Diforc'hioù etre adstummoù "Polonia"

8 okted ouzhpennet ,  6 vloaz zo
D
Bot : fi:Puola a zo ur pennad vat; Kemm dister
(Reizhañ liamm diabarzh)
D (Bot : fi:Puola a zo ur pennad vat; Kemm dister)
Rakged ar C’hornôg katolik roman eo Polonia, a-dal d’ar bedoù ortodoks ([[Rusia]], [[Belarus]], [[Ukraina]]), pagan (broioù baltek), ha muzulman ([[Turkia]] ha [[Mongolia]]). En em gavout a ra ivez e-tal an ''[[Drang nach Osten]]'' (lusk germanek war-du ar reter), pe e vefe gant an [[Impalaeriezh Santel]] pe gant ar [[Marc’heien deutonek|Varc’heien deutonek]]. Polonia, e kroashent meur a ved, hep harzoù naturel dezhi, zo digor-frank d’an alouberien. Gwastet e vo ar vro gant ar re-se, dreist-holl en XIIIvet kantved (aloubadegoù gant ar Vandennad Aour mongol eus 1248 da 1275).
 
[[Kazimir III Polonia|Kazimir III ar Meur]], roue diwezhañ ar rummad-roueed [[Piast]] a unvan Polonia.
 
En he barr emañ Polonia er XVvet hag er XVIvet kantved, e-pad ren ar rummad-roueed [[Jagellon]], gant [[Ladislas II Jagellon|Ladislas II]]. Gant ar ''Rzeczpospolita Obojga Narodów'' (''republik an div vroad''), diwar unvaniezh Rouantelezh Polonia ha Dugelezh Veur [[Lituania]] (Unaniezh Lublin – [[1569]]), ez eus goloet un tiriad hag « a ya eus ar [[Mor Baltel]] d’ar [[Mor Du]] » ha betek dorioù [[Moskov]]. [[Krakovia]] e oa ar gêr-benn da neuze, e Polonia vihan. Dont a ra [[Kazimir IV Polonia|Kazimir IV]] a-benn da unvaniñ evit ur prantadig rouantelezhioù [[Bohemia]] ([[1471]]), [[Hungaria]] ([[1490]]) ha Polonia.
Rannet eo ar vro adarre, etre [[Alamagn]] hag an [[Unvaniezh ar Republikoù sokialour soviedel|Unvaniezh soviedel]] ar wech-mañ.
 
E fin an 2{{l}} brezel-bed e vir [[URSS]] al lodenn reter eus ar vro, bet destaget e 1939, ha Polonia a « rikl » war-du ar c’hornôg, oc’h euvriñ su [[Prus ar reter]], [[Pomerania]] ha [[Silezia]]. Kas a reer kuit an [[Alamagn|Alamaned]] a oa o vevañ en tiriadoù-se war-zigarez e oa ar re-se da Bolonia ent istorel. Dont a ra Polonia da vezañ ur republik poblel e dalc’h [[Moskou]] hag ezel eus [[Feur-emglev Varsovia]].
 
Er bloavezhioù 70 ha 80 e tiroll emsavadegoù taer er vro. E [[1980]] e krouer ur sindikad dieub ([[Solidarność]] : kengred), ennañ 10 milion a izili a-benn nebeut hag en e benn ul levier arouezel : [[Lech Walesa]]. Klask a ra ar Jeneral [[Wojciech Jaruzelski|Jaruzelski]] terriñ ar sindikad dre embann ar "stad a vrezel" d’an 13 a viz Kerzu [[1981]], met kazeg a ra abalamour da levezon teir beaj Karol Wojtyla, deuet da vezañ ar pab [[Yann-Baol II]], ha d’an treuzfurmadurioù krenn en [[URSS]] gant [[Gorbatchev]].
E [[1989]] emañ "an Taolioù Krenn", un heuliad emvodoù gant ar gouarnamant ha Solidarność hag a zigoro an hent da Bolonia nevez ha demokratel, renet gant T.Mazowiecki.
D’ar mare-se eo Polonia kentañ bro ar Feur-emglev oc’h en em zizober eus ar yev soviedel, hag o stummañ ur gouarnamant ha n’eo ket liammet ouzh ar [[bloc’had soviedel]].
 
=== Un nebeud sifroù ===
* '''PDK :''' 512 900 000 000 PLN([[2005]])
** '''kresk [[2004]] : 5,7 %
** '''kresk bloaziek keitat [[1990]]-2003 : 4,7 %
* '''Korvoder dre annezad :''' 15 200$ (2006), Varsovia - 37 000$ (2005)
* '''Feur an dilabour :''' 17,3 % ([[miz Du]] 2005), Varsovia - 5,7% ([[miz Du]] 2005),
* '''Kenwerzh diavaez (2004) :''' 92 720 000 000 $ a ezporzhiadurioù ha 95 670 000 000 $ a enporzhiadurioù.
Alamagn eo kentañ keveler kenwerzhel Polonia. Frañs eo eil pratik ha pevare pourchaser ar vro. Ar gevelerien bennañ all eo Italia, Rusia, Breizh-Veur, ar Republik Tchek, Sina hag an Izelvroioù
* '''Dle publik/PDK :''' 51,6 % (2003)
 
== Levrlennadur ==
* [http://www.ecologiste.org/ « Peseurt dazont evit maezioù Polonia ? », pennad gant F. Bonnet, D. Julien, F. de Ravignan, P. Styblinski, ''L'Ecologiste'' niv. 19, Gwengolo-Here-Du 2006, p. 6-7]
{{Stadoù Europa}}
{{AFNA}}
{{Liamm PuB|sk}}
{{Liamm PuB|sl}}
{{Link GA|fi}}
59 887

modifications