Ezplanedenn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
-etrewiki kozh
D Bot : es:Planeta extrasolar a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 1:
[[SkeudennRestr:Triple-star sunset.jpg|right|300px|thumb|An ezplanedenn [[HD 188753 Ab]] hag he zeir steredenn, gwelet diouzh ur [[adplanedenn]] c'houlakaet, hervez un arzour.]]
 
Un '''ezplanedenn''', hag a c'heller envel ivez '''estrplanedenn''' pe '''eksoplanedenn''', a zo ur [[planedenn|blanedenn]] hag a dro en-dro d’ur [[stered]]enn all estreget an [[heol]]. Graet e vez ivez gant an droienn '''planedenn estrheolel'''.
Linenn 7:
== Ar c’hentañ ezplanedennoù kavet ==
 
Kerkent hag an XVII{{vet}} kantved e tiwan ar soñj ez eus planedennoù e diavaez [[koskoriad an Heol]], met e-doug an XIX{{vet}} kantved an hini e teuas an ezplanedennoù da vezañ danvez enklaskoù un nebeud skiantourien. Steredoniourien e-leizh a soñje dezhe e c'halle bout eus an hevelep planedennoù, met ne oa moaien teknek evezhierezh ebet da brouiñ e oa anezhe. Ne c'halled ket o c'hlask nag o kontañ, na goût hag eñ e oant damheñvel pe get ouzh ar planedennoù anavet e Koskoriad an Heol. Ar pellder, met ivez an diouer a skedusted eus ar [[Korf egor|c'horfoù egor-se]], ken bihan e-kichen ar sterennoù a gelc'htroent en-dro dezhe, a rae ne c'halled ket o dizoleiñ. Ne oa nemet er bloavezhioù 1990 e oa dizoloet ar c'hentañ ezplanedennoù en un doare dieeun.
D’ar [[6 Here|6 a viz Here]] [[1995]] e oa bet roet da c’houzout gant [[Michel Mayor]] ha [[Didier Queloz]] (eus [[Arsellva Geneva]]) e oa bet kavet, evit ar wech kentañ, ur blanedenn hag a oa o treiñ en-dro d’ur steredenn all, hag ar steredenn-se a oa [[51 Pegasi]] e [[steredeg]] ar [[Marc'h Askellek]] pe [[Pegasos (steredeg)|Pegasos]], war-dro 50 [[bloavezh-gouloù]] diouzhimp.
[[51 Pegasi b]] a vez graet eus an ezplanedenn-se (ha ''Bellerofon'' eo hec’h anv diofisiel). Abaoe an dizoloadenn gentañ e kaver ingal ezplanedennoù nevez, gant ur geidenn a zek bennak bep miz.
Linenn 35:
Dizoleiñ un ezplanedenn en un doare eeun n'eo ket un dra aes evit meur a abeg :
* ur blanedenn ne brodu ket [[gouloù]]. Ne ra ken adkas an hini a resev eus he steredenn, ar pezh n'eo ket kalz.
* an hed zo etre an Douar hag ar steredenn e kaoz zo kalz brasoc'h evit an hini zo etre an ezplanedenn hag he steredenn : Ret eo da varregezh diforc'hiñ ar benvegoù bezañ uhel-kenañ evit ma c'hallfemp spurmantiñ anezhi.
Betek nevez zo, an hentennoù nemete a laboure a oa hentennoù anvet « dieeun », rak ne zizoloent ket war-eeun ar [[foton]]ioù a zeue eus ar planedennoù. Meur a hentenn all zo da zizoleiñ un ezplanedenn, lod anezhe implijet hiziv an deiz, lod all a vo implijet en amzer da zont. Kavet e vez an darn vrasañ eus an ezplanedennoù diouzh [[arsellva steredoniezh|arsellvaoù]] zo war an Douar.
 
Linenn 46:
An “ezdouar” (pe “eksodouar”) kentañ, da lavarout eo ar blanedenn [[tellurek|dellurek]] kentañ, a zo bet dizoloet d'ar [[26 Genver|26 a viz Genver]] [[2006]] gant ar Probing Lensing Anomalies NETwork (PLANET), renet [[Jean-Philippe Beaulieu]]. Anvet eo bet [[OGLE-2005-BLG-390Lb]] da c'hortoz. 22 000 bloavezh-gouloù eus an [[Douar]] emañ, hag he [[mas]] a zo pemp gwech e hini, hag an temperadur war he gorre a zo -220 °C (53K), ar pezh a laka da grediñ ez eus ur blanedenn solut anezhi.
 
== Kepler 22-b ==
 
'''Kepler-22b''' a zo bet kemennet he dizoloadenn dre an teleskop Kepler d'ar 5 a viz kerzu 2011 gant [[National Aeronautics and Space Administration|NASA]]. 2,38 ment an Douar eo ha kelc'htreiñ a ra da 0.85 [[Unanenn astronomek|UA]] he steredenn [[Kepler 22]]. Soñjal a reer e c'hellfe he zemperadur gorre bezañ tro da -11 °C met gant an atmosferenn a rankfe bezañ warni e c'hellfe bezañ un efed ti-gwer bras a-walc'h evit aotreiñ dour dourennek warni ar pezh a laka anezhi e zonenn-anneziñ he steredenn.
 
== Gwelet ivez ==
Linenn 66:
{{Liamm PuB|hu}}
{{Liamm PuB|zh}}
{{Link GA|es}}