenaozadoù kimiek an elfenn nevez, ha peogwir ne oa elfenn ebet hec'h anv o kregiñ gant ''V'' e tibabas an anv ''Vanadiom'', diwar an [[norseg]] ''Vanadís'', a zo lesanv Freyja, doueez ar gened hag ar strujusted.
 
Ne vez ket kavet vanadiom glan en natur e gwirionez ; e kailhoù e vez kavet, hag ur 65 bennak anezho zo bet renablet betek-henn. Mengleuzioù zo e [[Suafrika]], [[Rusia]] ha [[Sina]]. Eus an teir bro-se e teuas 98% eus ar 56 000 tonennad a vanadiom a voe kenderc'het e [[2010]] <ref>[http://minerals.usgs.gov/minerals/pubs/commodity/vanadium/mcs-2011-vanad.pdf ''United States Geological Survey''] {{en}} <small>Liamm oberiant 13 HER 12</small></ref>
== Perzhioù ==
=== Kimiek ===