Bagad Kemper : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 2 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q2878946
D Bot : fr:Bagad Kemper a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 31:
18 gwech eo bet Kampion Breizh ar bagadoù abaoe 1968, ar pezh a ra anezhañ ar bagad muiañ-titlet.
 
== ISTOR ==
 
Krouet e 1949, ar Bagad Kemper a zo ur gevredigezh lezenn 1901. E 2010 e oa 156 ezel, eno 133 soner a oadoù disheñvel ganto.
Er bloavezhioù 90 en deus kenlabouret Bagad Kemper gant un toullad arzourien vrudet, en o souezh Johnny Clegg evit Gouel an Erer Kozh e 1995, hag etre 1993 ha 1999 gant Dan ar Braz, evit an abadenn holl-vrudet bremañ, "Hêrezh ar Gelted" hag a roio abeg da enrollañ 5 pladenn, eno 3 "lives".
 
E keit-all, evit e 50vet deiz-ha-bloaz e 2000, e kinnige Bagad Kemper an abadenn "AZELIZ IZA", ur grouidigezh savet tro-dro d'un ton hengounel Breizhat : Gwerz Eliz Iza. Setu e vo pedet gant ar Bagad sonerien trompilh, sonerien gitar hag ur ganerez e anv Marthe Vassalo.
Linenn 43:
E-kerzh ar Festival Celtic Connections e Glasgow e miz Genver 2005, en deus kejet Bagad Kemper gant Fred Morrison, unan eus barrekañ soner binioù-bras ar bed. Roet en deus ar gejadenn-se c'hoant dezho da grouiñ un abadenn gouestlet d'ar sonerezh Breizhat ha Skosat war un dro : setu ganet an abadenn "Deus Bro-Skos da Gerne". E-kerzh Gouelioù-meur Kerne e Kemper e voe kinniget an abadenn, o vodañ ouzhpenn 80 soner, Skosiz ha Breizhiz : setu ouzhpenn sonerien ar Bagad Kemper, e voe pedet Breizhiz-all, evel Bernez an Dreo o seniñ saksell, an daou Erwan Volant diouzh ar gitar ha deus tu ar Skosiz, ar Pipe-band Clan Gregor (o seniñ er c'hentañ rummad e Bro-Skos), Fred Morrison evel-just hag e sonerien (gourvioloñs, gitar, klavier) ha Julie Fowlis, a orin eus Inizi-Gall, ur ganerez ha soner a oa bet anvet "kanerez C'houezelek ar bloavezh 2005" e-kerzh an abadenn skinwel Scots Trad Music Awards.
 
== 1949-2009 : 60 vloaz Hep Diskrog ==
 
Lidet eo bet e-kerzh ar bloavezh 2009, 60vet deiz-ha-bloaz ar Bagad. Ur bloavezh pinvidik kenañ ! Oc'h heuliañ "leit motiv" Herve ar Meur (is-diazezour ar Bagad Kemper ha Bodadeg ar Sonerion) HEP DISKROG, en deus ar Bagad Kemper kendalc'het da eskemm ha da dreuzkas d'ar muiañ-niver e garantez evit ar sonerezh hag ar sevenadur Breizhat.
Linenn 55:
• d'an 50 a viz Kerzu 2009 e sal an Tog Ruz e Kemper : e voe aozet fest-deiz hengounel ar Bagad, lec'h ma voe pedet sonerien ar Bagad gounezet ganto "ar Bluwenn Paun".
 
== Breizh Balkanik ==
 
Evit lidañ e 60 vloaz, eo aet ar wech-mañ Bagad Kemper da glask awen en Europa ar Reter gant Breizh Balkanik, un abadenn o vodañ tonioù deus Breizh, met ivez deus Serbia, Makedonia ha Roumania. Gant sikour ar c'haner ha soner treujenn-gaol Erik Marchand, un ispisialour diwar-benn sonerezh Breizh hag Europa ar Reter just-a-walc'h ez eus bet graet ur meskaj dedennus ha plijus, ha gant doujañs atav.
 
== Stummadur ==
 
Ma 'z eo ken brudet Bagad Kemper, ez eo dreist-holl a-drugarez da sonerien ar c'hentañ rummad. Met ne vefe ket eus ar vrud-mañ m'en dije ket ur c'hoant evit mont war-raok bepred e-keñver kalite e sonerezh. An dra-se eo a zispleg mont-en-dro politikerezh tuta ar bahad hag e stummadur diabarzh. Araok seniñ gant ar Bagad bet 18 gwech Kampion Breizh, hent ur soner yaouank-flamm a zo bevennet : kregiñ a ra da zeskiñ e skol sonerezh ar Bagad, goude er Bagadig, war-lec'h er Bagad Glazik. Ma 'z eo mennet ha barrek hepken e sono ur wech bennaket gant ar Bagad Kemper.
 
== Ar Stummadur war ar sonerezh ==
 
Er Greizenn Herve ar Meur e vez kentelioù :
Linenn 79:
Evit aesaat ha dont a-benn da zeskiñ an teknikoù, e vez e penn-kentañ desket seniñ gant ur benveg-studi : an tin whistle (fleüt Iwerzhonat) evit ar vombard, ar practice evit ar binioù-bras, ar practice pad evit an taboulin sklat.
 
=== Bagadig Kemper : un tennad pouezus ===
 
Goude bezañ paseet 1 vloaz pe 2 er skol sonerezh, e vez enframmet ar sonerien er Bagadig. Eno, e vezont o tizoleiñ ar sonerezh a-stroll hag e gemeront perzh d'ar c'henstrivadegoù : kenstrivadegoù ar bagadoù, kenstrivadegoù bombard a-stroll, kenstrivadegoù unsoner binioù-bras pe taboulin... Un digarez e vo evito seniñ evit ar wech kentañ dirak arvesterien
Linenn 86:
 
 
== Bagad Glazik : e touesk ar re vras ==
 
Pal kentañ ar Bagad Glazik a zo enframmañ ha stummañ ar sonerien yaouank flamm o tont eus ar Bagadig (5vet rummad), ha sikour ar sonerien da dizhout ul live uhel evit gellout ur wech bennak seniñ gant ar Bagad Kemper (1añ rummad), tout-se en ur ziorren ar sonerezh Breizhat e-kerzh sonadegoù, abadennoù, festoù-noz, kenstrivadegoù ha beajoù, dreist-holl e Breizh (Gouelioù Etrekeltiek An Oriant pe Gouelioù-meur Kerne e Kemper da skouer).
Linenn 94:
 
 
=== Pladennoù ===
 
* Toniou war an Dachenn I (1976)
* Toniou war an Dachenn II (1979)
* Toniou war an Dachenn III (1984)
* Tonioù war an Dachenn IV (1989)
* The Best of (1992)
* Lip Ar Maout (1995)
* Hep Diskrog (1999)
* Azeliz Iza (2001)
* Sud Ar Su (2004)
* Collection 1995 - 2005 (2006)
* Best of Gwi@derien (2009)
* Live au Cornouaille (2010)
* Breizh Balkanik (2011)
 
[[Rummad:Bagadoù|Kemper]]
[[Rummad:Sonerezh Breizh]]
 
{{Link GA|fr}}