Tonenn (yezhoniezh) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 1 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q191328
D Bot : eo:Tonlingvo a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 3:
Daoust ha ma'z eo gwir ne ra ket an darn vrasañ eus [[yezhoù Europa]] gant seurt tonennoù, ken gwir all ez eo avat ma vezont implijet gant an darn vrasañ eus ar yezhoù all dre ar bed-holl, en o zouez ar re a vez graet ar muiañ gante evel ar [[sinaeg]].
 
== Yezhoù gant tonennoù ==
Implijet e vez tonennoù gant an darn vrasañ eus ar yezhoù er familh [[Yezhoù sinaek-tibetek|sinaek-tibetek]], en o zouez ar [[Sinaeg|sinaeg ''putonghua'']] (pe 'mandarineg'), ar [[Kantoneg|c'hantoneg]] pe c'hoazh an [[tibeteg]]. Gant lod all, koulskoude, ne vez ket implijet seurt tonennoù, sur-mat abalamour da levezon yezhoù all warne, d.s. an [[newareg]] kaozeet e [[Nepal]].
 
Kavet e vez yezhoù gant tonennoù e meur a [[Familh-yezhoù|familh yezh]] all, da skwer:
 
* An darn vrasañ eus ar yezhoù er familh [[Yezhoù aostrez-aziatek|aostrez-aziatek]], d.s. ar [[vietnameg]].
* Ar yezhoù er familh [[Yezhoù taiek-kadaiek|taiek-kadaiek]], d.s an [[taieg]] (pe 'thai').
* Ar familh yezhoù [[Yezhoù miaoek-yaoek|miaoek-yaoek]]
* Meur a yezh [[Yezhoù afrez-aziatek|afrez-asiatek]], d.s. an [[haousaeg]]
* An dran vrasañ eus ar yezhoù [[Yezhoù nijerek-kongoek|nijerek-kongoek]], d.s. ar [[wolofeg]], ar [[peuleg]], ar [[yoroubeg]]
* An holl yezhoù [[Khoi-San|koiek-sanek]].
* Ar yezhoù [[Yezhoù atabaskek ar su|atabaskek]], d.s. an [[navac'hoeg]]
 
Peurliesañ ne vez ket implijet tonnoù gant ar yezhoù er familh [[aostronezek]], d.s. ar yezhoù [[malayeg]]-[[Bahasa Indonezia|indonezeg]] na gant ar yezhoù [[Yezhoù polinezek|polinezek]] evel ar [[vitieg]] (pe 'fidjieg').
Linenn 20:
Daoust hag e vez lâret aliesik a-walc'h e vez implijet tonenoù gant un nebeud [[yezhoù indezeuropek]] evel al [[lituaneg]], ar [[sloveneg]], ar [[serbeg]], ar [[kroateg|c'hroateg]], e gwirionez ez eo kentoc'h uhelder ar vouezh a cheñch ha n'eo ket tonennoù-rik ez eo a vez implijet gant ar re se. Diouzh an tu all avat e vez implijet tonennoù gwirionoc'h gant ar [[svedeg]] hag an [[norvegeg]].
 
== Skwerioù ==
Setu un nebeud skwerioù eeun evit diskwel mont-en-dro an tonennoù er [[sinaeg]] (pe kentoc'h ''putonghua''). Pemp tonenn disheñvel (o kontañ an donennn mann) zo hag a c'hall bezañ implijet evit ober an diforc'h etre gerioù a vefe heñvel-poch a-hend-all.
 
Linenn 33:
Setu penaos e vez implijet an tonennoù evit ober an diforc'h etre [[silabenn]]où ha neuze etre gerioù damheñvel:
 
* "mā" 'mamm'
* "má" 'kouarc'h'
* "mǎ" 'marc'h'
* "mà" "gourdrouz"
* "ma" (hep tonenn) 'rannig goulennata'
 
Ur frazenn oc'h implijout an holl gerioù a-is:
Linenn 46:
Bez' e c'hell an tonennoù en em levezonin an eil hag eben hervez reolennoù luziet pe luzietoc'h anvet [[sandhi]] tonennoù.
 
== Sonliv ha keflusk ==
Dre vras e c'heller isrannañ ar yezhoù a ra gant tonennoù etre sistemoù o tennañ d'ar sonliv (saoz. 'register') pe d'ar c'heflusk (saoz. 'contour').
 
:*Tonennoù Tonennoù diazezet war gefluskoù: n'eo ket uhelder ar vouezh a gont nemetken, met an doare ma pign ha ma kouezh, d.s. ar sinaeg.
 
:* Tonennoù diazezet war sonlivioù: Amañ ne gont nemet uhelder hag izelder ar vouezh, d.s. ar [[yezhoù bantouek]] (pe 'ntu').
 
 
== Gwelit ivez: ==
* [[Tonenn distag]]
* [[Sandhi tonennel]]
Linenn 62:
 
[[Rummad:Fonetik ha fonologiezh]]
 
{{Link GA|eo}}