Niver kentael : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 101 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q49008 (translate me)
D Bot : es:Número primo a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 30:
 
=== Krouer Eratosthenes hag algoritm dre esaeoù rannañ ===
[[SkeudennRestr:New_Animation_Sieve_of_Eratosthenes.gif|right|Krouer Eratosthenes : an niveroù kentael bihanoc'h eget 120.]]
 
An [[algoritm]]où kentañ evit divizout hag-eñ ez eo kentael an niver a bleder gantañ (a vez graet [[test kentaelded|testoù kentaelded]] anezho) a zo esaeañ rannañ anezhañ dre an holl niveroù bihanoc'h eget e wrizienn garrez : mard eo rannadus dre unan anezho ez eo kenaozet, hag a-hend-all ez eo kentael. Met gallout a reer efedusaat an algoritm-se : un toullad mat a rannadennoù a c'heller ober hepto ; mar n'eo ket rannadus an niver dre ''2'' da skouer n'eus ket ezhomm arnodiñ hag-eñ ez eo rannadus dre ''4''. Evit gwir ez eo trawalc'h arnodiñ e rannaduster dre an holl niveroù kentael bihanoc'h eget e wrizienn garrez.
Linenn 41:
* Kerkent ha m'eo brasoc'h karrez an niver dalc'het eget ''n'' e chomer a-sav gant an algoritm. An niveroù a chom nann barrennet er fin eo neuze an niveroù kentael bihanoc'h eget ''n''.
 
== Niveroù kentael dibar ==
=== Niveroù-Mersenne kentael ===
[[SkeudennRestr:Marin mersenne.jpg|thumb|[[Marin Mersenne]].]]
 
An niveroù a seurt gant
Linenn 58:
Mersenne n'en deus ket ijinet an niveroù-se, n'en deus ket ijinet ar formulenn. Savet en deus ul listenn eus an niveroù kentael-se. Hogen bez' e oa fazioù en e listenn. Da skouer emañ M<sub>67</sub> hag M<sub>257</sub> en e listenn, padal n'int ket kentael.
 
E 2010 ez eo ''M<sub>{{formatnum:43112609}}</sub>'' = 2<sup>{{formatnum:43112609}}</sup>-1 an niver-Mersenne kentael brasañ a anavezer, gant {{formatnum:12978189}} sifr en e skrivad degel. Bez' e oa ar 45{{vet}} [[niver-Mersenne kentael]] bet dizoloet hag embannet e oa bet an dizoloadenn anezhañ d'an [[23 a viz Eost]] [[2008]] a drugarez da strivoù raktres kenlabourus ar [[jediñ dasparzhet]] « [[Great Internet Mersenne Prime Search]] » (GIMPS). Bihanoc'h eget ar 45{{vet}} eo ar 46{{vet}} niver-Mersenne kentael, 2<sup>{{formatnum:37156667}}</sup>-1, a voe dizoloet pemzektez goude ; d'an 12 a viz Ebrel 2009 e voe dizoloet gant ar memes raktres [[GIMPS]], ar 47{{vet}} niver-Mersenne kentael, 2<sup>{{formatnum:42 643 801}}</sup>-1, hag a zo eñ ivez un "tammig" bihanoc'h eget an hini meneget da gentañ.
 
=== Niveroù kentael ha niveroù-Fermat ===
 
[[SkeudennRestr:Pierre de Fermat.jpg|thumb|right|[[Pierre de Fermat]].]]
'''Niveroù-Fermat''', diouzh anv ar matematikour gall, [[Pierre de Fermat]], a vez graet eus an niveroù anterin naturel a c'heller skrivañ er stumm 2<sup>2<sup>n</sup></sup> + 1. Notet e vezont F<sub>n</sub>. Setu amañ ar re gentañ anezho :
:* F<sub>0</sub> = 2<sup>2<sup>0</sup></sup> + 1 = 2<sup>1</sup> + 1 = 3
Linenn 70:
:* F<sub>4</sub> = 2<sup>2<sup>4</sup></sup> + 1 = 2<sup>16</sup> + 1 = 65 537
 
Pierre de Fermat en devoa savet ur gonjekturenn o lavarout e oa kentael an holl niveroù er stumm 2<sup>2<sup>n</sup></sup> + 1 . Hogen prouet e oa bet buan-tre gant ur skouer enep e oa faos rak n'eo ket kentael F<sub>5</sub>. Hag ouzhpenn se n'eus niver-Fermat ebet etre F<sub>5</sub> hag F<sub>32</sub> a gement a vije kentael. F<sub>0</sub>, F<sub>1</sub>, F<sub>2</sub>, F<sub>3</sub> hag F<sub>4</sub> eo neuze an niveroù-Fermat kentael nemeto a anavezer rak n'ouezer ket hag-eñ eo kentael an niveroù-Fermat adalek F<sub>33</sub>.
 
Hiziv an deiz n'anavezer nemet pemp niver-Fermat hag a zo kentael : ar pemp kentañ meneget a-raok. F<sub>33</sub> eo an niver-Fermat bihanañ ha n'ouezer ket ha kentael eo pe get.
Linenn 95:
* Pep koublad niveroù kentael gevell hep kontañ an daou goublad bihanañ (2 ; 3) ha (3 ; 5) a c'hell bezañ skrivet dindan ar stumm (6n - 1 ; 6n + 1), n o vezañ un niver anteriñ bennak. Rak e-barzh pep heuliad tri niver ez eus ul lieskement eus 2 d'an nebeutañ, hag ul lieskement eus 3 hepken ; kendeuzet eo an daou lieskement-se etre an daou niver kentael gevell.
 
* Setu ar c'houblad niveroù kentael gevell brasañ a anavezer : 2003663613 × 2<sup>195000</sup>±1. Gant 100 355 sifr e vez skrivet o skrivad degel, ha dizoloet e voent gant Peter Kaiser ha Keith Klahn eus ''Twin Prime Search'' e miz Eost 2009<ref>http://primes.utm.edu/top20/page.php?id=1</ref>.
 
* Konjekturet ez eus bet ez eus un niver anfin a niveroù kentael gevell met n'eo ket bet prouet biskoazh.
Linenn 108:
{{Liamm PuB|lmo}}
{{Link FA|ru}}
{{Link GA|es}}