Moskov : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Lamet kuit eo bet ar restr ''Moscow_collage_new_(2011).jpg'' peogwir e oa bet diverket war Commons gant Fastily
D Bot : es:Moscú a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 5:
<small>Москва</small><br /> <small></small>
 
<br />kan ar gêr : [[Moya Moskva]] (Ma Moskov)
[[skeudennRestr:Moscow in Russia (special marker).svg|250px]]
|- align="center"
|Skoed
Linenn 51:
|-
|}
'''Moskov''' (''Москва'', ''Moskva'' e [[rusianeg]]) eo kêr-benn [[Kevread Rusia]]. E lodenn europeat Rusia emañ, war ribl ar stêr [[Moskva (stêr)|Moskva]]. Brasañ kêr ar vro eo gant 11,5 milion a annezidi hervez an niveradeg graet e 2010 (tro-dro 15 milion en tolead kêr).
 
Ur roll hep he far he deus c'hoariet Moskov en istor Rusia. Bez' eo bet kêr-benn [[Priñselezh Veur Moskou]] ha hini [[Impalaeriezh Rusia]] betek [[Pêr ar Bras|Pêr Vras]] a lakaas [[Sant-Petersbourg]] da vezañ ar gêr-benn nevez. Kêr-benn e teuas da vezañ en-dro e 1918 gant ar republik sokialour soviedel yaouank ha goude [[Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel]].
Linenn 62:
''москвич'' (maskvitch) a vez graet eus hec'h annezidi e rusianeg. Gant "Moskoviz" e reer e brezhoneg<ref>Vallée (F.), ''Grand dictionnaire français-breton'', p. 481b.</ref>.
=== An anv e brezhoneg ===
Moskov<ref>''Geriadur brezhoneg'', An Here, 2001, p. 1432, ISBN 978-2-86843-236-0.</ref> eo e stumm ofisiel, daoust da lod eus ar vrezhonegerien oc'h ober gant Moskou. [[Jarl Priel]], en e oberenn ''[[Va Buhez e Rusia]]'', a ra gant Moskov.
 
== An hin ==
Un hinad kevandirel gleb eo hini Moskov. Tomm ha gleb eo an hañv, yen ha hir eo ar goañv. Gallout a ra sevel ha diskenn ar [[gwrezverk]] eus 15&nbsp;°C da 30&nbsp;°C en hañv hag eus -25&nbsp;°C da zreist 0&nbsp;°C er goañv. E-pad an amzer c'hor en hañv 2010 e oa bet tizhet ar rekord a 39&nbsp;°C d'an 29 a viz Gouere e kreiz-kêr hag e [[aerborzh Domodedovo]]. Ar rekord a yenijenn a oa bet tizhet e miz Genver 1940 gant -42.2&nbsp;°C. Erc'h a vez e-pad etre tri ha pemp mizvezh bep bloaz. Kregiñ a ra da gouezhañ e miz Du, ha teuziñ a ra e fin miz Meurzh. Miz Gouere eo ar miz tommañ, e fin miz Genver/miz C'hwevrer e vez kavet ar mareadoù yenañ.
 
== Ar boblañs ==
Hervez an niveradeg e 2010 ez eus 11,503,501 annezad e Moskov. Setu dasparzh an orinoù :
* Rusianed: 9,930,410 (91.65%)
* Ukrainaned 154,104 (1.42%)
* Tatared: 149,043 (1.38%)
* Armenianed: 106,466 (0.98%)
* Azeried: 57,123 (0.5%)
* Yuzevien: 53,142 (0.49%)
* Belarusianed: 39,225 (0.4%)
* Jorjianed: 38,934 (0.4%)
* Ouzbeked: 35,595 (0.3%)
* Tadjiked: 27,280 (0.2%)
* Moldovaned: 21,699 (0.2%)
* Mordvined: 17,095 (0.2%)
* Tchetchened: 14,524 (0.1%)
* Tchouvached: 14,313 (0.1%)
* Osetianed: 11,311 (0.1%)
* Re all: 164,825 (1.6%)
* 668,409 den ne c'hall ket embann broadelezh ebet.
Se zo evit an annezidi bad, met 1.8 milion annezad berrbad a zo hag a zo tud pedet en un doare ofisiel gant annezidi bad. Annezidi anofisiel a zo ivez, dreist-holl genidik eus Kreiz-Azia. Tro-dro 1 milion int.
;2012
* Ganedigezhioù: 134 653 (11.3 war 1000)
* Marvioù: 117 489 (9.9 war 1000) <ref>http://www.gks.ru/free_doc/2012/demo/edn12-12.htm</ref>
* Feur gouennañ: 1.38
 
== Relijion ==
Linenn 155:
{{Liamm PuB|de}}
{{Liamm PuB|vi}}
{{Link GA|es}}