Krater Chicxulub : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 37 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q55816
D Bot : es:Cráter de Chicxulub a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 1:
[[restrRestr:Yucatan chix crater.jpg|thumb|300px|Skeudenn eus mision lec'hiadurezh dre radar an [[NASA]]. Diskouez a ra ar c'hrater 180 kilometr treuzkiz. Gwelet a reer dolinoù ("cenotes") tro-dro d'ar c'hrater, a laka da soñjal e oa ul lenn-vor er gleuzenn lezet gant ar stokadenn.<ref>[http://photojournal.jpl.nasa.gov/catalog/PIA03379 Shuttle Radar Topography Mission, [[NASA]], miz Here 2010</ref>]]
 
'''Krater Chicxulub''' (/ˈtʃiːkʃəluːb/) zo ur [[krater|c'hrater]] a oa krouet gant ur [[meteoritenn|veteoritenn]] dezhi tost 10 kilometr treuzkiz a skoas an [[Douar]] war-dro 65 milion vloaz zo, da lâret eo da vare [[kretase|diwezh ar c'hretase]]. Merkañ a ra an darvoud-se fin an [[Eil hoalad]] hag ivez unan eus ar ''steuzidegezhioù meur'' o deus skoet an Douar. Treuzkiz ar c'hrater, dezhañ 180 kilometr, a ziskouez pegen kreñv e oa an darzhadenn heñvel ouzh "meur a viliard gwezh hini [[Hiroshima|bombezenn Hiroshima]]<ref> [http://www.futura-sciences.com/fr/news/t/paleontologie/d/extinction-des-dinosaures-un-asteroide-en-serait-bien-la-cause_22922/ "Extinction des dinosaures : un astéroïde en serait bien la cause"], ''Futura Sciences'', 9 mars 2010</ref>. Emañ krater ar veteoritenn-se e-kichen [[Chicxulub]] e norzh ledenez [[Yucatan]], e [[Mec'hiko]].
 
== Ar stokadenn ==
 
Un [[asteroidenn]] pe ur [[steredenn-lostek]] dezhi un dek kilometr bennak [[treuzkiz]] a vije kouezet war an Douar, ar pezh a vije bet heuliet gant ur gwallreuz bras. Embannet e oa an damkaniezh-se gant [[Walter Alvarez]] hag e genseurted e 1980. Alvarez ''et al.'' a lavaras e oa bet ur c'hresk trumm eus live an [[iridium]] dre ar bed e gouelezennoù eus mare ar steuzidigezh, hag e oa ur brouenn eus ar stokadenn.<ref>Alvarezeta l80</ref> Stoket e vije bet an Douar gant ur c'horf dezhañ war-dro 5 pe 15 kilometr led e-kichen ledenez [[Yucatán]], hag en dije krouet [[krater Chicxulub]], dezhañ 180 km treuzkiz. Ouzhpenn an distrujoù graet gant ar stokadenn hag ar pezh a c'hoarvezas (tsunamioù ha kement zo) e vije bet taolet an Douar a-bezh en deñvalijenn hag er yenijenn e-pad meur a vloaz abalamour d'an drailhoù strinket en aergelc'h gant ar stokadenn, o viret ouzh banneoù an heol da dremen. An deñvalijenn en dije miret ivez ouzh ar [[fotosintezenn]]. Heuliet e vije bet gant marv ur bern plant ha dreist-holl hini ar [[plankton]] ha goude se hini ur bern spesadoù n'o doa ket boued ken. Ar vartezeadenn-se, harpet gant kalz arguzennoù hiziv, a ro an tu da zisplegañ, un tamm, ar c'hemmoù er feurioù steuzidigezh disheñvel hervez an taksonoù. Ouzhpenn, a-drugarez da zizoloadenn (e miz Ebrel 2008) kenosferennoù (sferennoù mikroskopek a sav pa losk ar glaou hag an eoul-maen krai) e [[gouelezenn]]où an enkadenn K-T, ar skiantourien a soñj dezhe e c'hallje bezañ kouezet ar maen-kurun e-kreiz ur gwelead eoul-maen, hag kaset en dije en aergelc'h kementadoù bras a eoul-douar entanet. Un abeg ouzhpenn e vefe evit steuzidigezh trumm ur bern spesadoù<ref>Nouvel Obs.com (12/06/2008)[http://tempsreel.nouvelobs.com/actualites/sciences/sciences_de_la_terre/20080430.OBS2093/la_fin_des_dinosaures.html La fin des dinosaures.]</ref>.
Daoust ma n'haller ket divinout tizh steuzidigezh an dinosaored a-drugarez d'ar [[karrekaenn|c'harrekaennharrekaenno]]ù hepken, ar patromoù zo bet savet a laka da soñjal e c'hoarvezas buan-kenañ, en ur prantad amzer kontet en eurvezhioù kentoc'h evit e bloavezhioù.<ref>Robertson D.S., [http://webh01.ua.ac.be/funmorph/raoul/macroevolutie/Robertson2004.pdf "Survival in the first hours of the Cenozoic"], ''Geological Society of America Bulletin'', 30 a viz Gwengolo 2003, levrenn 116, Nnn 5/6, p 760–768</ref>
 
E miz gwengolo 2007, klaskerien amerikan renet gant William Bottke eus ar [[Southwest Research Institute]] e Boulder e [[Kolorado]], ha skiantourien [[Tchekoslovakia|dchek]] a implijas drevezadennoù dre urzhiataer da c'houzout eus pelec'h e teue an asteroidenn en doa krouet krater Chicxulub. Jedet o deus gant 90% gwirheñvelder e oa bet darc'haouet un asteroidenn ramz anvet [[Baptistina]], dezhi tro 160 km treuzkiz, e kelc'htro e gourizad asteroidennoù zo etre [[Meurzh (planedenn)|Meurzh]] ha [[Yaou (planedenn)|Yaou]], gant un asteroidenn bihanoc'h ha dizanv dezhi 55 km treuzkiz war-dro 160 milion vloaz zo. Drailhet e oa Baptistina gant ar stokadenn, ha krouet e oa ur strollad asteroidennoù anvet tiegezh Baptistina. Hervez ar jedadennoù, lod eus an drailhennoù a oa kaset e kelc'htroioù a dreuze hent an Douar.unan anezhea oa an maen-kurun 10 km led a skoas ledenez [[Yucatan]] 65 milion vloaz zo<ref name=Billiards/>
 
Un displegadenn damheñvel met a sav dael diwarni a lavar e vije kouezhet ur bern stered-lostek abalamour d'ar steredenn [[Nemesis (steredenn)|Nemesis]] o treuziñ [[koumoulennad Oort]]. Unan pe muioc'h eus ar stered-lostek-se en dije skoet ouzh an Douar d'ar memes mare tamm-pe-damm. Evel e kaz stokadenn un asteroidenn hepken e vije bet heuliet gant gwrezverkoù o kouezhañ trumm, hag heuliet gant ur prantad yen.<ref name="Koeberl"/>
Linenn 14:
Koulskoude ar studiadennoù renet diwar-benn ar c'hrater a ro da soñjal e vefe bet kleuzet 300 000 vloaz a-raok ma c'hoarvezfe an enkadenn veur.
 
== Notennoù ==
<references />
 
=== Liammoù diavaez ===
* [http://www.didiersvt.com/ts/html/75.html Sciences de la Vie et de la Terre] Pajenn gouestlet da veteoritenn Chicxulub.
* [http://www.cite-sciences.fr/francais/ala_cite/science_actualites/sitesactu/question_actu.php?id_article=3163&langue=fr Science actualités] An damkaniezhioù diwezhañ diwar-benn an doare ma'z eas an dinosaored da get.
Linenn 23:
* [http://www.astrosurf.com/macombes/ltb2006-chap12.htm La mort des dinosaures] Pajenn gouestlet da grater Chicxulub ha d'e zilerc'hioù.
 
[[rummadRummad:Douaroniezh Mec'hiko]]
[[rummadRummad:Paleontologiezh]]
[[rummadRummad:Yucatán]]
 
{{Link GA|es}}
[[rummad:Douaroniezh Mec'hiko]]
[[rummad:Paleontologiezh]]
[[rummad:Yucatán]]