Wikipedia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D incorrect interwiki
D Bot : en:Wikipedia a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 4:
Sellet a ra an anv ouzh ur raktres hollekoc'h ivez a zo e bal sevel un holloueziadur bras digoust ha frank a wirioù. D'ar [[15 Genver]] [[2001]] e oa bet loc'het gant ar raktres gant ar soñj klokaat ur raktres all anvet [[Nupedia]]. Kaset eo da benn bremañ, hag arc'hantaouet ha meret, gant an [[Diazezadur Wikimedia]], un aozadur n'eo ket e bal dastum madoù anezhañ. Abaoe an deroù n'eo ket paouezet brud ar raktres da greskiñ ha, diwarnañ, ez eus bet ganet raktresoù kar, evel [[Wikeriadur]], [[Wikilevrioù]] ha [[Wikikeloù]].
 
Ingal e vez meneget pennadoù Wikipedia war [[media]]où a bep seurt ha gant [[akademiezh]]ioù a oar priziañ an doare ma vez skignet, ar frank m'eo ar savidigezh anezhañ ha pegen ledan eo an dibab tachennoù goloet gantañ. Broudet e vez aozerien ar pennadoù da gaout un emzalc'h [[Wikipedia:Chom neptu|neptu]] a c'haller drezañ lakaat ar gaoz war perspektivennoù ledan hep mennout diazezañ ur wirionez [[:en:objectivity (journalism)|objektivel]]. Met, dre m'eo digor just a-walc'h, e sav kudennoù ingal abalamour d'an diresis ma c'hall pennadoù zo bezañ, hag en abeg da zroukc'hoantoù Vandaled zo. Tabut zo war statud Wikipedia a-benn gouzout ha gallout a reer sellet outañ evel ouzh un oberenn dave. Abeg zo bet kavet er raktres evit e [[:en:systemic bias|du sistemek]], e zoug da gavout gwell ar c'henasant kentoc'h eget reiñ kredoù, hag abalamour d'an diouer a aotrouniezh hag a atebegezh d'ar c'hentañ sell pa vez keñveriet ouzh holloueziadurioù all. Evit ar pezh a sell ouzh ar yezhoù minorelaet atav, hag ar brezhoneg en o zouez, ez eo Wikipedia ur chañs dispar evit kas da benn en hor yezh un oberenn ledañ deskamant n'he deus ket he far a-hend-all war baber, hag a goustfe ker-ruz he sevel ma vije soñjet sevel ur raktres heñvel distag.
 
E-tro 200 stumm disheñvel zo eus Wikipedia, azasaet dre yezh (en o zouez ez eus ur c'hant bennak zo oberiant). Setu an dek stumm enno ouzhpenn 50 000 pennad : [[:en:English Wikipedia|saozneg]], [[:de:Deutschsprachige Wikipedia|alamaneg]], [[:fr:Wikipedia en français|galleg]], [[:ja:ウィキペディア日本語版|japaneg]], [[:en:Italian Wikipedia|italianeg]], [[:pl:Wikipedia|poloneg]], [[:sv:Svenska Wikipedia|svedeg]], [[:en:Dutch Wikipedia|nederlandeg]], [[:en:Portuguese Wikipedia|portugaleg]] ha [[:es:Wikipedia en español|spagnoleg]]. Skignet eo bet ar stumm alamaneg anezhañ dre [[:en:compact disc|Sede]]où, ha meur a adstumm all zo bet [[:en:Mirror (computing)|eilet]] pe [[:en:Fork (software)|azasaet]] gant [[Lec'hienn Web|lec'hiennoù Web]] a bep seurt.
Linenn 21:
E brezhoneg ez eus bet graet gant ar ger '''Wikipedia''' evel pa vije gourel adalek an deroù, dre genemglev, gant an darn vrasañ.
* Er yezhoù latin eo gwregel, evel an anvioù unan en ''ia'', hag en alamaneg ivez.
* E kembraeg eo gourel avat, abalamour ma ra dave d'ar ger [[:cy:gwyddionadur]] ([[holloueziadur]]) a zo gourel. Divizet ez eus bet gant ur merour e oa degemeret gant kumuniezh Wikipedia brezhonek an daou, pep implijer a ra evel ma kar neuze.
* Er Wikipedia spagnolek, entre mizioù Gwengolo ha Du e 2003, e oa bet votet da c'houzout ha miret e vije an anv pe kemmet, ha kinniget e voe an anvioù all-mañ (lakaet amañ en urzh hervez an niver a vouezhioù): ''Librepedia, Huiquipedia, Uiquipedia, Güiquipedia, Viquipedia, Ñiquipedia, Velozpedia, Limonpedia, Güisquipedia'' ha ''Velocipedia''. Ha hervez youl ar vouezherien eo chomet digemm.
 
== Dezverkoù pennañ ==
Linenn 55:
Gwerzhet e vez doare alamanek Wikipedia war sederom abaoe eil c'hwec'hmiziad 2004. Aet omp hebiou da niver arouezel an 10 000 skouerenn gwerzhet e miz Ebrel 2005.
 
'''Mekenaz''' : Evit talañ ouzh kresk an niver a bennadoù hag a lennerien en deus divizet Diazezadur [[Wikimedia]] skoulmañ un emglev gant [[Yahoo]] a bourchaso servijerioù lec'hiet en [[Azia]]. ([http://wikimediafoundation.org/wiki/Press_releases/ Kemenn a ra Diazezadur Wikimedia skoazell Yahoo, teul kelaouiñ klok])
 
== Perzhidi ==
Linenn 65:
 
== E tu an teknik ==
Bez' ez eo Wikipedia hag e raktresoù kar [[Wiki]]WikiWeboù frank. Savet int bet e penn kentañ gant kumuniezh stlennegourien ar meziantoù dieub. Lec'hiennoù Web dinamek eo ar Wikioù a c'hall an holl weladennerien anezho degas kemmoù er pezh emaint o lenn. Eeunoc'h a-galz eo ar WikiWiki eget an [[Hypertext markup language|HTML]]; trawalc'h zo gant un nebeud munutennoù evit deskiñ an doare (daou skrab evit an italek, tri evit skrivañ tevoc'h, div sonell evit ul liamm). War ur Wiki e steuz kuit ar vevenn etre an aozer hag ar gweladenner. Bet krouet e [[1995]] gant [[Ward Cunningham]], e teu anv ar wiki eus an hawaieg "WikiWiki", a dalvez "prim".
 
War Wikipedia e ouzhpenn ar berzhidi o degasadennoù ouzh re tud all hag e tivankont fazioù ar skridaozerien all en ur genlabourat war demoù diaes hag en ur zoujañ d'ur savboent neptu. Atav e vez miret istor pep degasadenn war ur Wiki. Evel-se, ha pa zeufe "Vandaled" (lesanv an dud a zispenn endalc'had pajennoù zo) da c'hoari, ne vez ket morse lakaet en arvar ar boued zo war ar Wiki. Wiki brasañ ar bed eo Wikipedia bremañ.
Linenn 73:
== An diaraogerien ==
 
D'an Henamzer e sav ar soñj da vodañ en ul lec'h hepken hollad gouiziegezhioù an denelezh, gant [[levraoueg Aleksandria]] ha [[Pergam]]. Ar c'heal modern-eñ, zo bet diorroet gant an [[holloueziadur]]ioù, gant [[Denis Diderot]] hag an [[holloueziadurour]]ien all en {{XVIIIvet kantved}}.
 
E dibenn an {{XIXvet kantved}} e vez ijinet gant daou Velgad [[Henri La Fontaine]] ha [[Paul Otlet]] ar [[Rummatadur dekvedennel hollvedel]]; spurmantiñ a reont ur reizhiad a vo deskrivet evel-henn gant Otlet : "Tu zo da ijinañ an teleskop tredan a c'hallor lenn drezañ, er gêr, levrioù dispaket e sal Telesk al levraouegoù bras, war bajennoù bet goulennet en-araok. Sed a vo ar pelllevr".
 
Adkavet e vo mennozh un dreugenn emgefreekaet, a yafe pelloc'h eget moullañ dafar evit sevel un holloueziadur gwevnoc'h ha klokoc'h, e danevell [[Herbert George Wells|H. G. Wells]] ''[[World Brain]]'' ([[1937]]), hag e spisweladenn dazonel [[Vannevar Bush]] al [[liamm gourskrid]] anvet [[Memex]] gantañ en e bennad ''[[As We May Think]]'' ([[1945]]). Ur c'hammed pouezus war-raok a oa bet graet gant [[Ted Nelson]] hag e [[raktres Xanadu]] e ([[1960]]) ivez.
Linenn 349:
 
{{Liamm PuB|ceb}}
{{Link GA|en}}