Kastell Klison : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D Retrait de 6 liens interlangues, désormais fournis par Wikidata sur la page d:Q1011390
D Bot : fr:Château de Clisson a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 1:
[[SkeudennRestr:Château_de_Clisson.jpg|thumb|right|Kastell Klison]]
Emañ '''kastell Klison ''' e kumun [[Klison]], war ribl ar stêr [[Sevr]].
 
== Istor ==
Aotrouien gentañ [[Klison]] a reer anv anezho evit ar wech kentañ en istor e [[1040]]. Teir farrez warn-ugent a oa en o domani bras tro-dro d’ar c’hastell. En amzer-hont e oa ur c’hastell a bouez eus kastell Klison, pa oa tost d’an harzoù etre [[Breizh]], [[Anjev]] ha [[Poatev]].
 
Eus an {{XIIIvet kantved}} eo ar savadur a weler bremañ, evit al lodenn goshañ anezhañ. Savet e voe gant [[Gwilherm Klison]], war ur roc’h vras a-us ar [[Sevr]]. Unan eus tiegezhioù nobl galloudusañ Breizh e oa tiegezh Klison. Er {{XIVvet kantved}} e voe brasaet ha kreñvaet ar c’hastell gant [[Olier III Klison]]. E ziskennad [[Olier IV Klison]] a voe dibennet e Pariz e 1343 war urzh [[Fulup VI (Bro-C'hall)]]. A-du gant [[Yann IV (dug Breizh)|Yann IV]] e oa tiegezh Klison e-pad [[Brezel hêrezh Breizh]]. Met e vab [[Olier V Klison]], a oa bet o’n em gannañ a-du gant Yann IV ivez, a droas a-du gant Gwesklen ha gant roue Bro-C’hall, [[Charlez V (Bro-C'hall)| Charlez V]] e 1370. En amzer-se e oa deuet ivez da vezañ aotrou [[kastell Josilin]].
 
Er {{XVvet kantved}} e voe nevesaet difennoù ar c’hastell ha brasaet e voe ivez. Goude [[1420]] e teuas ar c’hastell da vezañ perc’hennet gant [[dug Breizh]]. Eno e voe ganet an dug [[Frañsez II (Breizh)|Frañsez II]] e 1435. E-touez kestell Breizh e oa an hini a blije ar muiañ d’an dug Frañsez II ober e annez ennañ. Eno e addimezas gant [[Marguerite de Foix]] e [[1474]]. Etre 1466 ha 1477 e voe tric'hementet gorread kastell Klison.
 
War-dro [[1590]], da vare [[Brezel ar C'hevre]], e voe kreñvaet c’hoazh difennoù ar c’hastell e tu ar c’hreisteiz. Betek ar {{XVIIvet kantved}} e voe annezet ar c’hastell gant tiegezh Avaogour, diskennidi ur mab bastard d’an dug Frañsez II. Ganto e voe kemmet c’hoazh ha nevesaet da zereout ouzh c’hoantoù an amzer-se.
Linenn 18:
== Liammoù diavaez ==
{{commonscat|Château de Clisson}}
* [http://www.mairie-clisson.com/ Lec’hienn ofisiel kumun Klison]
* [http://www.chateauxmedievaux.com/clisson.php Luc’hskeudennoù eus kastell Klison]
* [http://www.culture.gouv.fr/public/mistral/memoire_fr?ACTION=CHERCHER&FIELD_5=LBASE&VALUE_5=PA00108588 Luc’hskeudennoù eus kastell Klison, gant Ministrerezh ar Sevenadur]
 
[[Rummad:Kestell Bro-Naoned|Klison]]
[[Rummad:Klison]]
[[Rummad:Monumantoù istorel el Liger-Atlantel]]
 
{{Link GA|fr}}